EUS AR BREZHONEG BELEG D’AR BREZHONEGOÙ LENNEGEL

Er pajennoù a zo amañ da heul e kavoc'h ar skrid in extenso eus ar gaozeadenn am boa graet d'ar 17 a viz C'hwevrer 2002 dirak tud UGB ha KEAV e Plañwour ; ar pezh a zo, arri berr an amzer ganin ene, 'm boa ranket troc'hañ un tamm mad ; ar pezh na 'm boa ket bet amzer da lâret 'vo kavet amañ ivez.

 

I) EVEZHIADENNOU PERSONEL HA KONJEKTURENN

A holl viskoazh 'm eus bet klevet an daou sort brezhoneg, hini an dud, ar familh, brezhoneg Kerne an divroidi deuet da Blougastell da labourat deus an Irvilhag, Sant-Alar, Hañveg, etc..., hag ar brezhoneg beleg d'ar sul en oferenn. Betek ma fask kentañ dre vras 'm eus bet klevet ar brezhoneg-se diwar ar gador brezeg ; bez e oa ganeomp ma mamm gozh a gustume difaziañ din ar yezh-se : "  an dra-se n'eo ket brezhoneg mad... Ma lârez an dra-se e c'hoarzho an dud diou'it ... O, tahe 'n doare treuflez da lâret an traoù ! etc... ".

Deus ar brezhoneg beleg e veze graet goap alies : evit ober farz kokelenn e veze dav lakaat glaou bev war golo ar potouarn ouzhpenn, ar pezh a oa " tan war c'horre ha tan dindan " evel e kantik ar Purkator. Alies e veze distaget "  Alleluia, pebezh joa ! " evel en Añjeluz amzer Fask, ha pa'm boa lennet ur barzhoneg gant Deguignet ma kroge meur a boz gant an Alleluia, pebezh joa-se, ne oan ket bet souezhet. Drevezet e veze un himn en ur ganañ : Ave, maris stella / N'on ket 's ar re wellañ / Atque semper virgo / Falloc'h 'viton a zo, ar pezh a oa ur filozofiezh a feson . Ma mamm, deus he zu, he doa soñj deus ur mision — gwechall e veze graet misionoù gwech ha gwech all evit adlakaat an dud fidel er rollec'h mad — ma oa ur beleg o reiñ alioù fur d'ar merc'hed yaouank, nompas mont d'ar bal, nompas mont d'an ostaleri, nompas c'hoari c'hartoù, nompas mont da sellet deus ar baotred o tiskouez o c'hofoù gar d'ar sul goude kreistez e-skeud c'hoari foutball, gant arguzennoù hag a groge tout gant " abalamour ", nemet e tistage a-ba-la-mour, ar pezh a oa un doare message subliminal hag a lakae merc'hed Plougastell da c'hoarzhin ; se 'oa er bloavezhioù '30, dre vras.

Hag ar brezhoneg beleg skrivet ? Du-mañ e oa un nebeudig levrioù devosion, ha ma mamm-gozh — ar memes hini a rae goap a-wechoù deus brezhoneg ar veleien — a lenne Buhez ar sent bemnoz a-raok kousket. Soñj 'm eus bezañ lennet de'i pennadoù Buhez ar Sent e fin he buhez, p'he doa mizer o lenn al lizherennoù bihan, ha me pevarzeg, pemzeg vloaz d'ar c'houlz-se. Pa oan arri er Skol-Veur 'm boa klasket lenn un tamm brezhoneg, mes dipitet 'oan bet gant ar pezh am boa kavet, a oa blaz ar brezhoneg beleg gantañ, ha ken buan all 'm bije kaset ar brezhoneg skrivet da stoupañ, ma ne vije ket bet dichañset din gounit oberenn Jakez Riou, An Ti Satanazet, en ur c'honkour gavotenn savet e Hañveg gant Herve ar Menn. Hag e-barzh al levr-se, o burzhud, brezhoneg mad, brezhoneg bev ! Goude-se 'm boa bet kement a blijadur o lenn teatr Jakez Riou, Itron Varia Garmez gant Drezen, oberennoù Jul Gros, ma kaven enne ar brezhoneg a oa em divskouarn, brezhoneg buhezeg, ar c'hontrol bev d'ar brezhoneg beleg.

Diwar lenn meur a oberenn abaoe on deuet da sevel ar goñjekturenn-mañ : en despet d'ar pezh a vez lâret ha skrivet diwar-benn Gwalarn, ganedigezh ur yezh hag ul lennegezh nevez, e kaver div vammenn d'ar brezhoneg lennegel en deiz a hidiv, d'ar brezhonegoù lennegel a vije reishoc'h.

Unan, deut diwar ar brezhoneg beleg, ur brezhoneg levezonet, abaoe ar Grenn amzer marteze, gant al latin hag ar galleg, hini Roparzh Hemon ha Langleiz da vare Gwalarn, hini Youenn Olier, Per Denez goude ar brezel, hini Anaig Renault pe Anna Mouradova nevezig zo.

Eben, diwanet gant Jakez Riou, Jakez Kerrien ha Youenn Drezen, holl skrivagnerien eus Gwalarn, ha gwriziennet e-barzh brezhoneg an dud, levezonet nebeut awalc'h gant ar galleg pe al latin evit ar framm, muioc'hig evit ar gerioù marteze, ha c'hoazh ? Diwar ar vammenn-se e teu bremañ skridoù F. Favereau, F. Peru, F. Oillo.

Chom a ra din da glask prouiñ ar goñjekturenn-mañ, ar pezh a rin gant statistikoù. Ur remerk ouzhpenn a rin war ur pleg fall a zo deuet en emsav brezhoneg e-kerz an XXvet kantved : graet zo bet evel ma vije bet brezhonegerien hepken e-mesk ar vretoned, hag evel ma vije bet mezhus anzav ur varregezh bennak war ar galleg. Amañ da-heul, e vo kavet galleg forzh pegement : netra naturelloc'h peogwir e vin lennet gant tud hag a zo gallegerien a-vihannik evit 90 % anezhe. Ha moarvad e vez kavet ivez 90 % a c'hallegerien a-vihannik e-touez an dud a skriv brezhoneg e penn kentañ an unvet kantved warn ugent, ha spered ar galleg eo a vez santet kalz re alies war ar skridoù abaoe tost kant vloaz bremañ.

 

II) AR BREZHONEG BELEG E FIN AN XIXVET KANTVED

Savet ez eus bet mojennoù war ar brezhoneg beleg-se, evel ma vije ur folkloraj ma vez skrivet pehini ha pere-où sof-kont hep ma vije ur goulenn, hag ivez ma vez kavet kalzik gerioù galleg diezomm : pep hini ac'hanomp en deus klevet komz eus reflexionoù profitabl pe c'hoazh eus chatimant inexorabl Doue. Se zo bet gwir betek an XIXvet kantved, ha gant Prosper Proux zoken, ha ne oa ket beleg, e kaver ar pozioù-mañ :

Adieu dit ma zi bihan, war leinig an dorgenn
Tachenn c'hlas
war behini bugel e c'hoarien

Gwez ivin ker bodenneg en disheol a bere,
E-pad tommder an hanvioù e kousken da greiste. ( Kimiad... )

E meur a ganaouenn all e kaver ivez ar pehini pe ar pere, deuet diwar ar galleg, ma vez ar memes ger evit ar goulenn lequel, lesquels hag ar relatif par lequel, sur lesquels,... etc... :

Didostait kristenien, pere a gar Doue... ( Y.F. Kemener )

Daremprediñ ur plac'h koant, pehini 'garan parfet ( tamm diskuizh )

Hag e brezhoneg beleg fin an XIXvet kantved ?

Evit studial stad ar brezhoneg beleg-se 'm eus kemeret al leor oferen brezouneg ha latin, gant an Ao. J.M. Le Gall, embannet e Kemper e 1900. War-dro seizh kant pajenn a ya d'ober ane'añ, ment al lizherennoù zo war-dro corpus 9 a vremañ. A-hed ar seizh kant pajenn-se, ne gaver nemet seizh kwech pehini pe pere. Studiet 'm eus neuze a-dostoc'h da biv pe da betra e kasent. Amañ e lakin ur ger ouzhpenn : renket 'm eus an dud pe an traoù meneget hervez ma oant sakr ( Doue, Jezuz, an Aotrou, an anoioù a vez roet da hini pe hini eus an tri ferson, ar Werc'hez Vari, Abraham, Moizez ha Yann Vadezour — n'on ket un teologour, just un den hag a glask kompren reolennoù ar brezhoneg beleg ), pe neuze disakr.

Diwar ar 7 kwech-se, e vez kavet 6 kwech un anv sakr a-raok ar pehini :

Da skwer :

Hon Tad, pehini zo en neñv...( ar bater )

C'houi pehini, o vezañ Doue, a vev hag a ren... ( pedennoù an oferenn )

Jezuz Krist, pehini eo ar maen diazez...

Hag ur wech hepken tud disakr :

C'houi pere a gas ofrañsoù d'an aoter...

Diwar lenn ar frazennoù-se, e ranker remerkiñ daou dra :

  1. da gentañ, n'eo ket ken stank an daou c'her pehini ha pere el leor oferen-se ha ma 'z int e oberennoù Prosper Proux, lakaomp, nag er c'hanaouennoù pobl.
  2. da eil, ar stummoù-se, implijet dreist-holl evit un anv bennak roet da Zoue, a glot mad a-walc'h gant al lizherenn vras a vez lennet e galleg ( par Lui, avec Lui...) pe gant an eil gour a vez klevet e saozneg ( Thou art my shepherd, thy face...).

Ar gerioù galleg, bremañ : kavet e vez humilite, captivite, eternel, ofransoù, etc...Stank a-walc'h, mez kalz raloc'h eget kant vloaz a-raok.

Ma vez tennet ar pehini/pere, ha ma vez lakaet ur ger brezhoneg e plas pep ger galleg diezomm, daoust hag-eñ e teu ar brezhoneg beleg da vezañ brezhoneg mad, evel dre vurzhud ?

Setu amañ pozioù Da Feiz hon Tadoù kozh, skrivet ivez e fin an XIXvet kantved :

Da Feiz hon tadou koz,
Ni paotred Breiz Izel,
Ni 'zalc'ho mat ato,
'Vit Feiz hon tadou koz,
Hag en-dro d'he banniel,
Ni holl en em stardo.
Feiz karet hon tadou,
Morse ni ho nac'ho,
Kentoc'h ni a varvo ! ( 3 gwech)

N'eus na tamm pehini, na tamm pere, na ger galleg diezomm, ha koulskoude e chom teuk ar brezhoneg-se : pemp kwech " ni ". Degas a ra soñj din deus lizhiri skrivet gant bugale un drevadenn-hañv gwechall e Treglonoù, lec'h ma veze gwelet mad an disparti etre lod hag a skrive : Ni zo bet (...), ni hon eus gwelet (...), ni zo aet (...) etc, ha lod all hag a skrive : bet omp, gwelet hon eus/meump, aet omp..., gant levezon kreñv ar galleg war ar re gentañ. Hag er memes mod e kaver levezon ar galleg war pozioù Da Feiz hon Tadoù kozh.

 

III) PETRA ZO HEVERK ER BREZHONEG BELEG EVIT AR YEZHADUR?

a) Ar participe

Ret eo da gentañ penn kaout soñj eo bet skrivet ar brezhoneg-se gant tud hag a ouie teir yezh, div ane'o yezhoù roman, peogwir e oa ar galleg hag al latin. Ha, war a seblant, frammoù boutin d'ar galleg ha d'al latin zo en em gavet er brezhoneg skrivet gant gallegerien ha ne glaskent ket studial don frammoù ar brezhoneg.

Da skouer, e galleg hag e latin e kaver stank ar participe, daou e galleg, tri en latin. E spered ar gallegerien e kaver evel-se ul log bihan merket participe warnañ, hag al log bihan-se a vir ouzh ar gallegerien a ober un analiz klok eus ar pezh a soñjont pa dremenont en ur yezh all : evel-se e vez kavet stank an o + anv-verb — hag a zo sañset treiñ ar participe ! — e brezhoneg skrivet an XXvet kantved. Klaskomp analizañ implij ar participe en galleg. Setu pozioù kanaouennoù :

Quittant ses genêts et ses landes
Quand le Breton se fait marin,
En allant aux pêches d'Islande...

Partant pour la croisade un seigneur fort jaloux
Des vertus de sa dame et de ses droits d'époux,
Fit faire une ceinture à solide fermoir
Qu'il attache à sa bell' le soir de son départ.

Bondissant de sa couche en costume de nuit,
Ma voisine affolée vint cogner à mon huis
En réclamant mes bons offices.

Voyant que toutes se dérobent
Le quadrumane accéléra
Son dandinement vers les robes
De la vieille et du magistrat.

Pa studier a-dost amzer an ober gant pep hini eus ar participoù-se, e remerker e verk an hini kentañ un amzer dremenet : e kanaouenn Botrel, en deus kuitaet ar pesketaer porzh Pempoull abaoe ur frapadig dija. En eil, ur ganaouenn c'halleg hengounel, n'eo ket tremenet an ober c'hoazh : a-raok mont kuit d'ar brezel eo en gwirionez. En daou ziwezhañ, div ganaouenn gant Brassens, eo kempred an daou ober bondir ha venir cogner, deus un tu, ha voir hag accélérer deus an tu all. Ma eo gouest ar galleg da implij ar memes stumm participe evit ar peder frazenn-se, ar brezhoneg ne c'hell ket en ober : lavaret e vo gant ur brezhoneger : goude bezañ kuitaet e valaneier hag e lanneier..., a-raok mont d'ar brezel...., ma amezegez ha lammat 'maez he gwele ha dont...pe : o lammat 'maez hag o tont... N'eus nemet er ganaouenn ziwezhañ e c'heller kregiñ gant o : o welet an holl o tichapiñ, e plantas tizh ar pevardorneg....

Ar fazi a gaver bremañ en ur serten brezhoneg lennegel eo an implij eus o + anv verb bep kwech ma soñj ar skrivagner en ur participe galleg, ha bec'h de'i neuze gant : *o kuitaat e valaneier..., o vont kuit d'ar brezel..., o telammat er-maez he gwele, stummoù estren d'ar brezhoneg, hag a zo kalz resisoc'h eget ar galleg evit amzer an ober.

E galleg c'hoazh e c'heller implij ar participe evit daou dra, an ober hag ar varregezh, tra ma vez daou stumm disheñvel e brezhoneg

J'ai rencontré à Saint-Gildas une personne parlant breton.

Kavet 'm eus ba' Zeltas un den o komz brezhoneg.(1)

Kavet 'm eus ba' Zeltas un den hag a gomze brezhoneg.(2)

Er frazenn (1), eo bet kavet an den dres pa oa o komz brezhoneg, hag er frazenn (2), ez eus bet remerket, goude komz un tammig gantañ marteze, e ouie brezhoneg : diferañs etre an ober hag ar varregezh.

Kavet e vez un notenn gant Jul Gros : " attention, le breton parlé n'emploie jamais le participe présent dans des phrases comme la suivante : ezomm on eus ur vatez o houzoud ar galleg hag ar brezhoneg, qui est traduite du français : nous avons besoin d'une bonne sachant le français et le breton. Dans ce cas, sachant est mis pour " qui sait " (ou : " qui sache ") et le bretonnant le traduira toujours par : eur vatez hag a oar ar galleg... " Anat eo ez eo ur varregezh, ha klotañ a ra gant ar frazenn (2) uhelloc'h.

Kavet e vez ivez en galleg un diouver a analiz evit ar rener e frazennoù evel ar re-mañ :

Le conseiller du ministre, en proposant ce compromis, souhaitait obtenir....

L'intention du ministre, en proposant ce compromis, était de réunir....

Startoc'h eo da analizañ. Er frazenn gentañ, daou ober kempred : proposer ha souhaiter, war gont ar c'huzulier : kuzulier ar ministr, en ur ginnig an emglev-se, a souhete... En eil frazenn, un ober hepken war gont ar ministr : p'en doa kinniget an emglev-se, e oa ar ministr e-soñj... Mes n'eller ket implij o + anv verb neblec'h amañ.

Ar veleien a droe ar Vulgate n'int ket aet da analizañ o latin kennebeut, ha lakaet eo bet stank an o + anv verb e penn ar frazennoù evit treiñ ar participe, deus un tu, mes ivez islavarennoù (subordonnées) hag an ablatif absolu. Evit an nann-latinerien, setu ur skwer : Cicerone consule, zo da vezañ troet Cicéron étant consul, da gentañ, ha da c'houde : sous le consulat de Cicéron. Ha moarvad, dre ma vez lakaet ur participe en galleg, ez eus bet kavet aes lakaat o + anv verb e brezhoneg. Ha setu pemp frazenn tennet eus an avieloù gant J.M. Le Gall, atav, hag o zroidigezh :

p.prés. Et extendens Jesus manum... Ha Jezuz, oc'h astenn e zorn (...), a lavaras...
p.prés. Tunc surgens, imperavit... O sevel neuze, e kemennas...
p.passé Et ingressus in templum... O vezañ aet en templ...
Abl.abs. Et apertis thesauris suis... O vezañ digoret o zeñzorioù...
sub. Ut cognovit mulier...
Ur plac'h, o c'houzout...

Evidon, n'eus " o " ebet da lakaat er pemp frazenn-se. Poent eo din bremañ displegañ diwar betra e c'hellan lavaret eo teuk un implij bennak eus ur framm ha mad unan all : sellet 'm eus an implijoù a raen eus o + anv-verb e brezhoneg kanton Daoulaz, ha keñveriet gant ar pezh am eus klevet e lec'h all. Brezhoneg Leon ( kanton Lesneven), brezhoneg ar Vro Vigoudenn, hini Agnès ma gwreg hag he familh, brezhoneg kanton Kallag a ra ar memes implij eus an o + anv-verb, deuet alies da vezañ é + anv-verb. E-barzh Yezhadur Kervella, n'eus implij souezhus ebet evidon. E levrioù J. Gros, zero evit ar levrenn gentañ, zero evit an eil, hag unan evit an trede, da lâret eo unan a gavan teuk diwar 1500 dre vras. Ha setu ar statistikoù evit ar brezhoneg beleg hag evit un nebeudig oberennoù lennegel eus an XXvet kantved :

Niver an implijoù teuk/niver an holl implijoù eus o +anv-verb :
J-M Le Gall. Aviel al leor oferenn : 56 / 184, da lâret eo : 30 %, dre vras !
R. Hemon, Nenn Jani, 200 pajenn : 198 / 716, 27 %.
YF Jacq, Da Fall..., 83 pajenn : 22 / 163, 13 %
J. Riou, Nomenoe-Oe : 1 / 150, < 1 %.
J. Riou, An Ti Satanazet : 1 / 170, < 1 %
J. Kerrien, Ar Roc'h Toull : 6 / 141, 4 %
Y. Drezen, Itron Varia Garmez : 14 / 286, 5 %
F. Oillo, Blaz an Holenn, 80 pajenn : 4 / 237, < 2%.
F. Favereau, Mab e Dad, 93 pajenn : 2 / 213, < 1 %

N'eus ket ezomm d'ober jedadurioù abominapl evit gwelet e c'heller lakaat deus un tu an aotrou Beleg J-M Le Gall, R. Hemon, ha moarvad ivez Y-F Jacq, ha deus un tu all ar pemp skrivagner all. Evit implijoù an o + anv-verb, e kinnigan deoc'h lenn J. Gros, levrenn 1, p 207, ha F. Kervella, yezhadur, § 281. Un implij a venegin ouzhpenn, na gaver ket gant Gros pe Kervella, am eus bet klevet alies, hag a vez kavet stankig 'walc'h gant Favereau, lakaomp.

Pa vez daou verb oc'h en em heuliañ, gant ar memes ster dre vras, da skwer : komz, lâret, prezegenniñ, kaozeal, tamall, etc..., e c'heller lakaat o + anv-verb evit an eil pa vez aze evit displikañ gwelloc'h an ober a zo gant an hini kentañ :

Skandalat a rae he gwaz, o lâret de'añ e oa ur feneant hag ul lonker...
Dic'hastañ a rae gant e falz, o troc'hañ kement briñsenn a gave war ar c'hleuz...

Mes ne c'heller ket lâret : *dic'hastañ a rae gant e falz, o komz eus e amzer soudard...., rak labourat gant ur falz ha komz neuint ket netra da welet etreze. Aze e ranker lakaat en ur.

 

b) Urzh ar gerioù er frazenn.

Setu div frazenn gant ur verb en un amzer kevrennet :

E 1950

en doa

prenet

ma zad-kozh e oto gentañ (1)

Renadenn

verb-skoazell

anv-gwan verb

rener

E 1950

en doa

ma zad-kozh

prenet e oto gentañ (2)

Renadenn

verb-skoazell

rener

anv-gwan verb

Evit berraat, e rin eus (1) ur frazenn VAR (Verb/Anv-gwan verb/Rener), ha deus (2) ur frazenn VRA (Verb/Rener/Anv-gwan verb),. Lavaromp diouzhtu ne vez ket klevet ar frazennoù VRA gant an dud, na kavet gant J. Gros ivez : el levrenn 2, ez eus war-dro 80 frazenn VAR, mes hini ebet VRA. Peogwir e vez skrivet muioc'h mui frazennoù eus an eil stumm, 'm eus graet ar gont eus ar stummoù a veze kavet en avieloù troet gant JM Le Gall en e leor oferenn. Graet 'm eus ar memes diforc'h evel uhelloc'h etre ar rener sakr hag ar rener disakr :

Frazennoù VAR : 46. Gant ur rener sakr : 10, rener disakr : 36.

Frazennoù VRA : 9. Rener sakr : 8. ( Jezuz, an Tad, Moizez...), rener disakr : 1 ( ar pharizianed)

Evel ma vije bet savet un urzh disheñvel evit frazennoù ma vez kaoz enne eus un dra/un den sakr, evit lakaat ane'añ war-wel. Gwelomp bremañ penaos e vezont implijet gant un nebeudig skrivagnerien.

J. Riou, An Ti Satanazet : Frazennoù VAR : 40, frazennoù VRA : 2 ( gant aon he dije ar voereb klevet ha komprenet..., pezh a sinifi n'en doa ket ar benveg labouret..)

J. Kerrien, Ar Roc'h Toull : Frazennoù VAR : 20, frazennoù VRA : 6, ar re mañ gant un den evit ar rener bep kwech.

F. Oillo, Blaz an Holenn : Frazennoù VAR : 29, frazennoù VRA : 2 ( ne oa ket un eurvezh peurdremenet..., ne oa ket e gomz peurlavaret...)

Petra lavaret diwar se ? Ar stumm VAR an hini reizh, da vezañ kelennet hag implijet. Nemet e c'heller implij ar stumm VRA evit neb en deus c'hoant da skrivañ evel ar veleien gwechall (evidon eo normal lâret : war lenn Jenesaret en doa JK kavet e ziskibien...) pe evit komz eus un den c'hwezhet hag a 'n em gemer evit JK, pe evit ar Pab da nebeutañ ( an aotrou maer, an depute, an noter, ha meur a hini all : a-raok ar pred en doa an depute dispaket ur brezegenn, pô paoul ! ) pe evel F. Oillo, evit degas ur referañs d'ar c'hanaouennoù pobl. Un arliv ouzhpenn er frazenn, mes arabat lakaat ane'añ n'eus forzh pegoulz : kavet e vez gant J. Gros Ar person koz a lavare e-nevoa aochet Sant Efflamm e Porz Meleg e-kichen Beg Plistin, setu n'eo ket abalamour zo kaoz eus ur beleg hag ur sant e vo ret implij an urzh VRA !

Hag arabad ankouaat e vez implijet an tu gouzañv e brezhoneg komzet, aliesoc'h c'hoazh evit ar framm VAR, da skwer : e 1950 e oa bet prenet e oto gentañ gant ma zad-kozh.

 

c) Analiz an anv-gwan e galleg

Setu un nebeud bommoù galleg :

a) des études longues ; b) une étude notariale
a) des habits neufs ; b) des habits écclésiastiques
a) un bloc imposant ; b) un bloc opératoire
a) des coordonnées précises ; b) des coordonnées cartésiennes

Un diforc'h zo etre ar bommoù a) hag ar bommoù b) : en a), e c'heller kemmañ an anv-gwan gant plus, extrêmement, trop, assez, vachement etc... En b) ne c'heller lakaat netra ouzhpenn. Petra 'sinifi * une étude extrêmement notariale, * des coordonnées assez cartésiennes ? An anv-gwan galleg a vez kavet en b), na c'hell ket bezañ kemmet na lakaet en un derez bennak, a vez graet pseudo-adjectif dioutañ. Da ziwall zo, ne vez ket anat an disparti bep kwech : il est possible d'apporter une solution très économique à un problème économique !

E brezhoneg komzet, e vez klevet skol-vamm evit école maternelle, laboused-aod evit oiseaux limicoles, kanaouennoù-pobl evit chansons populaires. Da lâret eo e vez klevet un anv e-lec'h ma vez klevet ur pseudo-adjectif e galleg pe en latin ; e-skoaz-se, ar brezhoneg beleg en deus implijet anoioù-gwan sof-kont : ar bara pemdezieg (er Pater Noster) pa vez lâret dilhad pemdez, boued pemdez gant an dud. Kavet e vez dilhad suliek e-kichen dilhad sul, labour sul ; ur pec'hed marvel e-kichen nec'het marv, un ampoezon marv. En em ledet o deus ar stummoù deuet diwar ar galleg ken e vezer beuzet e skridoù zo gant ur bern anoioù-gwan en -ikel, -idigezhel hag all. Betek P-J Helias a gomz eus an hent morel, evit la route maritime, moarvad ! ( An Izild a-heul) Aze c'hoazh, eo arabat bout re vrokus gant an anoioù-gwan ; laoskomp ar brezhoneg beleg gant an dud fidel, evit komz ouzh an Tad eternel, ha skrivomp evel ma komz an dud. Deus un tu all e vez kavet frazennoù gant anoioù gwan e brezhoneg ma ne c'heller ket implij un anv gwan e galleg :

Ar bras eus ar parkeier zo bremañ dindan maiz.
N'eo ket evit an
diwezhad e vezan gant ma labour.

 

d) Troidigezh ur ger diwar al latin pe ar galleg.

Aze e vez kavet fazioù, deus ar seurt a c'hell bezañ graet gant ur francophone impénitent, evel ma skriva A-J. Raude. Reiñ a rin un nebeud skwerioù e-mesk ar re washañ a vez kavet bremañ.

Appeler. Latin : vocare. Troet gant gelver, gervel. Ha setu pozioù JK, hervez an ao. Le Gall : perak e c'halvit ac'hanon hoc'h Aotrou ?

Setu ur frazenn c'halleg : Ses parents l'ont appelé François-René mais on l'appelle Fañch Luch ; quand je le rencontre je l'appelle Fañchig. Et toi, comment t'appelles-tu ? Je m'appelle André. gant pemp kwech ar verb appeler. Ha setu bremañ an doare naturellañ da lavaret se em brezhoneg Kerne : E dud o-doa lakaet ane'añ François-René, mes graet e vez Fañch Luch diontañ ; pa 'n em gavan gantañ e yan gant Fañchig (ac'h)outañ. Na te, pesort anv 'peus ? Me zo Andre (ma anv).

Ma, klaskit pet gelver pe envel zo e-barzh ar frazenn-se !

Laoskomp an Ao. beleg Le Gall, ha sellomp deus un nebeudig pozioù a vez skrivet ha lâret (!) gant emsaverien :

Levezon ar galleg, da gentañ : Il a continué à m'envoyer de ses nouvelles ; j'ai continué à recevoir de ses nouvelles. Kinnig a ran : dalc'het en deus da gas keloù din ; chomet on da resev keloù digantañ. Klaskit perak...

War FR3 e kaver ur plac'h yaouank koant hag a bed ac'hanomp bep sul da unnek eur hanter da zizoloiñ fout petra : dizoloiñ ur gêr, ur muzisian, ur skrivagner, ul levraoueg, ur vicher, hag all, hag all. Hep kontañ, moarvad, merc'hed Rostren hag a zizolo o rêr evit goloiñ o fenn ! Trist klevet pegen paour eo ar galleg gant e verb découvrir, pa c'heller e brezhoneg bizitañ ul levraoueg, diskoachañ paperioù kozh, kavout ar polonium pe ar fluor, ober anaoudegezh gant ur muzisian pe ur skrivagner, hag en em rentañ kont pegen start eo komz brezhoneg mad distag diouzh spered ar galleg !

Gant skrivagnerien evel R. Hemon ez eus bet graet fazioù ouzhpenn diwar levezon ar saozneg :

- Unan bennak a zo aze ?
- Ne welan nikun
. ( Tri Boulomig... )

E saozneg e c'heller implij none, no one, nobody evit treiñ nikun ha den ebet, hini pe hini. Maleüruzamant, e brezhoneg e vez graet mad an diforc'h hag e ranker lâret ne welan den ebet amañ. E galleg ivez n'eo ket anat implij nul : personne ne peut... ha nul ne peut... zo reizh. Je n'ai vu personne zo reizh, mes pas *je n'ai vu nul.

Kavet a raomp an holl amzer e plas hep ehan, dalc'hmad, dalbezh..., diwar levezon boutin ar galleg hag ar saozneg : tout le temps, all the time, ha goude holl e plas pelloc'h, e fin ar gont... evel ma vez lâret après tout pe after all.

Setu un nebeud fazioù pitidiko (e mesk ur maread bremañ ) a ranker diwall dioute.

 

IV) PETRA A VANK ER BREZHONEG LENNEGEL DIWANET DIWAR AR BREZHONEG BELEG ?

Un dra heverk evit ar brezhoneger a laka e fri en unan eus oberennoù postGwalarn skrivet en ur brezhoneg gwriziennet er brezhoneg beleg eo pegen divlaz ha pegen divuhez eo ar skridoù se. Koulskoude, war-bouez ar mankoù meneget uhelloc'h, e oa mad a-walc'h ar brezhoneg beleg, ha frazennoù troet kaer a gaver alies. Daoust hag-eñ e oa trawalc'h evit bezañ diazez ul lennegezh ?

Mankout a ra un tamm mad a draoù er brezhoneg beleg, ha neb n'en deus ket klevet brezhoneg komzet ne c'hell ket ijinañ ane'e.

  1. Kunujennoù ha pouilhoù, evit adkemer anv ur c'hampionad nevezig 'so. War-bouez un nebeud mallozhioù war an ton bras ( Jezuz o teuler e vallozh d'ar Pharizianed, etc...) n'eus netra a sort-se en ul leor oferenn. Tud zo er vro Vigoudenn a zo gouest c'hoazh da adlâret pozioù an ao. beleg Guillaume Le Louet, pa oa pignet (ca 1875 ) er gador brezeg en e iliz Plozevet da follañ ar gemenerien : " Kemenerien, savit 'n ho sav ! Fi n'oc'h ken 'met ur vandenn laeron,etc... ", mes n'eus netra evel-se er brezhoneg beleg. Ha dont a ra ur chikan vihan da vezañ poanius da glevet pa vez kontet gant R. Hemon : - Da fazi eo, Siki ! (Tri boulomig) pa 'z eo anad evit holl Leoniz ha Kerneviz e vez rebechet : dre da faot eo !
  2. N'eus ket kazimant en ul leor oferenn eus ar gerioù a vez lakaet a-droc'h en ur frazenn : moarvad, me zo sur, mechañs, re sur, mar kerez, ma 'peus c'hoant, te 'oar 'walc'h, goût 'walc'h, kaer 'peus lâret, pelloc'h, dre c'hras Toue, din da c'hoût, hag all, hag all... Ha pa vez kemeret unan eus pozioù an Aviel evit se, e tiston spontus en ur skrid ordin. Evit lakaat ar gallegerien da gompren gwelloc'h ar pezh 'm eus c'hoant da lâret, e venegin un nebeut troioù lavar galleg a vez implijet evit kendrec'hiñ un den :
  3. Je t'assure
    Tu peux être certain
    Tu peux me croire,
    Aussi sûr que 2 et 2 font 4
    Sans déconner
    En vérité, en vérité, je vous le dis.

    Kuzhet mad e-mesk ar frazennoù all, ez eus ur bomm galleg Iliz, ha diaes 'walc'h eo boutañ ane'añ en ur skrid direlijiel hep ma lakfe an dud da c'hoarzhin. Heñvel dra evit ar brezhoneg.

  4. N'eus ket a estlammadennoù : hopopop ! hopala ! ac'hanta ! maaaa ! ohuuuuu ! ichie ! botez ! kazeg ! c'hwitell ! atoue... nag a drouzioù : ha dao ! badadaou ! poudoum-poudoum, teuc'heugn-teuc'heugn, etc. Ar frazenn am boa klevet n'eus ket keit-all gant ur c'helenner Skol-veur, gant patatras ! hag am eus spi e-barzh, n'eller ket lâret ez eo brezhoneg gwall vad. Lennet 'm boa ivez war Gwalarn ur brezegennig da entanañ ar genlabourerien hag a achue gant " d'al labour eta ! ". A bep sort 'm eus bet klevet evit reiñ kalon d'an dud da labourat : poagnomp ! bec'h de'i ! tan de'i ! kelvez de'i ! sifell de'i ! teil ba'r c'harr ! etc , mes d'al labour eta ! a chom evidon flaer ar galleg gantañ.
  5. Ne vez ket danevellet neblec'h an darempredoù etre an dud, ha diaes eo ijinañ ane'e diwar netra. Lakaomp an ostaleri, hag en deus ur pouez a-feson er gevredigezh vrezhoneg. Evit ar veleien ez eo lec'h ar pec'hed marvel a vezventi, tra ken. Ret eo bet gortoz J. Riou evit lakaat un tamm mad a bennadoù da dremen en un ostaleri ( e-barzh An Ti Satanazet, unan eus danevelloù Geotenn ar Werc'hez, ha meur a arvest eus Nomenoe, oe ! ) Y. Drezen kennebeut n'en deus ket graet tuf war an ostalerioù, hag ar c'hoari kilhoù gant J. Kerrien er Roc'h Toull zo dispar evit se ivez. Klasket ez eus bet gant gallegerien 'zo deskiñ ur bern gerioù brezhoneg, gant ar pal sevel ur brezhoneg nevez hag ivez tremen hep un anaoudegezh bastus eus ar brezhoneg komzet : mes d'o' 'ta gouzout dek pe ugent mil ger pa n'ouzer ket liammañ ane'e ? Gouest on da gompren etre dek hag ugent mil ger latin, moarvad. Padal, gwall nec'het e vijen lakaet ma vijen kaset en amzer betek ker Rom gwechall ha ma rankjen goulenn ur banne da evañ en un davarn eno !
  6. Soñj 'm eus eus ar bloavezhioù '70, pa oa bet embannet Nenn Jani, hag an holl lennerien o voemiñ dirak an daolenn a oa bet graet eus tud Brest. Pezh a zo, ar brezhoneg a zo bet lakaet war o zeod zo ken disheñvel diouzh brezhoneg artizanted Brest d'ar c'houlz-se ha m'eo galleg Saint-Simon (an duk) diouzh hini ma skolidi. Hag aliesoc'h-aliesañ e tichañs din lenn pennadoù brezhoneg na c'heller keñveriañ nemet gant galleg estrañjourien o dije desket ar yezh o lenn prezegennoù Bossuet pe oberennoù Rutebeuf hepken.

  7. Hag ar FENT e brezhoneg beleg ?
  8. Beñ, n'eus ket deusañ. Gwelet 'peus bet JK o c'hoarzhin ur wech bennak ? (geo, war taolenn Clovis Trouille, mes honnezh zo ur peñtur disakr ma zo unan). E c'heller lenn ar 700 pajenn a zo el leor oferen hep kaout c'hoant da vousc'hoarzhin ur wech hepken.

    Kinnig a ran deoc'h lenn an eil war-lerc'h eben danevell eured Kana, an hini ofisiel da gentañ (Aviel hervez Yann, II) hag an hini a zo bet graet gant Dario Fo er Misterio Buffo, ha troet gant Rémi Derrien e O Chesus ! Ha klaskit divinout da betra e tenne ar muiañ an eured-se : ar gaoz aseptizet hag ampezet etre Jezuz hag e vamm, pe neuze ar Werc'hez Vari o respont d'he mab hag a ginnig de'i tañva ar gwin : - n'on ket kustumet da eva gwin mod-se, c'hwi 'oar ; lakaad a ra ma fenn da drei hag e laran traou sod

    Marteze eo ivez diwar levezon ar brezhoneg beleg ez eus diwanet ur seurt lennegezh ar c'hleñved hag ar marv, hag a zo bet kreñv en XXvet kantved (Geotenn ar Werc'hez, Perc'hirin Kala-goañv, etc...)

  9. Na seks na ger gros na poz skañv e brezhoneg beleg. Diwar se, ur yezh aseptizet betek re el levrioù, gwall zisheñvel diouzh ar pezh a glever gant an dud. Hag an hu war ar skrivagnerien hag a gred komz eus ar garantez estreged gant fleur an nevez hañv hag ar balafenned o nijal tro-war-dro : Naig Rozmor gant Karantez ha Karantez, Mikael Madeg gant O Breiz ma Bro, etc... Dale meump dalc'hmad : dek vloaz ha tri-ugent so eo bet embannet Tropic of Cancer, ha pa geñverier ar feuskenn rividig ha berrbad demspurmantet ur wech an amzer e pajennoù ur skrivagner brezhoneg ha skridoù ar Miller...

 

V) SKRIVAGNERIEN AN XXvet KANTVED FAS D'AR BREZHONEG BELEG

Mammenn bennañ brezhoneg Roparz Hemon eo ar brezhoneg beleg. Ar pezh ne oa nemet ur vartezeadenn evidon zo deuet da wir pa 'm boa klevet ane'añ — e-barzh film S. Danielloù — o kontañ penaos e klaske lenn pennadoù brezhoneg hag e c'houlenne sikour gant ur vatezh evit o c'hompren. Ha pesort brezhoneg skrivet a veze kavet er bloavezhioù 1910 ma n'eo ket brezhoneg beleg ? Chomet eo klozet er brezhoneg skrivet-se diwezhatoc'h ; ma karje bezañ aet aliesoc'h da ruzañ en ostalerioù deus tu Kerber pe Lambezelleg, ma veze klevet brezhoneg bemdez er bloavezhioù 1920 — da lâras ma zad — e vije bet buhezekoc'h e vrezhoneg ha gwelloc'h ar framm dioutañ..

A-wechoù e teu soñj din e c'heller keñveriañ brezhoneg Roparz Hemon hag ar brezhoneg beleg evel ma c'heller keñveriañ divizoù Hergé e avanturioù Tintin ha galleg an XVIIIvet pe an XIXvet kantved. Da'm soñj e teu eus ar memes mammenn frazenn Victor Hugo : Juste Dieu ! Quelle abominable profanation ! ( Han D'Islande) hag hini Hergé : Dieu ait son âme ! Mais c'était un rude coquin ! ( Le Lotus Bleu ). En deiz a hiriv, ma vez kavet dispar c'hoazh scenarii Hergé hag e zoare da skeudenniñ un istor, e vez kavet diamzeret hag er-maez ar bed gwirion an divizoù a vez lennet war Tintin, a vez alies digarez d'ober goap. N'eus skrivagner galleg ebet en unvet kantvet warn ugent hag a gredfe skrivañ traoù evel : Ces deux coeurs nobles et purs battaient ainsi avec délices l'un contre l'autre, et n'en étaient que plus nobles et plus purs.( Han d'Islande) , diamzeret ma eo an doare-se da skrivañ ar galleg. Maleüruzamant, e brezhoneg, ez eo atav ar brezhoneg skrivet gant ar veleien en XIXvet kantved hag adkemeret gant lod eus skrivagnerien Gwalarn ar skwer vad evit un toullad mad a skrivagnerien :

Ni a ya holl da heul Gwalarn ( R. Huon )

Skol Gwalarn a zalc'h da vezañ ar patrom ( P. Denez )

Diskibien Skol Gwalarn omp c'hoazh ( A. Renault ) An holl frazennoù-se bet meneget gant Anke Simon en he labour war an danevelloù.

Pesort doareoù all zo bet evit krouiñ ur brezhoneg lennegel all ?

Ret eo da gentañ soñjal er strivoù graet gant J. Rioù evit skrivañ en un doare " lennegel ". Lâret e vez gant ar gelennerien Skol Veur en deus klasket tostaat ouzh ar brezhoneg Leon. Mes piv en doa bet klevet o leonegiñ gwechall, ma n'eo ket person Lotei diwar e gador d'ar sul ? Hag ar pezh en deus graet e Geotenn ar Werc'hez eo kinnig ur brezhoneg gant framm ar galleg, ha gant un tamm mad eus ar sioù am eus meneget uhelloc'h evit ar brezhoneg beleg ( Tra ma eo reizh ha buhezeg yezh An Ti Satanazet ha Nomenoe-Oe ! ). War ar memes patrom e lakfen ivez, hanter-kant vloaz war-lerc'h, M. Madeg hag en deus kemeret alies frammoù a soñje de'añ e oant frammoù leoneg rik ( Bro Leon über alles ! en e holl oberennoù), ha padal ne oant nemet frammoù latin rik : Miret aketus en ur girin e veze ( Gweltaz ) zo un droidigezh feal ger evit ger eus ur frazenn latin a c'hellfe bout : Contentum curater in gabata erat. Rakkar ma vez kavet gerioù disheñvel hervez ar rannyezhoù ( peur e Leon, pe da vare e Kerne, pegoulz ha pegourz e Treger ha Gwened, pe c'hoazh divc'har er Reter ha divesker er Gornaoueg ), ma vez kavet distagadurioù disheñvel, alese meur a shibbolet en daou du d'ur ster ( Paol 'laka kaol war an daol e Gwipavas, Pol 'laka kol war an dol e Plougastell, pif so marf ? e Plourivo ha piou zo maro ? e Pleuzal ) e chom unvan-kenañ framm ar brezhoneg hag e yezhadur.

Tostoc'h dimp e c'heller kemer da skwer vad labour F. Favereau ha F. Oillo, o-daou gallegerien a-vihannik, evit klask skrivañ romantoù pell diouzh ar brezhoneg skrivet e mod Gwalarn. An hini kentañ ane'e zo bet o chom e-pad bloavezhioù war ar maez e Poullaouen, gant darempredoù stank e brezhoneg gant an amezeien, an eil a lavare din n'eus ket keit-all en doa lennet hag adlennet levrenn gentañ Jul Gros e-pad daou vloaz betek anavezout dre 'n eñvor an holl skwerioù a oa e-barzh, hag an daou zoare-se d'ober a ro ur brezhoneg plijus da lenn evit ar vrezhonegerien. Salo ma talc'hint da bourchas dimp oberennoù all e-tailh da Mab e Dad ha Blaz an Holen.

 

VI) UN NEBEUD ALIOU...

Da gentañ, komz gant ar vrezhonegerien a-gozh, hag en em rentañ kont pegen bev ha pegen liesliv eo o brezhoneg komparez hini al levrioù hag ar c'helaouennoù, hag ivez hini ar skolioù a vremañ. Trist eo gwelet tud bet yaouank un nebeud bloavezhioù 'zo, bet desket brezhoneg gante en ur skol veur bennak, ha n'o deus ket komzet brezhoneg gwech ebet war ar maez.

Kaout disfiz diouzh an dud a gomz gant dispriz eus terminal speakers e kement lizher a gasont d'ur gazetenn bennak. Ar peurliesañ n'int nemet former french speakers, ha ma ouezont muioc'h a c'herioù brezhoneg eget ar vrezhonegerien a-gozh, eo kalz gwelloc'h frammoù ar frazennoù gant an terminal speakers ha buhezekoc'h o mod da gomz, d'ober skeudennoù ha da weo o frazennoù.

Digemer ar gerioù galleg a zo e brezhoneg ar bobl abaoe ouzhpenn kant vloaz bremañ. An divyezhegezh n'eo ket lakaat stok-ha-stok gerioù galleg rik ha gerioù brezhoneg rik, nemet bezañ gouest da implij e mod ar brezhoneg gerioù galleg evel seulamant, avañs, avañsetoc'h, kazimant, etc., etc. Al liesyezhegezh n'eo ket hepken ober ur striv memor evit delc'her soñj eus ar brezhoneg dorn, ar galleg main, ar saozneg hand hag ar russeg ruka (peder gwrizienn disheñvel evit ar memes lodenn eus ar c'horf !), mes ivez ha dreist pep tra gouzout eo bet degemeret ar ger galleg condition gant an teir yezh all ha gouzout ar mod da zistagañ ane'añ en un doare reizh ha gant un taol mouezh reizh er peder yezh meneget.

Evit achuiñ e kinnigin c'hoazh dilezel lod eus simbolioù ar brezhoneg " lennegel " evit kaout ur yezh efedusoc'h : e miz Kerzu diwezhañ e oan o klask poelladennoù evit arnod matematik an ADED ( Arnodenn Dibenn an Eil Derez ) e lise Diwan. Koue'et ma selloù war Dans un même graphique, placer....(...) Que vous suggère un tel graphique ? Bremañ e vez lakaet " hevelep " evit treiñ même ha tel, tra ma vez kavet ivez daou c'her : same ha such e saozneg, ha tra ma veze graet mad an diferañs etre memez hag hevelep e brezhoneg beleg. Ma 'm bije lakaet " un hevelep grafik " div wech amañ, bonjour la compréhension ! Ret eo deomp kaout ostilhoù hag a lak hon yezh da reiñ da nebeutañ kement arliv a gaver er yezhoù all, ha lod all ouzhpenn ( Cf découvrir uhelloc'h ).

Yann Gerven. 28/04/2002


(c) Yann Gerven 2002




Hosted by www.Geocities.ws

1 1