OLAF RÖMER (1645-1710) HA TIZH AR GOULOU


Gwechall, pa oa bihanik,

E vamm diouzh ar mintin

A lâre de’añ « Olafig,

Diwall e pelec’h e lakez da dreid. Ni zo o vevañ en ur vro hag a zo inizi ha mor tout, ha ma valeomp ‘giz ma rez, gant hon daoulagad o parañ war an oabl steredennet, eo tonket deomp kouezhañ en dour abred pe ziwezhat... »

Ha gwir e oa, abaoe ez vihan e oa techet Olaf Römer da sellet ouzh an astroù e-kreiz an noz ha d’ober outañ e-unan goulennoù o kregiñ gant « petra zo kaoz e weler... ? » kentoc’h eget « d’ober petra... ? », hag abred ‘walc’h e oa deuet da vezañ astronomour eno en e vro, an Danmark. Goude-se, goût ‘walc’h, ar c’hoant da cheñch bro, da veajiñ, da zaremprediñ pennoù all, ha choazet en doa Paris, kêr ar Sorbonne, ar Moulin Rouge hag an Tour Eiffel, ur vro pell mat diouzh an aodoù, ma ne oa ket an astronomourien en risk da gouezhañ er Mor Baltek nag er Sund. Se a dremene er bloavezhioù c’hwezek kant dek ha tri-ugent.

Pemp bloaz war-lerc’h, ma ne oa ket deuet a-benn da zaremprediñ stank dañsourezed ar Moulin Rouge nag aktourezed ar gComédie Française, e kave bemdez war e hent ur vigoudenn yaouank ha seder, merc’h d’ur martolod eus Leskon, Tumet Koseg, Metig evit he mignonezed, hag a gustume gwerzhañ krampouezh ha kaletez dirak ti-gar Montparnasse. Ur wech, se ‘oa e-pad an hañv 1675, en doa touet an astronomour en defe a-walc’h a gouraj da bediñ anezhi da vont er-maez eus kêr gantañ da sellet ouzh ar stered, rak daremprediñ an astroù hepken n’eo ket ur rekour pa vez kel a vont davet ur fulenn, ha gouher pitoiapl e oa ar paour-kaezh Olaf.

Burzhud, asantet he deus-hi da bedadenn an estrañjour-se. Kemeret a reont an RER C evit mont deus tu koad Clamart pe hini Meudon, ‘m eus ket soñj pehini ken, d’an eur m’emañ an noz o c’holoiñ ar maezioù tro-dro dezhe tamm ha tamm. Gwelet a reont ar steredennoù kentañ oc’h enaouiñ : Arkturus en he sae melen splann, neuze Vega, ha tamm ha tamm ar C’harr Kamm Bras, ha Cassiopeia, ha stered an Alarc’h, ha...

- Hag homañ velen é lugerniñ de’ont ? a c’houlenn Metig.

- Jupiter, ur blanedenn. Gwelet a rit ar pevar satellit en-dro dezhi ?

- Fi ‘voar ‘walc’h e welan neuñ, emezi.

- Gwelet a rit an hini a zo tostañ da Jupiter, a-gleiz, hag a zo Io e anv ? Da zek eur rik e vo kuzhet gant ar blanedenn.

Sellet a reont ouzh o montroù : unan graet e Suis evit Römer, unan made in Japan evit Metig, mont a ra martoloded Penmarc’h d’ober koñvers da bell vro. Da zek eur rik e c’hoarvez eklipsenn Io evel ma oa bet diouganet gant an astronomour yaouank.

- Ohuuu ! otrou Römer, a estlamm Metig, fi zo ‘r profet, ‘hat ! Fi zo kenkoulz ha Tintin ba’ Le Temple du Soleil !

Dre ziouver a zielloù, n’on ket evit lavaret deoc’h na penaos na pelec’h o doa echuet o nozvezh ; ar pezh a zo sur, eo e oa bet pedet ar memes bigoudenn gant Römer c’hwec’h miz goude. Anavezout a rae an astronomourien periodenn reveulzi Io : 1 devezh, 18 eur, 28 min ha 36 s, ha jedet en doa Olaf e oa Io, an noz-se, oc’h achuiñ e 104vet periodenn war-lerc’h an eklipsenn a oa bet gwelet gante e miz Gouhere. N’eo ket gwall start da jediñ, gant ul liesadenn e kaver e pad ar 104 beriodenn kement ha 184 devezh, 1 eur ha 34 min, setu en doa lavaret da Vetig an deiz-se :

- Da 11 eur 34 e vo gwelet Io o kuzhat a-dreñv Jupiter adarre.

Aet int er-maez eus kêr, evit nompas kaout gouleier parazitek. Yen eo dindan ar stered peogwir emaomp e miz Genver, yenoc’h a-se dre m’emaer e-kreiz minimom Maunder, lod a lavar zoken : oadvezh-skorn bihan Maunder.

Da 11 eur 34, mann ebet. Io zo atav e-kichen Jupiter. Sellet a reont ouzh o montroù. Ar re-se zo montroù hag a dap ur segondenn bep bloaz, pas muioc’h, ha n’int ket arestet. Goude ouzhpenn ur c’hardeur dale e komañs eklipsenn Io.

- Gomprenan ket, a lavar hag a adlavar Olaf en ur zislutañ war Jupiter.

- Me ne chomin ket da baokoliñ muioc’h amañ atou, eme ar vigoudenn, suernet on tout. An’ve’ a ran ur gambr klet ha klouar deus tu Montparnasse, ma vo moaien da ziskutal deus tout ‘n dra-he.

Tapout a reont an RER diwezhañ evit dont en-dro da Baris.

- Matrehe e’ chomet gouloù Io da droidellat ‘raok dont betek an Douar, a ginnig ar plac’h, hag a oar re vat eo ur ral d’he zad dont disturlu eus ar porzh d’ar gêr, hep bezañ truchet da vont da charinkañ ur fistolenn gant ur frei kouz bennak.

- N’eo ket posupl, a respont ar Römer. N’eus tamm ostaleri hanterhent ebet etre Jupiter hag an Douar.

- Fitei n’e’ ket deuet a-benn ar satellit da vont ken buan ‘giz boez, lakaomp e vefe ‘n em lakaet ur menez-tan da zislonkañ sulfur hag anhidrid sulfurus eno, pezh ‘n dije degaset un divuanadur a-feson...

- N’eo ket posupl, a respont egile adarre. Ne vo ket gouvezet ez eus menezioù-tan war Io nemet er bloavezhioù naontek kant pevar-ugent.

- Go’to’it ‘ta, eme Metig neuze. Lâret ‘peus din ur wech e ouie an Douar troiñ en-dro d’an heol, bremañ.

- Ya, abaoe Galileo, abaoe un hanter kant vloaz bennak.

- Ha penaos ‘oa plaset an Douar, Jupiter hag an heol p’hon ‘noa sellet deuzouten ar bloa’ paseet ?

- Etre Jupiter hag an heol e oa an Douar.

- Hag an noz-mañ ?

- Emañ an heol etre an Douar ha Jupiter, peogwir en deus graet an Douar un hanter reveulzi en-dro d’an heol abaoe.

- Neuhe n’e’ ket diaes kompren blam be’a ‘oa dale g’ar gouloù damaik tuchant : e miz Gouhere diwezhañ e oa an hed dedreuzet g’ur skin gouloù kement hag an hed etre an heol ha Jupiter nemet an hed etre an Douar hag an heol, pege’ ‘oa tostoc’h an Douar evit an heol. Hag hi’v, an hed dedreuzet zo kement hag an hed etre Jupiter hag an heol, mui an hed etre an Douar hag an heol, pege’ ‘mañ an heol etre Jupiter ha ni. Setu hi’v ‘neus ranket ar skin gouloù ober div wech an hed etre an Douar hag an heol ouzhpenn ; alese ar c’hardeur dale.

Boemet e oa ar Römer gant kavadenn ar vigoudenn. Troiñ a reas daveti da vouchañ dezhi partout.

- Ha n’eo ket tout, emezi. M’am bari, ma yafoc’h da sellet deus Io a-benn fec’h miz ac’hann, e kavfoc’h ur c’hardeur avañs gantañ.


Diwar an nozvezh-se e teuas daou dra da Olaf Römer :

1°) Un eürusted hep he far eo kejañ gant ur vigoudenn yaouank ha lodañ ganti e vuhez hag e ouiziegezh skiantel.

2°) Tizh ar gouloù n’eo ket anfin, evel ma soñje da C’halileo zoken, hag e c’heller jediñ anezhañ en ur rannañ an doubl eus an hed etre an Douar hag an heol gant an niver a segondennoù dale bet kavet evit an eklipsenn. E 1676 e kavas 214 000 km/s.

Gwellaet eo bet ar muzulioù abaoe ha kemeret e vez bremañ c = 299 792.458 km/s.


Yann Gerven. 22 X 2002.


Notenn : ar gerioù skiantel implijet er pennad-mañ zo bet dibabet gant Kreizenn ar Geriaouiñ Diwan.

(c) Yann Gerven 2003
Hosted by www.Geocities.ws

1