AR PAL E BREZHONEG


I. AN DAOU SORT PALIOU E BREZHONEG

Hegaset gant ur frazenn skrivet gant Goulc'han Kervella war Al Liamm N° 319 : "Da gas e labour da benn vat (...) e oa ret dezhañ kaout skoazell un nebeud breizhiz", 'm eus savet ar studiadennig-mañ war ar pal. Amañ da heul ne vo studiet ar pal nemet dindan stumm un ober, da lâret eo, merket gant ur verb, ha dreist pep tra gant un anv-verb peogwir eo aze e vez graet fazioù.

Setu amañ div frazenn :
Roet 'm eus dezhañ dek lur da brenañ lod (1)
Roet 'm eus dezhañ dek lur evit prenañ din "L'Equipe" (2)
E (1) e kaver daou ober : reiñ dek lur, ha prenañ lod, mes an eil ober n'eo ket a-bouez e-skoaz an hini kentañ ; ar pezh a gont eo 'm eus roet dek lur, ha ne ran ket fout petra a ray ar paotr gante, prenañ lod, pe chokolad, pe ur bilhed Loto...
E (2) n'eo ket ar memes tra : roet 'm eus an dek lur-se gant ur pal resis, hag emaon o c'hortoz L'Equipe. Re sur e vo droug ennon ma teu ar paotr en-dro gant Charlie Hebdo pe gant Combat Breton Madame, pe c'hoazh ma fouet e arc'hant o prenañ limaioù.
Eus ar pal a zo en (1) e rin "pal gwan" hag eus an hini a zo en (2) e rin "pal kreñv".

II. AN DIFORC'H ETRE AN DAOU BAL

Ar pal gwan a vez degaset gant DA, ha merkañ a ra un ober dister e-skoaz an ober all : Bet omp oc'h ober un dro vale betek Illien, da welet penaos 'oa kont eno. Ober un dro-vale eo a gont amañ, gwelet penaos emañ kont zo un dra anat pa 'c'h eer da bourmen.
Implijet e vez ar pal gwan c'hoazh evit ur farsadenn, pe evit un digarez toull :
Penaos 'peus laosket da volejoù gant daou liv disheñvel ? - An dra-ze zo d'ober brav (pe : d'ober avi d'an amezeien, da lakaat an teodoù da vont en-dro...) Moarvat e oa peogwir n'en doa ket bet amzer d'echuiñ e labour dec'h, hag e ray hiriv !
Tapet 'vo ur banne diwezhañ, da lazhañ ar preñv ? (Ar preñv-se zo anavezet-kaer e Breizh-Izel ! Amañ eo ar banne a gont, ha lazhañ ar preñv-se zo un digarez ; ma vije kaoz eus ur remed e vije lavaret : ma mamm-gozh a gustume rouzañ kignon evit lazhañ ar preñved / ar c'hest)

Ar pal kreñv a vez degaset gant EVIT : Graet 'm boa ur c'hloum em mouchouer evit kaout soñj da brenañ bara... Dav 'vo din bezañ en em gavet a-raok eizh eur hanter evit gwelet ar match. Resis eo ar pal en div frazenn-se.

Un diforc'h bras zo etre an daou bal pa vez kel a eilpennañ ar frazenn. Ma welan ma niz o tont gant Ouest-France e-lec'h L'Equipe (2), e lârin dezhañ : Evit prenañ L'Equipe eo 'm boa roet dit an dek lur-se ! Kudenn ebet evit ar pal kreñv.
Mes ne c'heller ket lakaat e penn ar frazenn da + pal gwan peogwir n'en deus tamm pouez ebet e-skoaz ar pezh a zeu da heul. Ur frazenn evel *da brenañ lod 'm boa roet dek lur dezhañ zo ur fazi e-keñver spered ar yezh.

Notennoù :

III. UR GUDENN DIVYEZHEGEZH

Unan eus an diaesterioù pennañ evit tremen eus ur yezh d'unan all eo an doareoù disheñvel da zielfennañ ar memes meizad en div yezh. Lakaomp skoaz-ouzh-skoaz ar verb être en galleg ha furmoù ar verb bezañ, anat eo eo klokoc'h dielfennadur ar brezhoneg evit ar boud (ontologiezh). Hervez studiadennoù a zo bet graet er bloavezhioù 20', ma eo aezet tremen eus ur yezh klokoc'h da unan diglok, eo diaes ober ar c'hontrol : evit ur brezhoneger, eo aes implij ar galleg être, tra ma eo startoc'h d'ur galleger deskiñ implij furmoù bezañ. Hag heñvel mod eo ur gudenn evit ar gallegerien dielfennañ ar pal e brezhoneg.
Setu un nebeud statistikoù am eus graet diwar-benn implij an araogennoù a zegas ur pal, pa vezont lakaet evel topic, da lâret eo e penn ar frazenn :

Niver a frazennoù o kregiñ gant :

J. Riou (An Ti Sat. + Dogan) Evit : 3 Da : 0
I. Krok (Ur sac'had marvailhoù) Evit : 11 Da : 0
J. Kerrien (Ar Roc'h Toull) Evit : 6 Da : 0
Dir Na Dor (Pipi Gonto) Evit : 9 Da : 0
R. Hemon (Nenn Jani) Evit : 3 Da : 21

Anat eo n'eus diforc'h ebet evit implij an div araogenn en teir rannyezh skrivet gant Riou, Krok, Kerrien hag ar Moal. Dont a ra an troc'h gant stummoù ar brezhoneg "lennegel" dindan pluenn R. Hemon.
Gwelloc'h eo pellaat diouzh an implij a ra R. Hemon eus da, pa ne vije nemet evit tostaat ouzh spered ar brezhoneg, ha mont diouzh ar reol a heuilh ar skrivagnerien all am eus meneget.

Yann Gerven
26 V 2000

(c) Yann Gerven / Ar Falz 2000
Hosted by www.Geocities.ws

1