TRIBOLUC’HAŃS



- ‘Gavez ket eo cheńchet hon Itron Varia ? he deus goulet Sabrina Kouchouron ganin a-greiz tout.

Klasket ‘m eus dihuniń un tammig gwelloc’h.

- Cheńchet ? Petra a gavez cheńchet ganti ?

- Sell deuzouti pa gerzha. Ne welez ket eo sonnet muioc’h evit na oa a-raok ?

Ma Doue, e c’helle bezań. Dirazomp e oa hon kelennerez fizik ha kimiezh, Itron Varia ar Molekulennoł, ur plac’h yaouank kozh hag a zaremprede aketus trepasioł ha laboioł al lise abaoe ouzhpenn dek vloaz, mes daoust hag ur cheńchamant bennak a oa bet ? Troet ‘m eus ouzh an div all en a-dreńv, Elodie Andro hag Emma Naour ; plac’h Lechiagad a oa o rińviań hec’h ivinoł, hag hini an Elliant o skrivań aketus hec’h anv gant blanco war golo he c’haier. Do not disturb.

- Bérénice ? Petra zo ? he deus goulet Elodie.

- ‘Maik e lārin deoc’h, ‘m eus respontet.

 

Se a dremene e miz Genver diwezhań. Abaoe eo bet cheńchet kalz Sara Kenkiz, hon Itron Varia. Gwelet eo bet he bruched o tont da vezań amploc’h bemdez, ha gwelet eo bet perc’henn ar bruched-se, n’eo ket o sonnań ken, mes o vintań, gant he c’hof o vont en a-raok, hi hag a oa buntet, kentoc’h, betek neuze. Hag he doare da vont eus un eil sal d’eben : mechańs e anavezez mad muzik Prokofiev, Per hag ar Bleiz ? Ma, e penn kentań ar bloavezh skol e heulie fleüt drantik al labous bihan, ha bremań eo arri he c’herzhed diouzh bason an tad-kozh.

- O tougen emań-hi ? he doa goulet Emma ur wech, gant un aer souezhet.

- Diouzh ar mod ane’i.

- O, me ‘sońje din he doa tremenet an oad da gaout bugale abaoe pell ‘zo, he doa adlāret Emma en ur sklokal. Pase hanter-kant, e vezer just mad da vont da garabasenn.

Sabrina he doa c’hoarzhet, Elodie ar brodestantez ne ouie ket petra ‘oa ur garabasenn, ha me ‘m boa laosket un estlammadenn :

- Mes honnezh n’emań ket en tu all d’he daou-ugent, ha ‘forzh penaos, bremań e vez kavet merc’hed hag a glask kaout bugale war an diwezhadoł, ur wech graet o zoull en o micher.

Hag Elodie, kollet evel kiz ha kustum etre he sońjoł hag he lennadennoł, he doa lavaret ouzhpenn :

- Gant an anv-badez a zoug e c’hell kaout bugale betek he dek vloaz ha pevar-ugent, skrivet eo er Bibl. Genesis, XVIII.

Sellet meump deus merc’h ar pastor. Chom da lāret / ken ‘to sec’hed, meump sońjet. Nikun ac’hanomp hon-teir n’he doa digoret ar Bibl, pas ur wech zoken en he buhez.

 

Daoust hag-eń e c’hellfe hon Itron Varia, ‘fin, Sara Kenkiz, padout betek fin ar bloaz ? Ma ne oan ket gwall nec’het gant ar respont d’ar goulenn-mań, e oa gwall enkrezet ma zud a-gaozenn se.

- Goūt ‘walc’h a rez, a lavare ma zad, ne vez ket kavet mistri skoazellerien ken da gemer plas ar re glańv, setu evit homań... Salo ma c’hello mont betek penn ar bloavezh-skol !

- Ha gwilioudiń e-pad ar vakańsoł bras, hag adkomańs he labour kerkent ha miz Gwengolo, moarvad ? a droc’hen.

- Bérénice, mar plij, arabad kounnariń evit se. Pa vezer er c’hlas kentań S, eo gwelloc’h d’ar skolidi mont betek penn gant ar programm en mat’ hag en fizik.

- Hag en biologiezh, a lavare Mamm, apotikerez en ul labo analizoł e kźr.

Siwazh evite, e oa daou wallzarvoud da gouezań war o chouk : e fin miz Abrel e voe adkaset Chevčnement d’al Limboł gant an elektourien, ha mantrusoc’h c’hoazh ur s’un war-lerc’h, e klańvas Itron Varia ar Molekulennoł.

Etre div vanifestadeg e kźr gant bannieloł, sloganioł, Marseillaise ha kement so, e teuas ar rener d’ober deomp ur brezegenn, effektivamant ne c’hell ket an itron Kenkiz dont betek al lise er stad m’emań-hi, mes ne chom nemet ur miz d’ober ken a-raok ar vakańsoł, se zo kaoz n’eo ket aezet d’ar Rektor diodań deomp unan bennak, effektivamant, klask a ra deus e du, ha klask a ran ivez deus ma zu, ober a ran ma seizh posupl, telefoniń a ran, kaset ‘m eus e-mailoł d’ar Skolioł-Meur, gwelloc’h c’hoazh ur studier bennak eget den ebet...

- Effektivamant, he deus konkluet Elodie a vouezh uhel.

Ruziet en deus ar rener, teuc’heugnet ur wech pe ziv, ha pedet ac’hanomp da dremen hon amzer libr deus ar gwellań ma c’hellemp.

 

Amzer libr, me ‘lār ivez ! N’omp ket chomet pell hep kelenner fizik, e c’hellez krediń ! Disfiziańs ‘m eus en deus skrivet ma zad da mignoned kozh de’ań hag a zo bremań er Skol-Veur pe n’onn ket e pelec’h tout evit ma vefe ramplaset hon Itron Varia. Ha graet ar memes tra gant meur a dad all, moarvad, setu dimeurzh diwezhań, piv moamp gwelet o tont er c’hlas, ma n’eo ket an evezhierez veur - etre daou sońj omp c’hoazh el lise diwar he fenn, pe lakaat ane’i Bismarck pe lakaat ane’i Dali, tra penn d’he moustachoł - o tiambroug ur studier, o ma Doue, unan yaouankik ! unan koantik ! unan chouchik ! Deuet omp a-benn da c’houzout raktal emań o paouez tremen skrid an agregasion hag en deus kavet gwelloc’h kaout un tamm labour dirak ur c’hlasad skolidi bennak eget chom e-unan en e gampr da vagań sońjoł du.

- Setu neuze an aotrou Pierre Pestel, he deus konkluet Bismarck.

- Ha n’eo ket bubuig laosker ane’ań dirak merc’hed brell egistomp ? he deus goulet Sabrina deus Bismarck.

Mousc’hoarzhet neuint o-daou. Ichie, Gwerc’hez Vari, pegen moutik eo pa vousc’hoarzh ! Pas Bismarck, evel just ; egile, lenner sod !

Birvilh ha ragach a oa ganeomp e-pad ehan labour dek eur an deiz-se, pō paoul !

- Me zo sur n’en deus ket kollet e hini glas c’hoazh, he deus lavaret Sabrina, bliv he daoulagad.

- O nann ! he deus respontet Elodie Andro. Ha resisaet he deus he c’homz : Genesis, XXXVIII.

 

‘M eus ket sońj ken na penaoz na gant piv e oa deuet an ide laou-se, mes da eizh eur nemet pemp meump lakaet pevar damm paper e-barzh kasketenn Jérōme Gourle. Goūt a raomp holl e teuz ar paotr dirak Emma - digarez deomp d’ober un tammig fent, just un tammig - setu homań zo deuet a-benn da amprestiń ar boned presius digant e berc’henn. Kemeret meump pep a damm paper.

- Fluorin, he deus lāret Sabrina. Shit !

- Sukr, eme Emma.

Ne chome nemet Elodie ha me.

- Scotch, a lār-hi.

Warnon e oa koue’et. Lennet ‘m eus ar ger war an tamm paper :

- Muzelloł.

Aet eo Emma da zaskoriń ar gasketenn da Jérōme.

 

Poent bras eo din displegań deoc’h bremań ar pezh emaomp oc’h ober hon-peder en fizik abaoe tri miz bremań, ma n’eo ket ouzhpenn : furchadennoł hag arnoderezh war an triboluc’hańs. Hoopala ! lenner fidel, gwelet ‘m eus da zorn o fleuker da gaout da bitidiko pe da Favereau bras. Poan gollet, ne gavi ket ar ger-mań e-barzh : savet eo bet evit treiń ar galleg triboluminescence, ar saozneg triboluminescence pe ar ruseg triboljuminescencija. Rak ma ‘peus c’hoant da c’houzout hirroc’h war ar fenomenoł-se, ez eo en unan eus an teir yezh-se e klaski moarvad, setu eo koulz din reiń ivez ar ger etrevroadel. Diwar ar gregach tribein, ober un tamm frot, uzań en ur frotań, hag al latin lumen, skleur, gouloł, pe ar brezhoneg luc’h, neuze. Abaoe daou vloaz eo sańset skolidi ar c’hentań klas hag an Term’ seveniń labourioł pe enklaskoł personel, ha setu danvez labour personel hon skipailh kustum, Elodie, Emma, Sabrina ha me.

Da zek eur meump kroget en-dro gant hon arnoderezh, goude bezań lavaret d’ar Pestel bihan :

- Ni a vez war-dro an triboluc’hańs, e-barzh al labo foto a zo sko ar sal 115. E’mm meump eus ur sal zu, evel just. Pedet oc’h da zont da welet pa garfoc’h.

- Triboluc’hańs, en deus eilgeriet. Interesant e tlefe bezań ; mont a rin d’ho kwelet war-dro dek eur ha kard, dek eur hanter.

 

Ur c’hardeur war-lerc’h e oa ganeomp er sal vihan.

- Mad eo, eme Sabrina goude bezań sellet e pesort mod e oamp plaset. Pierre Pestel a oa sko an nor, Elodie a-gleiz de’ań, prest da dapout an enaouer tredan, gant ur ruilh scotch nevez en he godell, ha me a-zehou de’ań. Sabrina hag Emma a oa fas deomp, dirak un daol vihan gant o binvioł.

- Faota ket cheńch plas ken, a boursu Sabrina, rak en deńvalijenn e kollomp buan an naoutur deus ar pezh a zo tro-dro deomp, ha ma rankomp enaouiń ar gouloł, e vo amzer gollet peogwir e rank hon daoulagad en em voazań goude-se deus an deńvalijenn en-dro.

- Kompren ‘walc’h a ran, eme ar c’helenner.

- Lazh ar gouloł, Elodie.

Goude ur frapadig, amzer da eilskeudenn ar fosfen da steuziań, e klevan mouezh Sabrina :

- Da gentań, gant ur ruilh scotch.

Klevet a ran Elodie o tennań ar ruilh deus he godell, hag o tibunań ur walennad paper speg, tra ma c’hellomp gwelet ur skleurenn glas-mouk e-kreiz an deńvalijenn, lec’h ma tispeg ar paper diouzh ar ruilh.

- Ya, brav ! a lāran. Ya, ya, weee ! eme an teir all ivez.

- Ya, eme ar Pestel d’e dro, anavezout a raer gwelloc’h ar bioluc’hańs, hini ar preńved-gouloł, lakaomp, eget an triboluc’hańs. Hervez kont e c’hoarvez gant danvez difuus, hag en ur vresań pe en ur weań, pe en ur derriń seurt danvez, e teuer a-benn da gaout un tamm skleur. E danvez seurt-se e kaver kreizennoł luminogenek, hag ur wech isitet partikulennoł ar c’hreizennoł-se, en ur frotań, lakaomp, pe en ur zispegań ar vandenn scotch, e roont fotonioł pe neuze...

Troc’het eo bet e gaoz de’ań gant Sabrina.

- Gortozit ar fin. Gant un tamm fluorin, bremań. CaF2, hag a zo difuus mat, evel ma oarit, ken buan all.

Tapet he deus he zorrer-kraoń hag e stard ar c’hristal etre javelloł he benveg. Dont a ra ur skleurenn gwenn-glas. Krak !

- Da gac’hat ! a glever. Torret ‘m eus an tamm.

- Brav memestra ! Ya, ya, brav !

- Ma, un tamm chukandi, C12H22O11, hag un durkez, a lavar Emma d’he zro. Moarvad emań o stardań ar chukandi gant an durkez, rak dont a ra da reiń ur skleurenn c’hlas brav e-pad ur pennadig.

- Oohuuu ! Pegen brav ! Weeei !

Klevet a ran Emma o pozań ar sukr hag he benveg war an daolig a zo en he c’hichen.

- Daou re vuzelloł, bremań, eme Sabrina.

Deus ar peoc’h a zo o ren el labo, e komprenan re vad emań an teir all o talc’hen o alan. Tostaat a ran ma bizaj deus hini Pierre, ha ne c’hellan ket miret a guzulikat de’ań, evel ur sodez :

- ‘Po ket droug...

Neuze ‘m eus pozet ma muzelloł war e re.

O, ma Doue ! N’onn ket petra zo bet, mes ‘m boa ket gwelet an dra-se gwech ebet c’hoazh, evel ma vije kouezhet an oabl steredennet en-dro din.

Tra ma tispegan dioutań ha ma ‘c’h an d’en em blasań etre Sabrina hag Emma, e klevan o estlammadennoł :

- Weee ! O, ‘tahe ur flash, ‘hat ! Biskoazh kemend all !

Dont a ra ar gouloł-tredan en-dro el labo. Ragachiń a ra an teir all, chaok ha froz gante evel ma oa bet raksońjet en devezhioł tremenet.

- Puten c’hast, aze zo bet triboluc’hańs, ‘hat, a lavar Sabrina.

- ‘Oamp ket deuet a-benn da gaout ur flash evel hennezh morse c’hoazh, a gri Emma. Un’ indigo, ouzhpenn !

- Ken e vije bet moaien da lenn e-pad ur segondenn pe ziv, a c’hragailh Elodie.

- Se ‘oa evel ur froudad steredennoł o koue’ań warnon, ‘m boa ket santet se morse c’hoazh, a lavaran da’m zro, ha neuze, diouzh ar pennoł a zo stag deus an teir all, en em rentan kont am boa ankouaet ma roll hag em eus lāret dres ar pezh a oa o tremen em spered.

Koulskoude e oamp en em renket evit ma ne oarfe ket Pierre Pestel pehini ac’hanomp a oa o paouez bouchań de’ań. Arabad ‘oa reiń anv-badez ebet, ar peder a oa da estlammiń ha da fougasiń war ar c’houlaouenn e oant o paouez gwelet, sańset.

- Ma, kendalc’hit gant ho taolioł arnod, a lavar ar fizikour, ha kempenn a ra e veg gant e vouchouer, e kenkaz ‘m bije laosket ruz-muzelloł warnań, moarvad.

- Gwelet ‘peus pegen ruz eo deuet da vezań ? a c’houlennan, ur wech m’en deus kuitaet ar sal vihan.

- Na te ! a huch Emma, ma welfes !

Un dra zo hag a zo aet a-dreuz, diouzh gwelet pennoł mouzhet Sabrina hag Emma. N’ouzon ket re petra ‘oant o c’hortoz : e vefemp kaset holl gwitibunan betek burev Bismarck pe hini ar rener ? E semplfe hon fizikour yaouank goude an dro gamm moamp c’hoariet de’ań ? Pe e savfe tabut etrezomp dirak daoulagad Pierre Pestel, pep hini ac’hanomp o tamall da unan all bezań graet an taol ?

Da greisteiz nemet dek omp aet en-dro betek ar sal fizik da restaoler da Bierre al labour moamp graet, ha ne oa ket gwall gońsekus, siwazh.

- Bérénice, gortoz un tammig, emezań. Re all, e c’hellit mont war-raok.

Chomet on, gant ma c’halon o talmat par ma c’helle.

- N’eo ket me... ‘m eus besteodet, gant ur voull em gourlagnenn, ha pa ‘m eus taolet ur sell warnań, ‘m eus remerket e vousc’hoarzhe din, ha koa’hań a ran dirak un hevelep mousc’hoarzh.

Kalon an den a zo bihan,

Teuziń a ra, teuziń buan

Evel ar c’hoar dirak an tan,a gane ar gristenien gwechall.

- N’out ket mad evit kontań gevier, Bérénice, emezań, ha santout a raen ma gwad o skeiń em daouividig hag em divskouarn. Kendalc’het en deus :

- ‘H an da lāret dit perak : n’eus nemet an hini he deus bouchet din gant kement a c’hred hag a virvidigezh a c’hell bezań gwelet ar froudad steredennoł ‘poa meneget bremazon. N’eo ket gwir ?

Santet ‘m eus e teuen da vezań ru’oc’h c’hoazh, ma oa posupl. Chom a rae paret ma selloł war ma bizied leun a liv glas.

- Goūt a rez a-gaozenn betra e c’hellan bout ken sur-se ? Gronnet e oan gant teńvalijenn al labo du bremazon, hag a-greiz-tout ‘m eus santet da zaouarn ha da ziweuz ha gwelet ivez ur steredeg o splannaat, evel pa daper kaout...Coma Berenices, lakaomp, mes n’eo ket triboluc’hańs e oa. Ha setu da binijenn : pa vi aet en-dro d’ar gźr, e kemeri ur re lunedoł gevell, hag e klaski ar steredeg-se, etre ar C’harr Kamm bras hag al Leon. Pa ‘po kavet ane’i e teui da lāret din. Er mod-se ‘po desket un dra nevez da nebeutań.

Ur frapad peoc’h zo bet er sal ; hini ebet ne lāre netra. Mezhekaet e oan ken e oan. Kredet ‘m eus sellet deuzoutań, wechoude ; mousc’hoarzhin a rae bepred, ha ken buan all ne oa ket evit ober goap deuzoudon, evel a sońje din e-keit ma oa o tispakań e brezegennig. Tapet ‘m eus ma sac’h hag aet on war-raok.

 

Abaoe e vez bemnoz ar memes abadenn gant ma mamm sa troioł unnek eur pe hanternoz, pa vez sklaer an amzer.

- Bérénice ! Oc’h ober petra ‘maout er jardin gant ar re lunedoł gevell-se adarre ? Poent bras eo dit mont da gousket !

Ha pa dremenan dirazi, dipitet dre ma n’on ket deuet a-benn da gaout al Leon evit c’hoazh, kaer ‘m bez klask, e rank goulenn :

- N’ouzon ket petra emaout e-sońj kavout evel-se.

Ha bep kwech e respontan :

- N’ellez ket kompren.

 

Yann Gerven

27 V 2002


(c) Yann Gerven 2002




Hosted by www.Geocities.ws

1