HAG AR BUZHUG O C'HWITELLAT


Er skol kentañ derez Elsa Triolet e Bobigny emañ Sophie Joliot o vaesa ar ribitailhoù er porzh-skol. E karg eus ar CP emañ-hi, plijout a ra dezhi ken-ha-ken ar baotred hag ar merc'hed bihan c'hwec'h vloaz a vez fiziet enni, ha gant startijenn he c'hwec'h vloaz war'n ugent e klask lakaat anezhe da zeskiñ ar mod da lenn ha da skrivañ, mod pe vod, a-hed ar bloavezh-skol. Sell, diouzh an trouz o kreskiñ ez eus savet jeu gant ar strollad a zo bodet e traoñ ar wezenn skav-gwrac'h. Klevet a raer ur vouezh skiltr o tamall da unan bennak bezañ ur boufon, yaaaa, n'out nemet ur boufon ! ha mouezh ar boufon, moarvad, o respont d'egile un n'onn-ket-petra deus e ouenn.
A-raok pell e vo an eil o stlapañ boazioù seks ribourz deus fas egile, moarvad, a soñj Sophie, setu e kav gwelloc'h mont da welet petra zo en em gavet.
- Ac'hmed ! Samira ! Jérôme ! Erwan ! Petra zo arriet ?
E-lec'h sioulaat e kresk c'hoazh an talabao ha ton skiltr ar mouezhioù.
- Ac'hmed, lâr din petra zo. Re all, gortozit a-raok reiñ ho soñj.
- Ar boufon all amañ a oa o kontañ traoù euzhus war e vamm gozh, traoù ha n'int ket posupl zoken, ha diskouez a ra Erwan gant e viz.
En em zifenn a ra egile taer-ha-taer dirak un hevelep tamall :
- Da gentañ, dam'zell, n'on ket ur boufon, ha da eil eo gwir penn-da-benn pezh m eus lâret de'e ! Ya !
- Cht, cht, sioulaat, eme ar vestrez-skol. Erwan, petra peus kontet de'e evel-se ?
- Lâret m eus de'e e oa gouest ma mamm gozh da enaouiñ ar gaz en ur lakaat he bizied da stlakal, geo, gwir eo, meur a wech m eus bet gwelet ane'i oc'h ober se !
Krial ha youc'hal a ra paotredigoù ha merc'hedigoù Bobigny gant ar gaou euzhus emaint o paouez klevet, ha goulenn gant o mestrez-skol :
- N'eo ket gwir, heñ, dam'zell Joliot ? N'ell ket bout posupl ? Se zo gaou, kaeñ ? Erwan zo gaouiad, kaeñ ?
Mousc'hoarzhin a ra Sophie :
- Sur out, Erwan, ne oa ket da vamm gozh o lakaat bizied he dorn kleiz da stlakal e-keit ma oa oc'h alumiñ ar gaz gant he dorn dehou, hep goût dit ?
Nann, nann, eme egile gant e benn. Sellet a ra eeun ouzh ar plac'h :
- Nann. Ur wech e oa bet graet un taol esa evel-henn : e-kichen an daol e oa azezet Meme, pell deus ar fourno gaz, me m boa troet ar bouton, ha hi doa alumet ar gaz, klak, mod-se. Ha se zo nevez so, emezi, e c'hell ober e-giz-se. A-raok ma oa bet savet ar greizenn nukleel ne zeue ket a-benn.
Dre chañs emañ fin an ehan o son. Ur goulenn diwezhañ, memestra :
- Hag e pelec'h emañ da vamm gozh o chom ?
- Pell... E Brennilis.

*   *
*

Kenkoulz all e vije bet achuet an istor-mañ gant kloc'h ar skol, ha neuze e vije chomet blaz ar re nebeut peg deus ho staon, mes tonket e oa dezhañ kendelc'her. D'ar sadorn goude, e oa Sophie o sellet deus M6 asambles g'he mignon deus an ampoent, Frédéric Fleury, cameraman e TF1 ; ur film evel kiz ha kustum, hat, gant sorserezh ha troioù fizik sof-kont, stourm deus an diaoul ha deus an drouksperejoù forzh pegement. Hag a-greiz un abadenn vogedus en-dro d'ur pentagramm, un troc'h evit ar bruderezh.
- Se a zegas soñj din deus un istor a zo en em gavet ganin ar s'un-mañ, eme ar vaouez yaouank d'he c'hile en ur astenn un dorn sa'r pakad kakahouet a oa pozet war an daol izel e-harz he fennoù daoulin. Unan hepken, a soñj-hi neuze en ur gemer pemp pe c'hwec'h, unan hepken ar wech a zeu.
- Gortoz, h an da biso, a respont ar gwaz.
Trouz un dizour hir da gentañ, al loustoñ-se n'en deus ket serret an nor evel-just, a soñj Sophie, trouz breugeud ha bourbouilh war un dro war-lerc'h, gwashoc'h evit Niagara Falls, a lâr etre he dent ar plac'h a oa bet warlene er Stadoù Unanet, mes asambles gant Nicolas e oa, ha setu ar paotr faro o tont en-dro en ur glask serriñ e zip, padal, chomet eo bout hanter-hent, un dra bennak zo tapet e-barzh, danvez e vragoù pe kroc'hen e ibilig, n'ouzer ket re. An danvez, kentoc'h, pa ne derm ket perc'henn an daou. Mes perak ta e choman gant hennezh ?
- Ya, petra oas o lâret ?
Pa lâren deoc'h ho pije droed da gaout an istor penn-da-benn !

*   *
*

Evedo kamion TF1 o treiñ hag o kildreiñ etre Brennilis hag ar Fouilhez. Ennañ, tri den ha ne oant ket gwall laouen ; gwech ha gwech all e teue war wel batisoù euzhus kreizenn Nestavel hag ec'honder lufr ha plaen al lenn, hag evel mouget e oant gant ar vro.
- Chom a ran a-sav, eme Thierry Chauvet, teknisian an trouz, a oa ouzh ar rod-stur. Peseurt anv en doa ar paotr bihan e Bobigny, an hini az poa lavaret deomp e oa e vamm-gozh o chom e Brennilis, Fredo ?
Fredo Fleury zo war ar skaoñv a-dreñv, ur pezh penn ribourz deuzoutañ, o klask cheñch piloù, pe seig, war e gamera.
- Erwan Strauch, lâret m eus deoc'h dija. Anat eo n'eo ket anv e vamm, kentoc'h hini e dad, setu n'eo ket un avañs klask ur vaouez anvet Strauch dre amañ.
- Ha ne c'hellez ket goulenn gant Sophie peseurt anv he deus mamm ar paotr bihan ? Sur emañ an anv war ar fichennoù a zo bet leuniet e penn kentañ ar bloaz, pa oa bet enskrivet ar paotrig.
Respont ebet a-berzh Fredo.
- Pemp eur ha kard eo, eme Jean Luc Delarive, ar c'hazetenner. D'an eur-mañ e tle bezañ achuet he skol ; telefon dezhi bremañ diouzhtu, mod-se e c'hellimp gouzout.
Hag e astenn e bellgomzer-doug war-zug ar skaoñv a-dreñv.
- Roet eo bet din ma sac'h gant Sophie, a respont egile, teñval e benn hag e vouezh.
- Ah, merde ! a estlamm egile, gant un tamm nec'hamant en e vouezh. Sellet a ra gant un astez truez ouzh e gameraman. " Abalamour da se ez eus ur fas karn diouzhit abaoe omp aet kuit deus Paris ? "
Sioulder nec'het etrezo.
- Sklaer eo an amzer c'hoazh, a lavar a-benn ar fin ar Chauvet, an trouzer mod nevez. Moien zo da filmañ en diavaez amañ. Ha goude-se ez aimp da welet an itron... Madame Le Gac ... Penaos en doa lâret ar maer dija ? Katrin Mariannañ Katell.

*   *
*

Distroet e oa Katrin Mariannañ Katell d'ar gêr goude he merenn vihan e kleub ar re gozh, hag azezet e oa war he c'hador vouret, dirak an tele. Gras a gave d'an eur-se, en he zi kled, gant hec'h arrebeuri -he re hag ar re a zeue dezhi a-berzh he mamm- en-dro dezhi. Hag e teue c'hoazh dirak he daoulagad skeudennoù eus he bugaleaj en ti-mañ, paotred Mariannañ Katell, he breudeur, pemp paotr koshoc'h eviti, eus Jean Marie Mariannañ Katell, he breur henañ, betek Bastien Mariannañ Katell, bidoc'hig e vamm, ha Mariannañ Katell, kapasite ganti bemdez Doue, o ren war an holl dud-se. Ha bremañ, petra he deus-hi d'ober ? Gortoz mare koan en ur sellet deus an tele.
Ur biz bantet war-zug ar skramm : klik ! TF1. Bruderezh evit un telefon bennaket. Da gac'hat. Daou viz bantet : klik ! an eil chadenn. Bruderezh ivez, n'eo ket gwelloc'h. Kendelc'her a ra da zappiñ ; tri biz : klik ! FR3. N'he deus ket soñj ken abaoe pegeit e teu a-benn da zappiñ netra nemet en ur astenn an niver a vizied a faota etrezek skramm he fost bras ; pemp pe c'hwec'h vloaz zo, marteze. Evel-just ne c'hell ket kaout M6 gant an doare-se, mes evit ar pezh a zo da welet war M6, Loana l Loft o hejal he zezh ha Laure é piso ba'r piñsin ha mont maez da c'hoarzhin...
Souezus eo penaos e oa kresket o galloudoù kuzh, o fouvoarioù evel a lârent, gant tud Brennilis. Soaz Paj deus Kermorvan n'he doa tamm poan ebet oc'h enaouiñ hag o lazhañ ar gouleier en he zi, netra nemet en ur ober ardoù gant he beg, hag If Laorañs deus Kosforn, paotr yaouank kozh a-viskoazh, a lakae e vekanik-gwalc'hiñ da vont en-dro hag a droc'he anezhañ en ur ober " pouf " warnañ. Evit ar feraj, avat... Evel a lâre d'ar re all :
- Kaer m eus pozañ ar fer dirak ma rochedoù, hag hopal : " Hei piti ! " dezhañ, ne ra ket al labour e-unan.
Mes se oa evit diskouez da merc'hed ar c'hleub e veze ordin rochedoù feret aketus gantañ war e gein. Ha pet ha pet all a zeue a-benn da brennañ dorioù o oto, da lazhañ o sunerez-poucher pe o grek kafe tredan just gant ur vuzell dreufles pe ur bufadenn beg kaset brav war-zug ar pal. Betek Mari Jef Nestavel, ur gleukez ma oa unan, a gonte fout petra gwechall, hag a oa kresket he skiant vad hag he gouiziegezh en un taol, ken e kaozee evel ul levr bremañ, hag ez eo kazimant skritur moul a gleved o tont er-maez eus he beg. Gwir eo ez eo hi a oa bet o chom tostañ tout deus ar greizenn. Hag Amélie Gwern, neuze, hec'h amezegez, hag a zeue a-benn hep mank da welet petra a dremenfe e-pad an dek munut goude !
Alo ta, an telefon o son, bremañ. Sevel a ra Katrin ha mont da dapañ ar machin plastik.
- Hell ! Amélie, penaos emañ kont ?
- Delc'her da vont, Katrin, mes emaon o paouez gwelet tud TF1 dirak da di. Hast buan en em brepariñ da zigemer ane'o, rak a-benn pemp munut marteze e vint aze. Ken bremaik, dont a rin da welet penaos e vo bet kont war-lerc'h.
Opala ! Tud TF1 ! Gwir eo emaint abaoe tri devezh er vro, o klask gwelet troioù fizik, mes en em renket o deus an dud evit nompas diskuliañ netra deus o fouvoarioù ; degemeret e vezont seven, ha setu tout. Mes piv biskoazh zo bet o toupinañ tud Brennilis hag o boazioù nevez da dud an Tele ? Tennañ a ra Katrin he saro gozh, lakaat ur jiletenn c'hloan nevez en dro dezhi, un taol krib en he blev, ha prest eo da gontañ kaer gant ar barizianed. Mes ma int deuet da welet burzhudoù, e vo ret dezhe adtremen.

*   *
*

- Betisoù tout, a lâr Mari Jef Nestavel d'he c'hazh Stentor, tra m'emañ abadenn TF1 war Brennilis oc'h achuiñ. Efed ur greizenn nukleel war an endro a oa sañset bezañ, ha petra zo bet diskouezet war ar skramm ? Brug sec'h ha troñjoù lann, ar yeun dindan al latar, skeudoù gwez haleg tortet betek an douar gant brankoù o sevel pik diwarne, evel ma ra kement gwezenn haleg en ur prad gleb, gwez youed daoubleget dindan an avelioù Kornaoueg ha Gwalarn, Célestine Robin o jilgammañ war hent ar vourc'h ha Pierre Morvan etre daou vanne o teuler e vallozh war EDF. Ma Doue, evel-se evedo ar vro hanter-kant vloaz so dija, gant lann brezhoneg, hesk ha broen ha gwez itik ; Pierre Morvan a lonke a-raok mont d'ober e goñje ha Célestine a oa kamm dija bloaz he fask kentañ, ha n'eo ket efed ar greizenn eo. Eüruzamant n'eus bet den ebet sod awalc'h da vont da ziskouez e droioù fizik.
Emañ ar c'hazh o c'hlebiañ e bav dehou, daoust ha tremen a ray anezhañ war e skouarn evit diouganiñ ur rêz azalek warc'hoazh ? Kollet, se a oa evit treiñ ur bajenn.
- Ma, gwellañ m eus d'ober eo mont da gousket, a lâr Mari Jef en ur sevel evit mont da lazhañ ar post.
- Gortoz, digor an nor din ma c'hellin mont er-maez da logota, a respont Stentor. Hag ouzhpenn-se, deuet eo merc'h vihan Jermen Jezekel da vakañsiñ, ha degaset he deus ganti ur gazhez vihan goant, mmmm ! Mechañs e vo laosket da vont er-maez en noz-mañ...
Digoriñ a ra Mari Jef an nor d'he zargazh. En em silañ a ra hemañ er-maez.
- Sell, Mari Jef, e c'helli dastum ma levr war an estajerenn ? Pa glaskan ober ma-unan e vez mazaouet ar golo gant ma dent.
- Mad eo, graet vo.
Serriñ a ra an nor war-lerc'h ar c'hazh ha dastum al levr diwar kador vouret al loen. Jacques Derrida, a lenn-hi, De la grammatologie. Klenkañ a ra al levr war an estajerenn.
- Sapre Stentor, emezi, ma talc'h da vont evel m'emañ partiet, e teuy a-benn da lenn an Télégramme en e hed a-raok pell...

 

Yann Gerven
23 XI 2001


(c) Yann Gerven 2001




Hosted by www.Geocities.ws

1