NOLWENN HEP SPILHENN NA GWENNEG
TANGI HEP SY SO KONTRISTET

Dediet d’an hini ( A.L. 335, p 126) a vanke dezhañ kaout un istor gant Nolwenn Kariou ha Tangi Troadeg.


« Les bois fuyez et les halliers
Où gîtent les gitons immondes... »
(G. Fourest)


I

- Alo, tudoù, poent deoc’h diloriñ ma faot deoc’h gwelet an trapig digor warc’hoa’ !

N’eus ket un engroez a dud e sal an ostaleri : daou baotr yaouank - implijidi, ouvrierien ? ‘met ha daou studier e vefent ? - zo azezet ouzh un daol, gant o dilhad pemdez.. Ur vaouez yaouank ha kran gant ur chupenn ler zo dirak div chopinad bier goullo hag unan hanter leun c’hoazh, ouzh un daol all, hag ur paotr etre daou oad, neuz ur sklanker ha moustachoù ur reunig dezhañ, zo pintet war ur skaoñv uhel ouzh ar c’hontouer, dirak ur werennad gwin gwenn.

Delc’her a ra an ostiz da verniañ ar c’hadorioù a-eilpenn war an taolioù diac’hub, en ur hegel an daou zen yaouank :

- An’vezout a ran unan hag en ‘o mizer o vaneuriñ e glañvourien warc’hoa’ vintin. N’eo ket da seizh eur ‘maout da gomañs en ospital, Mael ?

- Da c’hwec’h eur hanter, a c’hrozmol ar Mael.

- Berr ‘vo an noz, neuze. ‘Vit se e lâran deoc’h eo poent mont.

- ‘Fachez ket, Serj, ‘maomp ‘hont ! a respont egile yaouank en ur sevel ha tapout e chupenn jean diwar kein e gador. Ken arc’hoazh, Serj ! Ken arc’hoazh i’e, Kazh, a daol ouzh ar paotr war e skaoñv.

- Ken ur wech all, paotred, a respont Moustachoù reunig.

- Dimezell, tremenet eo unnek eur abaoe pell zo, hag e rankan klozañ va zi, a adlavar an ostiz da blac’h he chupenn ler. Ha te i’e, Kazh, skarzh da vanne.

Lonkañ a ra ar plac’h ar pezh a chome en he gwerenn. Delc’her a ra he daoulagad paret dirazi, kollet en he bed dezhi.

- Daou euro pevar-ugent a vankit din.

Distreiñ a ra ar plac’h war an douar en-dro. Furchal a ra e godelloù he chupenn ha tennañ un dornadig pezhioù moneiz, pezhioù melen ha ruz.

- Komerit ar pezh ‘peus e’mm. Setu tout pezh ‘m eus.

Kontañ a ra Serj buan ha buan.

- Un euro, un hanter-kant, dek ha tri-ugent, dek ha pevar-ugent, daou, daou dek, daou ugent, tregont, daou-ugent, pemp ha daou-ugent... Mankout ‘ra c’hoazh pemp santim ha tregont.

Klask a ra ar plac’h en he godelloù en-dro. Ur pezh rouz ouzhpenn.

- Daou euro hanter-kant.

- Mann ne van, emezi, ret mat ‘vo deoc’h kontantiñ gant se.

- Tregont santim a vankit din c’hoazh, eme an ostiz, ha chom a ra en e sav dirak ar plac’h.

Sevel a ra homañ diwar he c’hoazez. Brasoc’h hag un tamm mat mistroc’h eo eget an ostiz, hag a zo kentoc’h, diouzh e stumm, aesoc’h da ruilhañ evit da zougen.

- Pa lâran deoc’h on riñset pizh-ha-pizh, emezi en ur glask paseal hebiou d’ar paotr.

- Trawalc’h e giz-se, Serj, laosk ane’i da dremen, ma eo liket ‘vel ma lavar. Ha ‘t amañ da dregont santim war ar c’hontouer, a lavar neuze Moustachoù reunig.

- Kazh, ‘deuez ket da...

- Amañ ‘mañ da dregont santim, penn bouzar ! E c’hellit mont er-maez, dimezell, emezañ ouzh ar plac’h gant ur mousc’hoarzh hag ur jestr gant e zorn.

Distreiñ a ra an ostiz war-zug an daol-gont. Sammañ he deus ar plac’h he sac’h war he c’hein, ur sac’h ribik roz demeus ar re a vez pase leun pa vez e-barzh ur mouchouer pleget hag ur fouas evit merenn vihan. Trabidellat a ra he divesker moan hag hir dindani, ha mont a ra er-maez eus an ostaleri en ur stourm ouzh an avel gostez a glask pilat anezhi bep eil kammed a ra. Chom a ra selloù an daou baotr da heuliañ anezhi betek ma kloz an nor war he lerc’h. Dastum a ra Serj an daou bezh moneiz a zo bet lakaet gant ar C’hazh war an daol-gont, tra m’emañ hemañ diwezhañ o sankañ e voustachoù en e win gwenn.

- Gwel’t a rez, Kazh, a lavar neuze an ostiz, ar chupenn ‘zo war he c’hein zo ler dioc’h an dibab, ha n’eo ket na skaï na kartoñs bervet na plastik deus ti Leclerc. Ker he deus koustet, sur. Ha koulskoude, pa ‘m boa kleve’ ne’i o komandiñ he banneoù bremaik, ‘m boa ket gallet miret a lâret diou’in va-unan : Serj, pariañ a ran ugent euro ne vo ket paeet ar banneoù-mañ din.

- Setu ‘peus kollet da bariadenn, a respont egile. Ugent euro a vankez din.

Sellet a ra an ostiz ouzh e bratik gant ur penn alvaon.

- Mes... ‘M eus ket pariet netra ganez !

- Geo. Pariet ‘peus, kollet ‘peus, ha bremañ e rankez paeañ. Ha na yez ket da lâret ‘m eus paeet an tregont santim abalamour da lakaat ‘c’hanout da goll da glaoustre, ne ouien ket e oa dioutañ.

- Chi’aou ‘ta, Kazh, ‘yan ket da baeañ arc’hant va c’hlaoustreoù da gement mezvier ‘zo tout er barrez. Riñs da vanne ha skarzh kuit !

- Riñsañ a rin ane’añ hag e yin kuit. Mes neuze e vo ret mat din kontañ d’an holl, ha dreist pep tra d’ar re a gustum c’hoari poker ganez, ez out un den hag a nac’h paeañ e c’hle, ha n’eo ket sur e vijes degemeret en o zouez hiviziken. ‘Spenn se, gwashoc’h lonker eviton ‘zo er barrez.

Sellet a ra Serj ouzh moustachoù egile, gleb gant glizh ar Gros-Plant hag o krenañ gant an imor a zo savet en e rêr, diouzh ar mod. Feuket e bratik dre ma eo bet lakaet a-reze gant lonkerien ar barrez. Pa oa kaoz eus poker bremaik, bremañ etreze zo ur barti all o komañs. Ar C’hazh, daoust d’e neuz stoiad lous, a anavez meur a dra ha meur a zen, ha n’eo ket sur-eñ da gaout e du warnañ. Echuiñ rampo ?

- Re wir. Daouhanteromp ar maout, neuze. Dek euro ‘vitout ha dek ‘viton, eme an ostiz.

- Mad e’. Astenn din ur bilhed dek.

Tennañ a ra Serj ur bilhed ruz eus e ziretenn. Plegañ a ra ar C’hazh e breiz ha sankañ anezhañ e godell e roched.

- Ha bremañ, sav alese, ma c’hellin prennañ an trapig. Goût a ran ne labourez ket warc’hoa’, mes n’eo ket un digarez...

Chom a ra ar C’hazh da dreiñ e vanne diwezhañ e foñs e werenn.

- Gastoù, emezañ, n’eo ket teuler en he botoù hepken he doa graet hom’ all. Gwelet ‘peus bet ‘ne’i dija ?

- ‘M eus ket. Un douristez bennak, moar’at.

Klevet a raer trouz ur wetur pelloc’h war an hent. Hini ar plac’h ?

- Gant an tortad he doa da gas ga’ti ne yay ket pell gant hec’h oto, eme ar pratik en ur bozañ e werenn c’houllo war an daol-gont. Ale, aet on. Noz vat dit.

- Noz vat dit i’e, Kazh.


Avel rip zo o c’hwezhañ war ar parking a-dreñv an trapig. Ar pannell «  Ar Mexicali - Bar - C’hoarioù » a varv e c’houloù glas en un taol. Gwelet a raer skeud an ostiz o vont hag o tont en diabarzh, o lazhañ gouleier ha mekanikoù, an eil war-lerc’h egile.

- Tamm pizh-louz, a soñj ar C’hazh en ur glozañ e chupenn war e vruched. Kazimant prest da delefoniñ da brokulor ar Republik evit un disterdra evel ur c’holl ugent real.

Teuler a ra c’hoazh gouleier diwezhañ an ostaleri un tamm skleur war ar parking. Divinañ a raer gwetur an ostiz, an hini nemeti war ar c’hourt goullo a-hend-all, ur 4 x 4 otus ha meurdezus, un Hyundai « Galouper », eus ar sort a gustum lonkañ ha poluiñ pemp gwech muioc’h evit ar c’hirri-tan all. Krog eo ar gwaz da flourañ golo ar c’heflusker.

- Gwalc’het kaer out bet, loen brav, ha skrivellet, ha koaret ha lufret ; mes karcherizet ‘m eus aon n’out ket bet.

Un tammig amzer a zo, n’eo ket deuet Serj er-maez, ha chom a ra dezhañ c’hoazh da ziskenn ar bolejoù houarn ha da brennañ an nor-dal war e lerc’h. Tennañ a ra ar paotr e garcher personel er-maez ha komañs dizourañ aketus war an oto. Dont a ra en e zivskouarn mouezh ar sigoñmestr, pa oa oc’h ober e goñje e-mesk ar bompierien e Brest : « En jet diffusé, bordel ! ». Tremen a ra un eil gwech, hag un trede, kement hag ober peogwir e chom peadra, war dorn dor ar chofeur ; savet ha parret eo ar sklasennoù, domaj eo.

- Hag ur staotadenn a goñsekañs a-berzh ur mezvier dioc’h ar barrez, da walc’hiñ da garroñs a goñsekañs, sapre toull ourgouilh ! emezañ en ur zippañ e vragoù en-dro ha pellaat war e bouezig.

Eus goudor ar c’harzh haleg, e tamwel an ostiz o tont er-maez, o prennañ e volejoù, hag a-dizh betek e wetur nevez-karcherizet ; loc’hañ a ra kerkent etrezek un daol da c’hoari c’hartoù. Rizinkal a ra ar C’hazh ; en em santout a ra veñjet, ha kaeroc’h a-se dre m’eo veñjet div wech : ur wech gant e zizour, hag un eil gwech gant ar bilhed dek euro a zo dindan e vizied en e chakod. Didrouz eo an noz, bremañ pa eo aet kuit ar wetur diwezhañ eus parking an ostaleri.

Didrouz ? Pas tre. Klevet a raer ur vouezh o kanañ, un tu bennak.

Pour chercher son mari, tireli,

Avec une lante-er-ne.

Mouezh ur plac’h, daoust dezhi da vezañ raouliet ha pouloudek.

Dis-moi, hôtesse, as-tu vu mon mari ?

Hep tamm douetañs ebet, emañ-hi e-touez ar batisoù kozh a zo en-dro d’an ostaleri : bezañ zo ur c’hrañj, ur marchosi diskaret, daou pe dri graou, ul loch moc’h bennak, hag ar c’hovel. A-raok bezañ ar Mexicali, e oa an ostaleri Trapig ar C’hovel, unan eus an trapigoù a oa o chapelediñ etre ar porzh hag ar vourc’h : Trapig Penn ar Pont, Trapig Roz ar Vil, Trapig ar C’hovel, Trapig an Dernier Sou, hep kontañ an ostalerioù e-kreiz ar c’hêriadennoù, e Langristin hag e Bod Onn.

Desidet eo ar C’hazh d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant ar plac’h a gan ken brav gwerz truezus gwreg ar chalboter - La femme du roulier. Ehanet he deus ar vouezh evit ar mare... Nann, adkregiñ a ra gant ur poz all.

 Deus tu an Nord emañ an avel, a soñj perc’henn ar moustachoù, setu moarvat ez eo un tu bennak e-tal ar c’hovel gozh emañ-hi o kanañ. Mont a ra dre gaerig, gant aon a dapout ur post pe ur wezenn a-dreuz e fas en noz du. Fraeshoc’h e klev bremañ komzoù ar ganaouenn ; sur n’emañ ket pell ar ganerez ken. Unan c’hoazh hag he deus kaz ouzh ar baotred, ha digarez da gaout ivez moarvat, a soñj ar C’hazh adarre. Aketus e laka an eil troad dirak egile, rak chomet ez eus tammoù klavier hag houarnaj kozh merklet war an douar, hag arabat dezhañ bezañ strobet gant adsoc’h ur brabant ha kouezañ war dent un oged war-lerc’h. N’eo ket en dije ur pezh rêrad da stlejañ, nann : evet en deus prop, tommet eo just un tammig, mes kras n’eo ket. Dont a ra soñj dezhañ zoken en doa friket beg ruz e sigaretenn vutun diwezhañ bremaik goude koan, en ur antreal en trapig ; burzhud, emañ-hi bepred e godell gleiz e roched. Klask a ra e direnn e foñs chakod e vragoù, ha war un dro e kav ul lamp-dorn dindan e direnn. Laeret digant unan bennak, moarvat, mes ba ! ul laeroñsi hag a ya ar frouezh anezhañ er godell dindan n’eo ket ul laeroñsi, hervez ‘m eus bet klevet ur wech gant ur Blougastellenn ; ar godell-dindan un doare legal limbo evit he ferc’henn. C’hoarzhin a ra kreñv peogwir en doa ankouaet e oa ur benveg seurt-se gantañ, hag eñ o vale e-mesk hernchoù merklet ar c’hovel re-bar d’ur seurez kozh ampechet o tont a gomuniañ. Tanañ a ra e hanter sigaretenn, ha gant e lamp e lak ur skleurenn da zont er-maez, ken itik hag ul lutig mod gwechall ; gwir eo eo kazi marv ar bilenn. Gwelet eo bet e lamp :

- ‘c’h o’ pet’a ‘c’h oc’h aze ?

- ‘Moñ ‘hont d’ar gêr, a respont ar gwaz.

Lakaat a ra sked orañjez e lamp da barañ war al lec’h m’en deus klevet ar vouezh : ar plac’h a oa bremaik en trapig zo azezet war ur bank mein sko moger ar c’hovel gozh, a-grap warnañ a vije reishoc’h.

- Yen ‘vo an noz, eme ar C’hazh adarre. Gwelloc’h eo deoc’h sevel diwar ar bank-se ha mont d’ar gêr.

- Mont d’ar gêr ? Sellit ‘ta ar gavadenn ! a respont-hi gant ur skrignadenn.

N’eus ket kalz dilhad ganti dindan he chupenn ler. Ur seurt caraco, hag ul lostenn na c’holo ket, na tost, an hanter eus he divorzhed. Diouzh he mouezh he deus un hanter-lur yod en he beg. Mezvez-du eo. En he dorn ez eus ur voutailhig goullo ; teuler a ra anezhi e-harz he zreid.

- Evet ‘peus betek re. Ne c’helloc’h ket chom aze ‘pad an noz, ret ‘vo deoc’h mont da c’houdoriñ.

- Ha p’lec’h, tamm lustrugenn ? Lâr din p’lec’h ‘ta ? Puten c’hast, lâr din p’lec’h mont da goachañ ?

Kriet he deus ar frazenn-se. Bout e chom ar C’hazh dirak ar meskaj enkrez ha nec’hamant a zo er vouezh vezv-se. Gwir eo, gwechall e vije bet stlejet al lonker betek penn ar bern kolo tostañ, sanket e-barzh ha lakaet plouz tro-dro dezhañ betek e zaoulagad , ma c’hellfe c’hweziñ e foñsad hep pakañ un difluksion. Bremañ, ‘hat, gant ar bolotennoù karrez pe ront...

- Arabat deoc’h chom aze, a adlavar ar gwaz. Er stad m’emaoc’h e pakoc’h riv hag ur gwall gleñved da heul.

- Ha penaos e oarez e pesort stad ‘h on, eh, penn peul ?

Gwelloc’h nompas chom da bouezañ re war stad ul lonker, anes bezañ en risk da feukañ anezhañ, hag ar C’hazh en goar re vat.

- ‘Peus ket kalz a dra war ho kein, ha diouzh klevet sarac’h an avel er c’hoad kren uheloc’h ahont, e ouezan emañ o tont deus an Nord hag e vo kalz yenoc’h an noz-mañ eget ar re all a-raok. Boulc’het mat eo fin miz Gwengolo dija. Ha peogwir n’hellomp ket parforsiñ stalafioù ar Mexicali, e kinnigan deoc’h dont ganin. Da nebeutañ ne veoc’h ket dindan an amzer...

- Ro peoc’h din, ha kerzh gant da hent. Me zo ‘hont deus ma zu ‘è.

Klask a ra ar plac’h distokañ he fenn a-dreñv diouzh ar bank mein, mes adkouezañ a ra kerkent war he c’hoazez.

- Oooo, tri mil bragez seurez...’M eus ket divc’har ken.

- Sav alese ha deus !

Ne glemm ket ar plac’h pa sant daouarn ar C’hazh o sachañ warni hag o lakaat anezhi en he sav. Graet eo ar c’hammedoù kentañ, kazel-ha-kazel.

- Didiac’h, c’hoant staotañ ‘m eus.

- Me i’e, deus memestra.

Ponner eo ar plac’h, re-bar d’ur pezh mell touilh war bouez ul linenn, diflach kazimant. Ar C’hazh en deus tremenet he brec’h kleiz en dro d’e c’houzoug hag e talc’h anezhi dindan he c’hazel gant e vrec’h dehou. Gant e vrec’h kleiz e talc’h al lamp. Un nebeud pazioù adarre war ar riboul a gas da Linspern.

- C’hoant staotañ ‘m eus, pa lâran dit ! a vlej ar plac’h.

- Ma, puch amañ, neuze.

- Puchañ, heñ ? Mes, sapre tamm stleugeurenn, penaos e rin ‘vit puchañ gant an tortad ‘m eus da gas ganin ? Ha surtout ‘vit dibuchañ ?

Emañ al lamp oc’h ober e dalaroù ; an dra ziwezhañ a zeu a-benn da sklerijennañ zo ur wezenn vihan, un dervenn c’hwec’h pe seizh vloaz a zo o kreskiñ, hanter war ar c’hleuz, hanter war ar riboul.

- Kemer harp ‘n ur gregiñ en droñjenn ha dizour ahe.

Noz du adarre, rak marv eo al lamp da vat ar wech-mañ ; klevet a raer trouz dour dindan wask, hag ar plac’h o termal hag o tennañ hec’h alan.

- Deus bremañ, ur pennad hent zo d’ober c’hoa’...

- Da gac’hat, eme mouezh ar plac’h, strobet on, non de diou !

- En em zistrob buan ha ro da zorn din en-dro, eme ar C’hazh, a zo krog da goll un tamm eus al lodenn pasianted en doa lakaet a-gostez. A-dastorn e kav ar plac’h a zo chomet da liveriñ ar wezenn vihan, dic’houest da vont kuit. Asantiñ a ra dilezel anezhi pa sant dorn ar paotr dindan he c’hazel .

Kendelc’her a reont ; goude un hanter-eur striv ha bec’h ha charre emaint dirak ti bihan ar C’hazh. Poulzañ a ra an nor ha pozañ e vec’h war ur gador dirak an daol ; goude-se ez a da gerc’hat peder dorchenn poliuretan en ur sal all ha renkañ anezhe en ur c’horn war al leur-zi.

- Amañ e kouski, emezañ. Pallennoù zo forzh pegement, setu ne grevi ket ga’r riv. Tenn da chupenn ha da lostenn, ma ne vezint ket re chifet warc’hoa’.

Sellet a ra ar plac’h outañ :

- Met... Gwelet ‘m eus ‘c’hanout dija... ‘Oas ket en ostaleri, bremazon ? N’eo ket te eo ar C’hazh ?

Geo, a respont hemañ gant e benn. Hejal a ra ar plac’h he fenn, en ur vousc’hoarzhin d’he mezventi, moarvat.

- Ha pesort anv ‘feus en gwirionez ?

- Tangi Troadeg. Ha te ?

- Me ? Nolwenn. Nolwenn Kariou. Fidamdoupenn, n’on ket ‘vit chom divun, ‘oaran ket pet’a ‘zo...

Sevel a ra diwar he c’hador, tanfoultrañ chupenn ha lostenn ha mont en ur vrallañ betek an espes gwele a zo bet destamantet dezhi ; pladañ a ra war an torchennoù, kousket-mik eo dizale. Tostaat a ra ar C’hazh, teuler ur sell digaz war feuskennoù ar plac’h, ha displegañ daou ballenn war o ferc’henn. Mont a ra war-zug e wele er sal all.

Chom a ra da soñjal en ur sellet ouzh ar solier. Daoust hag-eñ eo bet ur samaritan madelezhus en afer-se ? Graet en deus ar pezh a oa dleet dezhañ ober. Ar plac’h-mañ, an Nolwenn-mañ, ne dapo ket droug skevent diwar un nozvezh oc’h euriñ he foñsad e deun un touflez dindan an avel yen. Ambrouget, degaset, kazi douget en deus anezhi d’e di. Rust eo bet a-wechoù, krozet he deus e vouezh, ret eo bet dezhañ skandalat... Ma, en un ti klet emañ-hi bremañ, ma n’eo ket en un ti kran. War he zorchennoù emañ o roc’hal goustadik, klevet a ra anezhi... War he zorchennoù, ya. Ne c’helle ket lakaat anezhi e-barzh e wele, memestra ! Ha m’he dije dislonket pe kac’het etre al liñselioù ?



II Danevelloù buhez.

Tangi Troadeg

Souezhus penaos eo bet ingalet -pe dizingalet - an ostalerioù er barrez-mañ : etre porzh ar C’haro ha tiez kentañ ar vourc’h, seizh kilometr, seizh ostaleri ; etre Beg an Arvor ha Kroachoù Rouz, chouk d’ar vourc’h, c’hwec’h kilometr, zero ostaleri, un hent ken borodus ha ken digevannus hag an hent bras roial etre Ghardaia ha Tamm an Raset, ha ken sec’h ha bronnoù ur garlostenn. Añfin, an dra-se ‘oa ugent vloaz ‘zo, abaoe eo aet niver an ostalerioù war zigreskiñ c’hoazh, siwazh deomp. Ha pa ‘m boa bet tro da adprenañ ti bihan va mamm-gozh digant va c’hendirvi, goude ma femp bloaz arme, ne oan ket chomet da dortal : un ti e Linspern, a-hed-tenn da Drapig ar C’hovel, ne c’hellen ket mankout se.

Plijadurezhioù bihan ar vuhez am eus bet tañvaet a-hed ar wech : ur banne gwin gwenn pa vez chomet kras va gourlagnenn ur penn devezh-pad, ar sigaretenn gentañ eus an devezh pa ‘m eus bet ar gouraj da ziouveriñ betek kreisteiz, ar pennad didrouz a glever war-lerc’h prezegenn ur prederour - unan ofisial pe hini ar gordennad, ar memes randonenn eo -, ur gignezenn ruz dindan ar wezenn e Mezheven, ur bozad per waz hep goubari resis mes dousik mat da vlasaat e miz Suliet, ar fiezenn a darzh dindan ar bizied e miz Eost hag a deuz etre an teod hag ar staon da c’houde, staotañ er-maez tro-kein d’an avel ha skrabañ va c’hein ouzh stern an nor pa ‘m bez debron.

Pa vez selloù a-dreuz un amezegez o parañ warnon betek re, en em lakan da ganañ a-bouez-penn an ton gavotenn anavezet kaer dre zu-mañ :

An hini gozh a lavare

Sakre toner de Die,

Kae goustad gant an taolioù

Tra la la la la la la la la

La la la la la la la la oh !

Kar an toull zo bihan

Adsavet ‘peus da lunedoù war da fri ha prest out da dremen d’ul lennadenn all. Perak e vez sellet a-dreuz diou’in ? Evit daou dra da nebeutañ : kentañ tra, abaoe ma n’on ket ken dindan ar gouarnamant, e labouran c’hwec’h pe seizh miz ar bloaz hepken, war-dro tommerezoù ar serrioù, etre Miz Here ha Miz Abrel, miz Mae - evel ma welit, chom a ra din eizhtez vakañsoù c’hoazh - hag ar rest eus ar bloaz e tispignan ar pezh am eus espernet. Mes ur pec’hed eo feneantiñ kement-se er barrez-mañ. Da eil, e-pad tost seizh vloaz on bet o vevañ e Linspern gant ur paotr all ; euzh, kaeñ ? Hag al lesanv Kazh ‘peus lennet meur a wech a benn bremañ zo evit Kazh Luduek Linspern.


Nolwenn Kariou

Evit ar wech tout on bet sachet sou ha diha gant an tu brell hag an tu loukez eus ma fersonelezh : an tu brell a zeu din eus tu ma mamm ; an deiz all e oan e ti ma mamm-gozh dac’h a Wipavaz, rollet ‘m boa dezhi ur sigaretenn butun-nij, hag e oamp hon-div o pladorenniñ war he c’hanape. Hag hi, troc’het he divesker dezhi gant ar c’hannabinol, ha beuzet en he c’hoarzhadennoù, o kontañ din kement-mañ :

- ‘Ouezan ket pet pec’hed marvel ‘m boa graet ar wech kentañ ma oan aet gant ur paotr, emezi. Ne oan ket dimezet, pec’hed kentañ. Ur sul goude lein e oa, hag aet e oan war e lerc’h e-lec’h mont d’ar gousperoù, eil pec’hed. Ha tapet e oan bet gantañ ante retro, peogwir ne faote ket din louzañ ma brozh en ur bladañ a-c’hwen va c’hein war ar geot. Tri bec’hed marvel er memes devezh. ‘Ouezan ket i’e perak emaon o kontañ an dra-se dit-te ; ‘m eus ket bet lavaret james an dra-se da’z vamm.

- Ne oa ket ur soudard alamant, mechañs ? a c’houlennan.

- Soudard ne oa ket atav, peogwir e oa martolod war ar Gneisenau e Brest.

- Pevare pec’hed marvel, nompas kemer ul leonad...

- Nann, ‘vat, ‘vit hennezh ‘oa ket. Ernst ‘oa e anv. Dac’h Kiel e oa.

- Deus Kiel ? Ur protestant e oa, neuze, moarhat. Pempet pec’hed marvel.

- Maaa ! ‘Oan ket aet da gofesaat hini ‘bet ane’o (...)

Hag e c’hoarzhe, hag e c’hoarzhe, aet skañv ha seder hec’h eñvorennoù gant moged ar c’hanab.


An tu loukez a zeu din deus tu ma zad. Soñj ‘m eus ur wech e oan aet da brenañ ‘oaran ket petra ken, en ostaleri-supermarc’had a zo er bourk. Dirakon e oa Tintin Mimi, ur voereb da’m zad. Kuzhet ‘m boa deus ar gwellañ ma c’hellen evit nompas bezañ gwelet ganti, mes ‘m boa ket gallet miret a glevet ar gaoz etre an dintin ha Marilou, a oa o telc’her an ostaleri d’an ampoent.

- Peus ket louzoù-rahed, Marilou ?

- Geus ‘hat. Del ur pakad amañ. Logod zo ‘n ez ti ‘è, Mimi ?

- O, n’eo ket a-gaozenn d’al logod, ‘met d’al logod-pennoù-dall.

- Al logod-pennoù-dall ? Neuzen degoue’ ket al louzoù-rahed ‘vite !

- O, gray, gray ! Ar re-sen zo dall, ‘welfont ket pet’a ‘m eus lakaet de’e da debro... (...)

Na vezit ket souezhet ma lâran deoc’h ec’h on hidiv an deiz gant liv ar ruskenn derv war ma fas ha gant paz nav miz o kignañ din ma c’horzailhenn eus ar mintin betek an noz, ur chañs c’hoazh ne vezan ket o heugiñ bep beure evel ma ‘m eus bet gwelet darn oc’h ober. Abaoe miz bremañ, ha nec’het ‘walc’h abalamour da se.


III

Kozh a-walc’h eo an deiz dija. Emañ Tangi Troadeg oc’h echuiñ riñsañ tas e zijuni dindan an duellenn dour ; un Tangi Troadeg aotennet pizh, war-bouez ar moustachoù, shampouinet ha digrammennet penn-kil-ha-troad, hag a zo war un dro o telc’her ul lagad war ar plac’h a zo kousket c’hoazh war an espes gwele en deus savet eviti dindan ar prenestr. Ur sell war an dilhad he deus laosket war gein ur gador ; reiñ un taol fer d’al lostenn, marteze, ul lostenn hag he deus gouzañvet un tamm mat dec’h da noz. Tennañ a ra ar fer hag ur plaid kozh, hag amzer d’an houarn da dommañ, e c’hell lakaat kement pleg ha kement roudenn da steuziañ tamm pe damm. Dilugañ a ra an neudenn, ha mont en-dro en e gambr, rak krog eo perc’henn al lostenn da fiñval war he gwele, ha n’en deus ket c’hoant en em santfe jenet ar plac’h o tihuniñ kazimant en noazh ran dirak ur paotr dianav.

Sonnañ trumm a ra Nolwenn hag en em lakaat war he c’hoazez en he gwele. Ur pezh blaz c’hwerv zo war he staon, karget eo he zeod muioc’h eget goude pemzektez gant an derzienn vras, ha droug he deus en he daoulagad gwashoc’h evit ma vije bet stouvet kanol Schlemm a-greiz-tout, ur boan leskidik hag a ziskenn a-hed he dremm betek he javelloù.

- Gast a foñsad, emezi etre he dent, en ur sellet ouzh an ti m’eo degouezet : un ti kozh, diouzh ment ar prenestr a zo o sklerijennañ ar sal-mañ, hag a zo kegin ha sal-debriñ war un dro, gant un daol vras en he c’hreiz. Antreet e oa en un ostaleri e Plougastell... Dec’h e oa, douetus. Un ostaleri kollet war ar maez. Santout a rae an ezhomm da ankouaat...

- Hag ankouaet ‘m eus, a soñj-hi en ur skrabañ he fenn. Ankouaet ‘m eus petra ‘m eus graet goude, ha pesort mod on arriet amañ.

Astenn a ra he skouarn evit klevet trouz tud vev en ti, mes betek-henn n’eus nemet trouz un taol fraoñved en he fenn asambles gant ar boan diremed war he fas. En em wiskañ neuze, da c’hortoz gwelet unan bennak. Aze emañ he lostenn hag he chupenn war gein ur gador, asambles gant he sac’h-kein. Sevel a ra diwar he gwele ha lakaat al lostenn, arri lugernus a-gaozenn d’ur feraj re nerzhus pe gant ur fer re domm. Hag ar benveg kablus zo e korn an daol, klouar mat c’hoazh ; ur pezh machin pounner, ur gwir fer eus an trede Republik, da nebeutañ, ma n’eo ket deus mare an Impalaer. Klask a ra un dra bennak en he sac’h, hag e poz anezhañ en-dro, dipitet.

Kafe tomm zo en ur pod, un tas ha pemp pe c’hwec’h skaotenn zo ivez war an daol oc’h azeuliñ ur c’hartouron amann, re-bar da santigoù koad en-dro d’ar Mabig Jezuz en ur c’hraou Nedeleg. Diskargañ a ra ar plac’h un tasad kentañ, ha kas anezhañ war draoñ ; hanter nebeutoc’h e sant raktal blaz c’hwerv he staon ha c’hwezhadur he zeod. Diskargañ un eil tasad, bremañ, ha pismigañ ur skaotenn. Mont a ra gant he zas d’ober tro an ti. Kog pe yar pe enez ar perc’henn ?

Enez, marteze ? A-gaozenn m’eo bet feret he lostenn ; e-touez ar baotred m’he deus bevet gante, re sur n’eus hini ebet a gement a vije deuet dezhañ ar soñj da ferañ ur pezh dilhad dezhi. Koulskoude, n’heller ket nac’h ez eus gant ar sal-mañ neuz kellig ur manac’h : ar pep rekis evit bevañ. Kog neuze ?

Un tamm tan zo bet graet war an oaled, gant tri damm keuneud kordenn en-dro d’un etev ; mont a ra dirakañ ha troñsañ he lostenn. Tomm e oa dindan ar pallennoù, re domm zoken, mes bremañ eo freskaet dezhi gant he c’hwezenn o vont da aezhenn war he c’hroc’hen. War mantell ar chiminal ez eus un nebeud levrioù, stardet etre div vilienn : Les caves du Vatican, gant Gide, The Complete Oscar Wilde, Carnets de route de Jean François Quéméner, Mari-Vorgan, gant Roparz Hemon, Tractatus, gant Wittgenstein. Souezhus gwelet ar pemp levr-se e-kichen-kichen. Dindan unan eus an div vilienn, ur bilhed o tibaseal : hanter-kant euro. Chom a ra he bizied da flourañ anezhañ ; pase goullo he godelloù. Cheñch a ra tu dirak an tan : goude an tu pil, an tu fleurenn. Dirazi e korn an daol emañ atav ar fer kozh. Pariañ a ran war yar, a soñj-hi, ur yar gozh. Pariañ a ran hanter-kant euro, hag e tap krog er bilhed. Ha dindan ar bilhed ez eus lizhiri, kaset holl da... Tangi Troadeg, Linspern, 29470 Plougastell. Da gac’hat ! N’eo ket na yar na enez ; kog. Huanadiñ a ra hag advroudañ ar bilhed temptus dindan ar vilienn.

Gant kafe ha skaotennoù ar paotr-mañ emañ ar boan en he daoulagad hag a-hed nervennoù he bizaj o tont da vezañ gouzañvaploc’h. Klevet a ra neuze trouz kammedoù er gampr a zo en tu all d’ar speurenn e foñs ar sal-mañ, hag unan bennak o skeiñ mibin war an nor. Gant kil he dorn e laka he lostenn da ziskenn en-dro war he feskennoù noazh.

- Antreit, emezi, estonet o klevet perc’henn an ti - rak piv all e c’hellfe bezañ ? - o skeiñ war an nor en e di-eñ.

Digeriñ a ra an nor, hag ur penn moustachoù o tont e-barzh hag o sellet tro-ha-tro outi hag ouzh ar relegoù a zo chomet war daol ar gegin. N’eo ket dianav-tre ar penn-se da Nolwenn, mes deus pelec’h ec’h anavez anezhañ, se zo un artikl all.

- Gwel’t a ran oc’h d’un, eme ar paotr, mes ‘peus ket drebet kazimant netra. Aze’it ‘ta ha kemerit un dra bennak da gargañ.

Eñ e-unan a azez hag a ziskarg ur banne kafe sonn e-barzh ur volenn bilhaouer en deus tapet diwar an dar. Azezal a ra ar plac’h fas dezhañ.

- C’hwi ‘peus di’aset ‘c’hanon beket amañ, ma komprenan mad. P’lec’h ‘poa kave’ ‘c’hanon ?

Diskenn a ra ar paotr ur banne kafe all e tas ar plac’h, en ur ziskouez ul lec’h bennak dirakañ.

- Pelloc’h, izelloc’h, e traon ar pourmena.

- C’hwi zo Tangi Troadeg neuze, a gendalc’h ar plac’h, evel ma lavarfe eo tomm pe yen an amzer.

- Atav, evel ma ‘m boa lâret deoc’h dec’h dija. Ha c’hwi zo chomet Nolwenn Kariou i’e moar’at.

Delc’her da vont. O vont oac’h ? Brav an amzer. Avel de’i adarre. Ato ga’r memes kondision. Poent hastañ. Ma, ma, maaaa.

- Oblijet on da drugarekaat ‘c’hanout. Komeret ar boan da stlejañ ‘c’hanon beket da di, soursial diou’in, ha bet ha ferañ ma dilhad. Pa oaran ouzhpenn ‘c’h on ur pezh tagnouzenn pa ven mezvez, hervez ‘zo bet kontet din...

- Ne ouezan ket penaos out da gustum, mes ‘vit dec’h e oa gwir, ato.

- Hag e-lec’h laoskel ‘c’hanon e deun un touflez, ‘peus di’aset ‘c’hanon amañ ha feret ma lostenn. Pet’a ‘oas o c’hortoz en just ?

Pozañ a ra ar paotr e volenn, nec’het marteze gant ton ha son ar plac’h-mañ.

- Netra. Yen ‘oa an noz, un espes paz sec’h ‘poa, ne oa ket plas klet tostoc’h ‘vit an ti-mañ, setu ‘m eus degaset ‘c’hanout amañ, ha chifet ‘oa da lostenn, setu ‘m eus feret ‘ne’i. Pet’a ‘maon o c’hortoz ? Me zo ur sklanker, un’ dimeus feneantidi ar barrez ouzhpenn an hanter dioc’h ar bloaz, mes te n’out ket ur roulerez ; mechañs e lâri din perak ‘poa desidet pakañ an tortad-se dec’h da noz. Pa ‘z poa kuitaet an trapig, e oas gouest da vale, mes goude-se ‘poa diskennet ur vuretennad whisky pe ‘ouezan ket pet’a war c’horre an traoù all, hag a vire diou’it a chom plomm... E c’helli i’e kemer penn an hent kerkent ha graet ur gwalc’h bennak ma n’out ket troet da gaozeal.

Emañ ar plac’h o soubañ un tamm skaotenn en he zas. Lonkañ a ra ar boued-kafe-se goude bezañ laosket ur steudad diveradennoù d’ober steredennoù war an daol. Ober a ra an neuz da asantiñ gant he fenn.

- ‘Spenn tregont vloaz ‘peus, keda, Tangi ? N’out ket bet gwech ebet war-nez dime’iñ d’ur bennhêrez pinvidik, unan hag a zi’asfe dit war an taol, an arc’hant, an enor hag an doujañs a-berzh tud ar barrouz ?

Ur beg treuflez a ra ar gwaz en ur ober nann gant e benn :

- Pezh ‘maon ‘hont da lâret dit amañ n’eo ket ur sekred evit den ebet, peogwir e c’helli klevet ‘ne’añ gant n’eus forzh piv er gordennad. Ur mignon zo bet o lodañ an ti-mañ ganin e-pad seizh vloaz, ur mignon, pas ur vignonez. ‘Vit an arc’hant, ma Doue, aliesoc’h eviton c’hoa’ e veze dilabour ; hag evit an enor hag an doujañs a-berzh an amezeien, tapet ‘m eus al lesanv a gazh luduek, ha setu tout, ‘m eus aon.

Sellet a ra Nolwenn ouzh dremm ar C’hazh. Daoulagad gris, gant roufennoù o vont war e zaouividig. Blev krog da c’hlazañ, un troc’h bihan gant e aotenn evit beure, ha moustachoù ur reunig gant beradoù kafe o c’hlizenniñ warne. A bep sort e kaver war ar bed, a soñj-hi.

- Eskuz ‘c’hanon ‘vit ma goulenn bleup, emezi, e tlefe din bezañ douetet. N’eus forzh pesort paotr all a zichañsfe de’añ di’as ‘c’hanon en e di ‘vel ma ‘feus graet a vije o sellet diou’in gant daoulagad bliv, re-bar da re ar Prezidant pa wel e brofoù Nedeleg e-pign deus brankoù ar we’enn sapin a zo bet savet e-kreiz sal vras an Elysée. Hag engortoz da gaout un dra bennak ganin, ha n’eo ket ur pennad kaoz hepken. Soñj ‘m eus ‘è bremañ e veze graet Kazh deus unan bennak en ostaleri. Te ‘ni ‘oa ?

- Hmmm.

Tennañ a ra an Troadeg ur foñsad uisge eus foñs ar bufed ha lakaat ur berad da c’hlebiañ foñs e volenn, just peadra da lazhañ ar preñv hag ar bakterioù a c’hellfe bezañ chomet stag ouzh ar feilhañs.

- Addikt out ouzh ar boeson ? a c’houlenn ar plac’h gant mouezh ur medisin pe un asistantez sokial.

- N’on ket. E c’hellan chom eizhtez, pemzektez hep evañ takenn ebet, diouzh ma c’hoarvez ; ha te n’out ket i’e, emezañ en ur dafañ ar voutailh en-dro. Da c’hortoz, ‘peus ket lâret din perak an tortad-se dec’h da noz ?

- Maah, un istor kozh. E-pad tri bloaz on bet o vevañ gant ur paotr hag a c’helle degas din an enor, an doujañs hag an arc’hant. Me, deus ma zu, ne c’hellen ket di’as mann ‘bet sort-se de’añ, ‘met karantez ha koantiri. C’hoazh ma vijen bet e-soñj chom em flas, goût ‘walc’h ‘rez, ma zi, ma bag, ma oto cheuc’h, ma gwreg ken cheuc’h all em saloñs etre ma Sérusier ha ma Maurice Denis ; nemet n’eo ket se ‘m boa c’hoant da vevañ : be’añ ur vaz Ming ouzhpenn en e di, m’en argas ! Labourat, ya, c’hoant ‘m boa da labourat hag eñ ne c’houle ket klevet anv deus se. Ha miz ‘zo e lennan a-greiz-tout en deus lakaet an embannoù gant un hanter plac’h yaouank kozh deus Angers, unan hag a c’hell di’as de’añ kement tra n’eus ket da’m heul : an arc’hant, ur familh enorus, daremprejoù a-feson ‘vit skoulmañ liammoù gant pratikoù nevez. Karantez ha koantiri, ‘hat...

- Moar’at ne vi ket koñfortet ma lâran dit ‘po ket poan oc’h adkavout ur gwaz all koulz hag henne’.

- Moarhat. Aet e oan da Roa’on da ziskutal gantañ ; dek munut goude e oamp en e wele, rak prest eo da gemer ‘c’hanon da serc’h ken abred hag an de’ war-lerc’h e eured. Div eur goude ‘m boa kuitaet ane’añ, bepred, ha kavet ur paotr all ‘vit an noz. Ha bremañ on dougerez, koue’et ma esperañsoù en un taol ha sammet ur pezh karg all war ma chouk.

- N’eo ket diaes kaout un IVG amañ e Brest pe e Landerne, a lavar an Troadeg.

- Goût ‘walc’h ‘ran, mes ur steurbell ouzhpenn eo. Ha riñset on ‘vit ar gwenneien.

Dont a ra soñj d’ar C’hazh eus an abadenn a oa bet en Trapig a-gaozenn d’an tregont santim a vanke.

- Gast, me zo ken skort all ar gwenneien ganin i’e.

Sevel a ra, mont betek mantell ar chiminal ha dibradañ ar vilienn. Hanter-kant euro evit mont betek miz Here ; azalek ar sizhun-mañ ‘zeu e vo ret din bevañ war c’hle, a soñj. Lonkañ a ra ar plac’h ar pezh a chom eus he zasad kafe.

- E c’hellan en em walc’hiñ un tammig ‘n ez ti, Tangi ? a c’houlenn-hi en ur dapañ he sac’h diwar gein ar gador.

Treiñ a ra ar paotr e benn : dor ar foñs, a-zehou. Ar respont hollvedel a c’heller kaout, pa glasker ar gardrob ; hep kontañ ba’ Saint-Flour, pa ‘c’h aer en un ostaleri ha pa c’houlenner : excusez-moi, je cherche l’Evêché. Chom a ra da ruilhañ ur sigaretenn, an hini gentañ eus an deiz. Petra ober evit ar fulenn-mañ, rak ur fulenn hardi eo : bras a-walc’h evit bezañ ur maneken, gant divesker keit hag ac’hann da Langristin, divronn hag a stign hec’h espes hiviz kement ha krapoz ur Blougastellenn, hag ur vizaj koant dindan he fennad blev du. Kavout a ray un tamm labour bennak ma n’he deus ket aon a blegañ he c’hein hag a louzañ he daouarn. Klevet a raer dour o verañ en tu all.

- Didiac’h, ankouaet ‘m eus lâret de’i ne oa nemet dour yen, emezañ etre e zent. Ha goude ur c’hruz d’e zivskoaz : efedusoc’h eo evit divezviñ, ‘forzh penaos.

Tanañ a ra e sigaretenn da c’hortoz. Dont a ra en un hunvre - ur gwallhunvre ? - ar pezh a c’hellfe bezañ bet e vuhez : ur vaouez evel homañ, daou pe dri a vugale o skrambinellat etrezo, labourat bemdez, kempenn e damm jardin e-pad ar week-end pe neuze mont war vor d’ar sul gant hini pe hini eus e gamaraded kozh da zastum ur c’havell bennak. Ha labourat d’al lun en-dro. Hag amzer d’en em soñjal neuze ? Eüruzamant ne oa nemet ur gwallhunvre. Emañ ar plac’h o tont eus an tu all.

- Tapet ‘m eus ur serviedenn dit ; laka ‘ran ‘ne’i dirak an tan ?

Hep gortoz ar respont e tispak an tamm pilhenn war gein ur gador dirak glaou ruz an oaled. En em lakaat a ra tro kein d’an oaled evit peurechuiñ sec’hañ he divorzhed.

- Ma, gwelloc’h ‘c’h a an traoù ganin bremañ memestra. Arabat din hunvreal ken, ne vin ket gwech ebet gwreg patron un embregerez vras, gant grifoù ha stock options sof-kont, ha ret mat eo din en em lakaat da glask labour.

- Evel ‘vez lâret e kornioù ‘zo deus Kerne : Chostrom a chostromo / Biken da Intron ne yeyo, a ouzhpenn ar C’hazh gant ur mousc’hoarzh e korn e voustachoù. Ma c’hell sikour ‘c’hanout, kemer ar bilhed hanter-kant euro aze, bevañ ‘rin war c’hle tri devezh abretoc’h, n’eo ket kalz a dra.

- Da ket ‘ta, ba’ Konk zo ur c’helenner kozh din, hag a oa gwechall o tuañ gant ar c’hoant da gaout ‘c’hanon en e wele. Da ‘m soñj, ‘vit gwerzh un taol, e c’hellin sachañ pemp kant euro hep re a boan digantañ.

- Hag e rafes se ? eme egile diskredik.

- Ya, da c’hortoz kaout ul labour. Ar chañs ‘m eus bet da gaout yaouankiz ha gened, koulz din profitañ a-raok ma tremeno pep tra. Digeriñ a rin ma gaol en ur soñjal er gwenneien a goue’o em boujedenn ha serriñ a rin ma daoulagad en ur glask memoriñ ar sintomoù a ziforc’h kleñved Hodgkin diouzh hini Besnier-Böck-Schaumann... Ha na sellez ket gant an aer abafet-se diou’in ! Ne blijan ket dit, marteze, Tangi, emezi gant ur vouezh voulouz, hag e tosta ouzh ar C’hazh en ur droñsañ he lostenn verr war he morzhed hir.

Ar gwaz zo harpet e zaouilin war an daol, gant e chod war balvoù e zaouarn, hag an tamm machin daoudortet etre e vuzelloù a oa ur sigaretenn bremaik. Tennañ a ra anezhi eus e veg ha leusker anezhi da vogediñ, pozet war ul loa.

- Nolwenn gaezh, re sur ma tichañsfe dit koll da lostenn e penn kentañ Mezheven e-kreiz ar park a zo amañ sko an ti, e savfe raktal kement lost sivienn zo tout e-barzh. Allaz, poan gollet eo dit ober kizoù dirazon.

Dirollañ a ra ar plac’h da c’hoarzhin :

- Goût a rez e plijez din muioc’h-mui, ma den ? Eveljust, e-giz ma lavarfe ma mamm-gozh deus an tu all d’ar ster vras : Kazh luduek diwar tourgazh / Ibilig chitik n’ell ket dont da ve’ bras. Gwel’t a rez on gouest da ijinañ krennlavarioù, me ‘è.

Hag e ro ur pok dezhañ war e dal a-raok pellaat war gaout he mantell ler.

- Gortoz, eme ar paotr, arc’hant ur bariadenn zo ganin abaoe dec’h. Ur bariadenn goune’et diwar goust Serj, patron an trapig ; mil blijet e vefen ma asantfes kemer ‘ne’añ, o ya, mil blijet, sell, ne oufe den kompren, hag e tap ar bilhed dek euro chifet e foñs e c’hodell ha reiñ anezhañ d’ar plac’h. Chom a ra homañ da sellet laouen ouzh daoulagad ar C’hazh o lintrañ hag ouzh an tamm paper ruz lous a-raok fourañ anezhañ e chakod he mantell. Sisters under the skin daoust d’o div vuhez disheñvel.

Klevet a raer ur wetur o chom a-sav dirak an ti, hag un nor stlapet ; astenn a ra Tangi e skouarn, unan bennak zo bremañ o tostaat ouzh an ti. Daou daol kreñv war an nor :

- Ahe ‘mout, Kazh ?

- Ya, antre !

Ur paotr gwisket gant dilhad glas un artizant hag ur gasketenn c’hoarier base-ball a zeu e-barzh an ti.

- O, eskuz ‘c’ha’on, emezañ, o welet Nolwenn a-dreñv kein ar C’hazh, me ‘soñje din evedos da un’ er gêr.

- N’eo ket netra. Michel Kervella, a zisplik da Nolwenn, zo deuet da ginnig labour din, me zo sur. Nolwenn, ur... hag e chom da glask ur poz gwirheñvel, defot a vezañ gwir.

- Ur giniterv da Dangi, a droc’h homañ gant ur mousc’hoarzh daou zant ha tregont ouzh an artizant.

- Ah ? eme hemañ, hag e kendalc’h gant e gaoz, hep tennañ e selloù diwar dalier an dimezell Kariou, a zo o pellaat war-zug an oaled en ur rodeal gwashoc’h evit biskoazh :

- Pres labour zo ganeomp er serrioù ga’n amzer a zo deuet da vezañ yen en un taol. E Kervirzig e oan er mintin-mañ, ha soñjet ‘m eus : poent bras eo din kaout un’ bennak ouzhpenn, deomp da wel’t ar C’hazh. Prest out da gomañs ?

- Hiriv diouzhtu ?

- Kreisteiz paseet eo dija... Lakomp warc’hoa’ da eizh eur... Mad e’ ?

- Ya. ‘Maout ‘hont d’ar vourc’h ? E c’hellfes kas Nolwenn di, pa rank mont da Vrest pe da Gonk, ’ouezan ket re...

Ur bern elfennoù zo o tarzhañ e daoulagad Michel Kervella, gwashoc’h evit un tantad deiz gouel ar Republik.

- Ya, evel just, emezañ... Mes oto un artizant eo, tra ken...

- O, n’eo ket sañsipl, a respont ar plac’h, en ur lakaat he sac’h war he c’hein. Tapañ a ra penn Tangi etre he daouarn ha pokañ dezhañ seizh pe eizh kwech war e figur evit echuiñ gant ur bouch hir war e vuzelloù.

- Ken ur wech all, Tangi.

Ha goude bezañ aet er-maez eus an ti ha pellaet un tammig war zug an oto asambles gant an artizant, e huch :

- Ha n’on ket prest da ankouaat an noz ‘m eus tremenet ganit !

Chom a ra Tangi Troadeg en estrenvan da sellet ouzh ar plac’h o plegañ da gemer plas er wetur.


IV

Kerkent ha loc’het ar c’heflusker, e teu un drouz e diabarzh an oto, bouzarus, euzh. Rolling Stones, o CD diwezhañ moarvat.

- Keith Richards ha Mick Jagger, eme ar plac’h. Breudeur Morvan ar rock ‘n roll.

Jenet, e lazh an artizant ar muzik.

- Arabat deoc’h bezañ nec’het g’ar pezh ‘m eus lâret deoc’h, eme ar plac’h. Hervez emañ Simon ha Garfunkel deus o zu oc’h adkomañs ur pezh troiad dre ar Stadoù Unanet, gant ouzhpenn tregont koñsert. Katrin Gwern, diskenn ivez en-dro en hon touez !

Ober a ra ur sin gant he dorn d’ar C’hazh a zo chomet evel un alvaon war e dreuzoù e-keit ma tro an oto er porzh. Mont a ra ar wetur da dapañ hent Illien. Un aer nec’het en deus ar C’hervella o sellet ouzh divesker hir ar plac’h en e gichen hag o klask kompren he frazenn diwezhañ war un dro.

- Me ‘soñje din e an’vezen holl gendirvi ar C’hazh, emezañ evit cheñch ar gaoz, goude bezañ doujet d’ur stop, amzer un dizenez da nebeutañ ; mes n’an’vezan ket ‘c’hanoc’h. Pe marteze n’oc’h ket ur giniterv gompes de’añ ?

C’hoarzhin a ra ar goantenn :

- Eeeh, nann. Kentoc’h ur giniterv digompes, ma c’heller lâret.

Enkrogañ a ra ar paotr. Goude ur sell war fas ar plac’h :

- Un aer distruj ‘peus, diyac’h da nebeutañ. Ne vije ket gwelloc’h deoc’h gwel’t ur medisin ?

- Ur medisin ? Me ma-un’ zo medisin ‘è, gwashañ zo. Mes an noz tremenet gant Tangi ‘ni eo, he deus fae’et ‘c’hanon.

- Ga’ Tangi ? Gant ar C’hazh ? Mes me ‘soñje din... evedo kentoc’h...

Hag e chom bout.

- Lod a lâr, a gendalc’h ar vaouez yaouank, o deus kavet amourouzien a-feson en-dro d’ar C’hlub Med er Senegal pe e trepasioù ar Raffle e Singapore, mes n’eo ket ret mont keit-se ‘vit kavout ur gwaz, un gwir. Trawalc’h eo arat ar gordennad-mañ, war a seblant, n’eo ket dav memes mont betek ar vourc’h.

Skrabañ a ra an artizant - unan eus ar vourc’h, ne c’hell ket en nac’h, e dud o chom hag e dud-kozh bet o chom e Kerdangi - skrabañ a ra neuze e dal dindan e gasketenn.

- Klevet ‘m boa lâret e oa troet an Troadeg... ‘Fin, kentoc’h ne oa ket troet an Troadeg... Penaos din-me...

Ne echu ket e frazenn, gant en e gichen an test bev ez eo ur betis emañ o vont da embann aze.

- Woaah, korbezet on tout, eme ar plac’h en ur zisleviñ-gen, gwashoc’h ‘vit ma vijen bet é tennañ pato eizhtez a-renk hep distaliañ. En em laoskel a ra da risklañ un tammig muioc’h war ar skaoñv, he fenn harpet war ar goubenner.

Mont a ra ar wetur hebiou da Gervirzig, d’ar Skaouidig.

- ‘M eus aon e rin ur pennad kousket, a lavar Nolwenn adarre, ken kroset ‘c’h on, hag e serr he daoulagad.

Hebiou da Gernizi, da Leur-ar-Marc’h. Didrouz eo ar plac’h bremañ, troñset uhel he lostenn war he divorzhed hir rouz. Sapre kazh luduek Linspern, a soñj ar paotr en he c’hichen, ha me ‘m boa kontet ane’añ e-barzh re an douar melen ! Padal, gant e neuz skrab-e-laou hag e voustachoù plouz-riz eo deuet da benn da sachañ en e wele ar plac’h-mañ ha n’eo ket un hanter chevrenn ane’i, ha moarvat n’eo ket lavaret o rozera hepken int chomet d’ober tout ‘pad an noz, dioc’h ar skuizhder a zo koue’et warni... A-greiz-tout, e sko ar C’hervella war e rod-stur, ar pezh a laka e garr-tan da dreuziñ an hent ha da zistoiñ ar pennoù-tad-kozh war ar wrimenn gleiz, eüruzamant n’ae ket buan.

- Chapeau ! a vlej.

Hag e chom da soñjal en e blombier, a oar kuzhañ ken brav e c’hoari hag e ... ginitervezed, hag e rank skeiñ war ar rod-stur adarre ha bleujal :

- Chapeau !


Yann Gerven.

18 VIII 2003

(c) Yann Gerven 2003
Hosted by www.Geocities.ws

1