FRANCESCO REDI (1626-1698) HAG AR GANADUR DIWAR NETRA



E ti ar re Redi e vez klevet ar mamma o streviñ hec’h alioù profitapl a-dreuz hag a-hed e-doug an deiz.

- Carlotta, merc’hig-me, ma ne zirouestlez ket bravoc’h da vlev e teuio al laou e-barzh ! ‘Mod-se ‘vez ingal : ur pennad blev digempenn, ha dao ! laou e-barzh.

- Kribet ‘m eus anezhe div wech dija hiziv, Mamma. Ha n’eus forzh penaos, ‘m eus ket gwelet al liv eus ul laouenn enne morse.

- Livia, ma c’hoantennig ! N’eo ket dit an hiviz hag ar sae lous a zo o ruzañ amañ evel ur bern truilhoù ?

- Geo, Mamma, cheñchet ‘m boa anezhe dec’h da noz, ha ‘m eus ket bet amzer da gannañ anezhe evit c’hoazh.

- Ha ne ouezez ket, plac’h yaouank penn skañv, e teu al logod er bed gant hivizoù merc’hed lous ? Un hiviz lous, un tamm bleud chomet da gozhiñ hag ur bozadig gwinizh zo trawalc’h da grouiñ logod. Goulenn gant da dad ma ne gredez ket ac’hanon : se zo bet skrivet meur a wech gant ar ouizieien.

- Goût a ran, Mamma.

- Francesco, tamm lankon bras ! Na evez ket kement-se a zour, ‘mod all e kresko gleskered en da gof !

- Tomm eo an amzer, Mamma, ha dour diglesker eus feunteun San Girolamo e oa hennezh.

- Na zirezonez ket deuzoudon ! Goût a ran eus petra emaon o komz !

Kavout a ra gwelloc’h al lankon bras pignat betek e gambr eget chom da respont e vamm war sujed ar gwesklidi.

- Chiara, ma ferlezenn, war da dreid noazh adarre ? Dont a ray karn dindane, ha sevel a ray treid kezeg dit war-lerc’h. Ha lak ur vrozh hiroc’h, gant ar sae-se e weler da bennoù daoulin kazimant !

- Gant an amzer faezhus a zo, Mamma, eo aezetoc’h din bale war ma zreid noazh ha gant ul lostenn na vije ket re-bar d’ur vrozh seurez.

- Amzer faezhus me ‘lâr i’e ! Me an hini eo a zo faezhet ganeoc’h, gant merc’hed dizordren hepken en ti, hag an hini yaouankañ anezhe partiet evit echuiñ dañsourez noazh war unan eus chadennoù Berlusconi !

Se a dremene war-dro ar bloavezhioù c’hwezek kant hanter-kant, e Arezzo, e-kreiz menezioù Toscana. E kornioù all eus Europa, e oa ar brezel Tregont Vloaz o paouez achuiñ, Cromwell o kemer ar galloud en e vro hag an Tad Maner o klask an tu d’ober an diforc’h etre CH ha C’H.


Un nebeud taolioù mibin war dor kambr al lankon bras.

- Piv zo aze ? a c’houlenn Francesco, na blij ket dezhañ re e teufe merc’hed an ti da lakaat o fri en e zomani.

- Livia. Digor din ‘ta !

Mont a ra ar paotr da zigoriñ d’e c’hoar vihan.

- Darev on da gannañ un nebeud pezhioù dilhad, setu ma ‘z peus ur roched pe un T-shirt lous bennak da reiñ din... Gast, c’hwezh ar c’hagn zo e-barzh da gambr. Sur out n’eus ket ul logodenn pe ur razh marv en ur c’horn ?

Evel ma anavez e c’hoar, e oar ar paotr ne yay ket Livia kuit a-raok bout diskoachet al loen a zo chomet da flaeriañ. Kenkoulz dispakañ dezhi ul lodenn eus ar wirionez :

- Emaon oc’h ober taolioù arnod, emezañ, hag e tiskouez ur pod gwer goullo en ur c’horn eus e gambr.

Tapout a ra Livia ar pod :

- A, te an hini eo a gustum laerezh koñfitur Mamma ! Klevet ‘m boa anezhi o tamall Giacometta, ar vatezh vihan, hag o tiouganiñ dezhi darvoudoù spontus, e rankfe kas plegoù he c’hof war ur c’harr a-raok hec’h ugent vloaz ma talc’hfe da lipat re a draoù dous hag a draoù druz, ken e oa strafuilhet-naet ar paour-kaezh plac’h hag em boa ranket frealziñ anezhi ha lâret dezhi e vefe trawalc’h marteze gant ur garrigell... Da c’hortoz, Francesco Redi, n’eo ket ur pod gwer goullo a c’hell degas un hevelep flaer en da gambr !

- Taol ur sell dre ar prenest.

Soublañ a ra ar plac’h yaouank war barlenn ar prenest. Dirak he fri, un estajerenn gant ur regennad podoù gwer ; kulañ a ra raktal.

- Ec’h ! Doñjer ! Petra eo al loustoni-se ?

- Emaon o klask dizarbenn ur gredenn : ar gredenn e c’hell dont loened bev er bed diwar mann ebet, ar ganadur diwar netra.

Sellet a ra Livia ouzh ar paotr yaouank ; ar breur bras-se zo bet atav ur paotr dioutañ e-unan, gant soñjoù drol, troet da chom da sellet ouzh amprevaned e-pad eurvezhioù, mes aze... Ar ganadur diwar netra ? Gwir eo e vez kaoz alies eus traoù seurt-se gant ar Mamma.

- Abaoe daou vil vloaz, a boursu Francesco, abaoe Aristoteles, e kred ar ouizieien e c’hell kement forc’had teil, kement tamm kig, dre e natur, reiñ buhez da breñved gant ma vo laosket da gozhiñ pe da vreinañ. Evidon-me, ma teu preñved war un tamm kig, ez eo peogwir ez eus bet un amprevan bennaket, ur gelienenn pe ur c’hwibuenn pe n’eus forzh petra all o tozviñ warnañ. Ha n’eo ket me hepken a soñj se : peizanted ar Vro Vigoudenn zo prest da grediñ ac’hanon, pa lâront : diwar logod teuv ket rayed, pe c’hoazh : gouenn diwar gouenn, diwar laou teuv ket c’hwen. N’eus nemet ar ouizieien a zo genaoueien.

Plijout a ra d’ar plac’h selaou ar breur bras dirollet o tisplikañ dezhi e soñjoù.

- Ha setu penaos emaon e-soñj dizarbenn ar meizad-se, ar ganadur diwar netra : laeret ‘m eus c’hwec’h podad koñfitur sivi e pres Mamma, ha debret ar c’hoñfitur da gomañs. Hini mat e oa. Goude-se ‘m eus gwalc’het ar podoù ha lakaet pep a damm kig fresk e-barzh. War tri anezhe ‘m eus lakaet un tamm roued pesketaer, evel ma’z peus gwelet ; bras ‘walc’h eo al lagadoù evit laosker ur gelienenn pe ur c’hwibuenn da vont e-barzh, mes mirout a reont ouzh al laboused a zont da zebriñ ar c’hig pe ar c’houron. War an tri all, ‘m eus lakaet tammoù lien : tremen a ra an aer, mes ne c’hell amprevan ebet mont war ar c’hig.

- N’eo ket tammoù eus ur pezh dilhad bennak ‘peus lakaet war an tri bod gwer diwezhañ-se ? a c’houlenn Livia, gant ar santimant ez eus bet laeret un dra bennak ouzhpenn ar c’hoñfitur.

- Geo, goulennet ‘m eus gant Chiara berraat unan eus he saeoù ha reiñ din an danvez espernet evel-se, ar pezh he deus asantet ober diouzhtu gant plijadur, a respont Francesco gant ur mousc’hoarzh.

- Ha goude-se ‘vo klevet Mamma adarre o lâret de’i ec’h echuo evel dañsourez noazh war chadennoù Berlusconi, a huanad ar plac’h.

- Livia, ‘deuez ket da drubuilhañ ma c’houstiañs ha selaou ac’hanon, kentoc’h : c’hwec’h tamm kig zo, ha bremañ e welez penaos emaint goude eizhtez tremenet : o-c’hwec’h e flaeriont, da vat, roued pe diroued, lien pe dilien. War an tri a oa dizolo, gant ar roued, zo deuet uoù, ha goude larvennoù, hag ar preñved zo oc’h en em lakaat d’ober poupennoù bremañ, hag a-raok pell e roint kelien, moarvat. War an tri damm a oa e goudor lien lostenn Chiara, n’eus deuet netra : Flaeriañ a reont, mes n’eus ket kouron warne. Abaoe penn kentañ an hañv ne ran nemet adkomañs an taol-arnod-se, ha bep gwech e teu ar memes disoc’h ganin.

Selaou mat penaos e rezonan, Livia, e-lec’h frizañ da fri : lakaomp e vije gouest an tammoù kig da grouiñ preñved dioute o-unan, evel ma lavar Aristoteles. Neuze e vije preñved war ar c’hwec’h tamm kig ; padal, trawalc’h eo lakaat un tamm lien etre an tamm kig hag ar bed diavaez evit miret na deufe ar c’houron warnañ. Setu, un tamm kig o vreinañ n’eo ket gouest da grouiñ kouron sui generis, ha ne c’hell ar preñved dont war ar c’hig nemet pa vez libr ar c’helien da zont da zozviñ war an tammoù.


Diwezhatoc’h, e 1668, ec’h embannas Francesco Redi « Esperienze intorno alla generazione degli insetti », ma tizarbenne kredenn ar ganadur diwar netra gant taolioù arnod ken simpl hag hemañ uheloc’h.

N’eo ket evit se e oa echu gant ar gredenn-se, ha skiantourien evel Spallanzani en triwec’hvet kantved pe Pasteur en naontekvet kantved a rankas stourm rust a-enep dalc’hidi ar ganadur diwar netra, hag a soutene e c’helle ar mikrobed, ar wech-mañ, dont er bed hep ma vefe netra araoke !


Yann Gerven 17 XI 2002


Notenn : ar gerioù skiantel implijet eo re Kreizenn ar Geriaouiñ Diwan.

(c) Yann Gerven 2003
Hosted by www.Geocities.ws

1