AR PASK KENTAÑ


I

Ar wech diwezhañ 'oa bet kaoz deus ma mamm-gozh ar jeneralez a oa deus taol :
- Petra 'vedos o lenn en da gampr evit dont ken diwezhat-se da zebriñ ? a c'houlenn Monique ma mamm.
Darbet eo bet din respont de'i a-dak e vezan aliesoc'h eviti o soursial deus ar prejoù, mes war ma zu mat e oan an deiz-se, moarvat.
- Un danevell gant Garcia Marquez ; tremen a ra e Catalunya. Istor ur c'hast kozh hag a zo bet sorc'hennet e-pad he buhez kaout he bez e-kichen hini Buenaventura Durruti, e bered Montjuich.
- Se zo just chouk da Varselona, eme Joel ma zad, a oa ene er miz paseet.
Gwir eo, e tleje din bezañ hastet a-fo un tammig evit ur wech ma oamp hon-tri deus taol, ma zud ha me. Chom a raomp didrouz ur pennadig, pep hini en e soñjoù ha gant e voued, ha neuze e welan ur mell mousc'hoarzh o 'n em ledañ war diweuz Monique.
- Ha neuze ? emezi en ur sellet diou'in.
Maaa...An danevell ?
- Neuze ? Ur c'hast war he leve eo, fachet eo gant he mignon diwezhañ , ur frankist a-gozh, hag aon he deus a vezañ ankouaet gant an dud. Desket he deus d'he c'hi ar mod da ouelañ, ha desket de'añ ivez dont d'ar sul da ouelañ war he bez.
C'hoarzhin a ra Joel :
- Degas a ra soñj din deus ma moereb Mitia, ur c'hoar da'm mamm-gozh. Aet e oa 'ouezan ket pet kwech da ammerdiñ tud an ti-kêr evit kaout ur plas a-feson er vered, etre tud dereat. A-benn ar fin eo bet interet etre ur soudard aostralian hag ur barizianez a oa marv er gouent. Ne ouezan ket petra he dije kavet da lâret de'o ez vev.
Mouezh laouen Monique :
- Evedon dres o klask piv a c'hellfe plijout da'm mamm evel amezegez, mes re sur n'eo ket Durruti a vefe ! Un anarchist ? M'en argas !
Ma ! Gouest eo bet Monique da heuliañ hon kaoz e-pad ouzhpenn pemp munut, hep ma vije aet he spered da nijal asambles gant Pauli pe Gell-Mann. Ne ouezan ket petra 'zo ; fin ar bloavezh-skol, dija, er Skol-Veur ?
- Intañvez ar marichal De Lattre ? a ginnig Joel, ha ne gar ket kaer e vamm-gaer.
- Jean Paul Sartre ? Abaoe keid-all n'eus ket bet paotr ebet o luchañ warni, a lâran da'm zro ; aze e vije unan...
Chom a ra Monique da soñjal :
- Gwelloc'h evit se, mechañs ! Unan dimeus priñsed an Iliz, ma c'hell, ne vije ket re eviti.
- Mgr Dupanloup ! emon-me.
- Pète-en-soie, eme Joel hag a lenne Le Canard Enchaîné bep s'un a-raok ma vije troet da gozh klakennaj parizian. (1)
Darev omp da jaodreal da vat pa glevomp sonerez an nor-dal, un taol berr-kenañ. Paotr al lizhiri zo o paouez tremen hag en deus sinet evel-se. Mont a ran da welet : daou lizher deus an ti-bank evit ma zud, unan all deus ur Skol Veur en Alamagn, hag unan c'hoazh deus Neuilly. Gast, skrivet gant ma mamm-gozh ac'hane. Video lupum, evel ma vez lavaret pa ouezer galleg flour.
- Tuchentiled Neuilly o skrivañ deoc'h, emon-me.
N'eus ket pres bras gante sellet petra zo er golo-lizher. N'eus ket daremprejoù aes etre ma zad hag e dud-kaer, rak ar re-mañ n'o deus ket pardonet d'o merc'h dimeziñ dre garantez, ha n'eo ket dre interest. Se 'm eus komprenet tamm ha tamm ; pa geñverian ma Mammy gant he zi 400 m² e Neuilly ha Meme e Illienn Serpil gant he lapined hag he yer, e welan an islonk a zo etreze.
Gant un huanad e tap Monique al lizher hag e lenn :
" Emaon e-soñj dont d'ho kwelet evit pask kentañ ma merc'h vihan..."
Chom a ran skodeoget. Trizek vloaz 'm eus abaoe miz Genver, me 'soñje din e oa echu gant tout an traoù-se, abaoe 'oan bet skarzhet deus ar c'hatekiz daou vloaz 'so.
- He, ho ! Ret 'o lakaat ur freñ war an hini gozh ! Klasket he doa dija lakat ac'hanon d'ober ma fask pa oamp c'hoazh e Pariz, teugellet e oan bet, añfin...
N'oa ket padet pell daou vloaz 'so. Ne ouien ket ma fater, ha ne faote ket din krediñ en doa gallet Jezuz Krist pignat d'an neñv hep keflusker na booster. Graet 'm boa ouzh an itron Duranteau, hag a oa karget da gelenn deomp dogmoù an Iliz, goulenn an teologour Drewermann : gant ur c'hamera, daoust ha gallet 'm bije ober ur film gant Jezuz Krist o tistokañ deus an douar da Yaou Bask ?
Memes pec'hed evel Drewermann, hag ur binijenn hepken evit un hevelep pec'hed : skarzhet.
Emañ Joel o vousc'hoarzhin ha Monique o kendelc'her gant he lennadenn :
" En em renket en deus ho tad gant eskob Kemper. Marie a c'hello ober he fask kentañ hep mont d'ar c'hatekiz a-raok. "
- Deuet eo a-benn Papy da lakat e deir steredenn da stirlinkat er penn all d'an orjalenn, moarvat, a lâran.
- Hag estreget e deir steredenn, moarvat, a lâr Joel.
- Ha shuntet person Plougastell en afer, eme Vonique, fizikourez betek en he zroioù-lavar.
Un tamm harp a c'hellan gortoz deus an tu-se, marteze. Hardi'aat a ran :
- N'omp ket oblijet da sentiñ ouzh an daou barizian-se, memestra !
Allaz ! Sant Yann, pa varvas ! Monique zo chomet parizianez a galon, ha se n'en deus ket plijet de'i :
- Trawalc'h a reuz a oa bet abalamour dit p'hon doa ranket kuitaat Pariz, setu ar wech-mañ e senti !
Arbitraire, ma rêr ! Gwir eo o doa ranket kuitaat Paris tra penn din, goude ma `m boa lakaet ar jeneral kozh Espérandieu da velver gant ul lamm kalon, ha me o lenn de'añ ur bajenn skrivet gant Bakounin. Mes n'eo ket hiriv c'hoazh e sentin ouzh un diviz ken droch hep diskutal a-raok.
- A-benn miz ac'hann 'm bo trizek vloaz hanter, hag ur metrad dek ha tri-ugent evel ma 'c'h on partiet. Gwelet a rit ac'hanon gant ur sae hir e doare aelez ar Baradoz, gant bleunioù sivi em blev, ur mell chergudenn e-touez merc'hedigoù peder rahouenn 'met teir ?
Boulc'het he deus ma mamm ur pezh prezegenn evit displegañ e oamp fachet gant Mammy ha Papy Neuilly abaoe daou vloaz dija, ha ma oa tro bremañ da zifachiñ e oa ret din-me plegañ, ha pa oa dav evit se dougen ur vrozh hir gwenn un devezh-pad.
- Marteze 'peus ket remerket, mes me zo savet divronn din dija ; gwelet 'peus bet aelez gant divronn ur wech bennak ?
Ur vuskenn he deus graet en ur sellet deus an div dorgennig vihan a oa o tiwanañ dindan ma hiviz, ha Joel en deus kroget gant un ton gavotenn :

O na rit ket kement a reuz
Sakre bandenn gisti,
O na rez ket kement a reuz
Gant ar pezh a' peus !

- Aelez hep divronn kennebeut 'm eus ket bet gwelet, he deus lavaret ma mamm en ur sevel deus taol, evit diskouez e oa klozet an abadenn.

Aet on kuit deus an ti. Aet on da gaout Jukondin, rak digant piv goulenn un tamm frealz, a-hend-all ? Schrödinger ar gazhez a oa o heoliañ war ar vurig dirak an ti, mes santet he deus ne oan ket prest da chom da flourañ ane'i ha kavet he deus gwelloc'h steuziañ e-mesk an hortensia.
En ur arriet e ti Jukondin, 'm eus kavet e vreur bihan, Nuz ; sell, unan hag a zo d'ober e bask kentañ ar bloaz-mañ ivez, peogwir emañ er c'hwec'hvet klas.
- Kondin ! 'n em gavet ma c'hoar-gaer ! en deus bleujet.
Graet 'm eus ur c'hruz da'm skoaz, ha pignet on betek kambr e vreur bras.

Kroget o doa an traoù etre Jukondin ha me bloaz hanter 'zo. En ur sal-permanañs e oamp, talc'hari a bep sort en-dro deomp, ha hennezh bras em c'hichen o sellet deus plañioù moteurioù ha deus grafikoù.
- Sell, ur c'heflusker Wankel, a lâran a-greiz tout.
Hag eñ da sellet diou'in gant daoulagad ront ur yar alvaoñ, da gentañ, ha gant interest, goude-se.
- Gouzout a rez dimeus an traoù-se ? a c'houlenn.
- Un tammig.
Ha neuze on chomet da sikour ane'añ da glask un dra bennak war e c'hrafik, padal, 'm eus ket klevet ar c'hloc'h o son ha diwezhat e oan war-lerc'h, ken on bet tapet gant an evezhier meur. Leñvañ a raen, peogwir e oan bet skandalet - a-hervez 'm boa graet ur respont dichipot ha difoutre -, peogwir em boa ur binijenn droch d'ober - adskrivañ div bajenn hep mann ebet da glask -, peogwir ne gavfen den ebet en ur en em gavout er gêr, Monique a vije diwezhat o tont deus ar Skol Veur, Joel a oa e Bourdel betek fin ar s'un. Memestra e oa ret da'm c'halon kaletaat ; chomet on da gempenn ma figur ha ma blev a-raok mont kuit eus ar skolaj.
Jukondin a oa o c'hedal ac'hanon dirak ar porrastell, gant ur mousc'hoarzh lentik.
- Gouelet 'peus, emezañ en ur gregiñ em brec'h kleiz, ha 'm eus ket gallet miret, ranket 'm eus gouelañ adarre, ha digemeret 'n deus ac'hanon etre e zivrec'h, hag e leñven par ma c'hellen war e anorak c'hwezh ar c'hi gleb gantañ, tra ma tremene e vizied em blev, hag e kaven gras bezañ aze kentoc'h eget bezañ ma-un er gêr dirak un tasad chokolad, hag e leñven muioc'h c'hoazh dre ma santen e alan tomm ha tener war ma skouarn ha war ma c'hil, ha chom a raen aze hag eñ ne grede ket fiñval ivez, daoust d'ar yenïen.
- Ambroug a rin ac'hanout betek ar gêr, en doa lavaret a-benn ar fin.
Hag abaoe an deiz-se 'm boa kavet ane'añ seul daol ma 'm boa ezomm a vezañ frealzet.

O labourat e oa war e wele, o klask repariñ ur votez sport. Kreskiñ a ra e dreid kement ha ma re ivez, douetus. Taolet en deus ane'i en ur c'horn eus ar gambr ha savet eo da zont da bokañ din. Trist eo din anzav kement-mañ, mes koa'hañ a ran ( evel ar c'hoar dirak an tan ) pa vezan etre e zivrec'h ; en em frotañ a ran outañ, gwashoc'h evit ur vandenn baper da bakañ kelien.
Ur wech achuet hon frapad kentañ lip-muzelloù, e kontan de'añ danvez al lizher emaomp o paouez resev, mes an taol-mañ ez eo komzoù dipitus a glevan gantañ : n'eo ket fall kaout darempredoù gant e dud kozh, degas a reont atav un dra bennak disheñvel diouzh ar pezh eo gouest ar re all da zegas. Aes eo de'añ lâret, emañ e bevar a re gozh o chom e Plougastell, hag ouzhpenn, un tonton Daig amañ, ur voereb Maitiodina aze, ur vamm gozh kuñv pemzek vloaz ha pevar-ugent e Leur ar Marc'h, bet e oan ur wech asambles gantañ o welet ane'i, plijet a ra de'añ komz brezhoneg ganti zoken. E-kichen me 'm eus daou istrogell war-nes dibarkiñ deus Neuilly, hag a vo o vouzariñ ac'hanomp hep ehan gant doare Charles Pasqua, problemoù RPR Paris, ar c'h-CAC40, kresk pe digresk ar Bours, an tailhoù evit paeañ feneanted, ar mitizhien o klask bezañ paeet en tu all d'ar SMIC, hag all, hag all. Jukondin ne c'hell ket kompren ; en em lakaet on da leñvañ ; stardet en deus ac'hanon un tammig muioc'h.
Evit afer-se ez eo ar memes randonenn a gleven gantañ : mont memestra d'ober ma fask kentañ. Pelec'h 'ta e oa ar paotr en doa prestet din Testamant Jean Meslier hag en doa bet ganin oberennoù klok Alfred Jarry da lenn ? Ouzhpenn-se, en doa restaolet ane'e din asambles gant un droidigezh en doa graet eus ar Basion e Stumm ur Redadeg Biloioù en brezhoneg. Santout a raen e oan war-nez birviñ, hag e teue komzoù taerroc'h-taerrañ ganin.
- Hag out prest da zont da welet ac'hanon o vale d'ar paz soudard betek an iliz ? Oh when the saints go marching in, ha tout an traoù-se, moarvat ?
Dispeget 'm eus dioutañ, fuloret an tamm ac'hanon. Remerket 'm eus neuze e oa prest son kentañ pardon Sant Biroullig da dregerniñ gantañ ; war he zu mat e oa ar vazhoulenn, deñ. Feuket e oan, ha fier din war un dro. Bravat efed a rae ma c'hounnar warnañ !

II

Deuet e oa an devezh bras, miz goude, ha deuet e oa ivez Mammy ha Papy Neuilly gant o BMW nevez. Da nav eur 'm eus kuitaet an ti, gant ma sae wenn, ma gouel wenn ha ma c'hurunenn bleunioù en ur pakad dindan ma c'hazel ; un digarez dispar 'm boa : ret e oa da bugale ar pask kentañ en em gavout a-raok an eur evit pleustriñ war ar c'hantikoù, prientiñ ar brosesion betek an iliz. Aet on war-eeun da di Jukondin ; roet 'm eus ur bouch d'e vamm - da'm soñj e vo honnezh ur vamm-gaer jaojapl diwezhatoc'h - ha kavet 'm eus ma muiañ-karet o tont er-maez eus e wele. Nuz a oa dija gant e zilhad cheuc'h hag e sae wenn, o tebriñ un Twixt e foñs ar guizin. Debret 'm eus ma dijuni asambles gant Jukondin ; chomet e oan hep begad ebet betek neuze, gant daoulagad sparfell Mammy o parañ warnon e kenkaz e vijen aet re dost deus ar frigo ha re bell diouzh ar stad a c'hras war un dro ; tremenet eo e dad, a oa o klask skoulmañ e gravatenn, ar pezh ne rae ket bemdez diouzh ar mod ane'añ, ha farsal neuze diwar-benn geol an Ifern prest da lonkañ ar re na chomont ket war yun a-raok ar gomunion.
Ur wech aet kuit e dud - ha klevet ar son diwezhañ abaoe pell zo - e kinnig Jukondin din :
- Goût a ran petra en deus bet Nuz evit e bask kentañ : embannadur diwezhañ ar c'hoari Duke Nuk `em. Mont a raomp da welet ?
Ma, ma, ma. Hanter-kant vloaz so e vije bet prenet da Nuz ur chapeled nevez-flamm gant ur chadenn hag ur groaz alaouret. Daoust ha pedet e vijen bet ivez gant Jukondin da lâret un dizenez warnañ, da welet hag-eñ e ruilhe brav ar greunennoù etre ar bizied ? Chañch a ra ar boazioù. Da c'hortoz emañ Jukondin o kargañ ar c'hoari war e urzhiataer ; gwelloc'h `m bije kavet an Deus ex machina, ma ranker saveteiñ an Douar diouzh ur mikrob a ginnig distruj ane'añ, mes deomp de'i evit Duke Nuk `em. Ha dirak ar skramm-mañ on krog da empentiñ penaos e c'hellan en em zigoll deus tout ar strell a oan bet kondaonet da c'houzañv hiriv.
Chomet omp da lazhañ, da ziskar, da zistruj, da zic'hastañ tud drouk, lazherien, riblerien, spierien a bep sort. Tapet ganin al lusk, e chome paret ma selloù war ar skramm, gant ma dorn dehou prest da skeiñ war an touchennoù pe da bouezañ war al logodenn. Tomm-ruz e oa din goude ar g-kalachnikovchtchina-se,(2) pa `m eus taolet ur sell war ma montr.
- Bloody wars, emon-me, I'll be in for the last gospel !
Graet `m eus ul lamm war ar voest kartoñs a oa deuet ganin, ha dispaket ar sae wenn, ar ouel gwerc'hez - adlennit « De velandis virginibus » gant Tertullian, `m eus aon, ma soñj deoc'h ez eo er C'horan hepken e vez kavet seurt lotaj - hag ar gurunenn bleunioù.
- Hep kontañ `po droed da gaout ur sarmon c'hoazh war-lerc'h hag evit ar memes priz, a lavar Jukondin en ur c'hoarzhin.
- Tro da gein, kentoc'h !
Red eo din tennañ ma blue-jeans ha ma sweat-shirt, ha n'eo ket abalamour omp kustum d'ober frigas muzelloù asambles e roan koñje d'al lankon bras-mañ da darluchañ war ma divronn pe ma divorzhed. Sentet en deus kerkent.
- Aesoc'h eo din anzav an dra-mañ bremañ pa `m eus troet ma c'hein, a respont-eñ gant ur vouezh mouget-eston ; divizet `m eus ez eo ganez, ha gant plac'h all ebet, e kouskin evit ar wech kentañ, diwezhatoc'h, ur wech bennak...
Ma oa tomm-ruz din goude Duke Nuk `em, goude ur gofesion evel honnezh e oan deuet da vezañ mouk, gwashoc'h evit ur gajoiad sivi Fertilite mad d'ober koñfitur. Talmat a rae ma c'halon par ma c'helle, mes ne `m boa ket amzer ken ; karet a raen Kondin ken a raen, ha dres d'ar mare-se `m eus gouezet penaos leurenniñ ar pezh-c'hoari evit an nemorant deus an deiz.
Paseet `m eus ma sae dreist ma fenn hast a-fo, lakaet `m eus ar ouel a-zic'hast, giz ma teu e teu, ha plantet ar gurunenn bleunioù a-bempoù warni ; boutet `m eus ma dilhad dindan gwele ma muiañ-karet gant un taol troad, ur mousc'hoarzh tener `m eus resevet en eskemm, ha neuze `m eus ket gallet miret, bouchet `m eus de'añ ur wech c'hoazh, hag aet on war-zug an iliz d'ar pevarlamm ruz. Fin ar gomunion e oa ; aet on da heul ar barrezianiz diwezhañ, dialanet tout, gleb c'hweziñ hag o halpat re-bar d'ur giozenn gozh, ha santout a raen daoulagad souezhet Plougastelliz o heuliañ ac'hanon bep ma tostaen deus ar chantele. Da c'houde, evel-just, e oa chomet peg an hostiv deus ma staon, setu e oan o skrabañ ane'i gant ma biz-yod en ur zont en-dro betek ma flas ( mes pelec'h e oa ur plas evidon, pelloc'h ?). Gwelet `m eus tud Jukondin e-mesk an engroez ; distardet e oa bet skloum e gravatenn gant an tad, ha dibrennet e golier. Graet `m eus ur sinal beg de'añ, ha c'hoarzhet en deus o welet e pesort stad e oan. « Santez Blandin o paouez dichapiñ diouzh al leoned », en deus lâret din abaoe. Remerket `m eus ivez Monique ma mamm, a oa o skrivañ un dra bennak war ur c'harnedig, pell, pell diouzh iliz Plougastell, hag he merc'h pennhêrez o tremen hebiou de'i goude bezañ dinac'het Satanaz, e oberoù hag e bompadoù.

Pemp munut goude, evedon er-maez, adkavet ganin ma zud ha ma c'herent, ar familh deus tu Monique, pa lârin mad. Meme Illienn ne oa ket ganeomp : intañvez ur pesketaer deus ar C'haro n'he deus tra ebet da welet gant ur jeneral (ER), ha nebeutoc'h c'hoazh gant ur jeneralez. Ouzhpenn se, evit an dro gamm e oan e-soñj c'hoari, e kaven gwelloc'h e vefe pell ; karet a ran ane'i, e kenkaz e kredfe deoc'h ez on diseblant ouzh an dud tro-dro din.
Monique a oa deuet en-dro war an douar ; gant ur mousc'hoarzh he deus renket mod pe vod ar ouel gwerc'hez hag ar gurunenn.
- O, Marie Penn Truilhenn, emezi, kinklet out a-borc'hell, `hat !
Gwelet `m eus un hanter mousc'hoarzh o tont war dremm Joel, mes n'en deus lâret netra. Ha Mammy, neuze :
- E pelec'h e oac'h chomet ? Mervel gant ar vezh em bije graet a-raok krediñ dont d'an iliz goude ar gomunion da zeiz va fask kentañ evel m'hoc'h eus graet-c'hwi dirak va daoulagad.
Affirmativañ a ra Papy, gant un taol groñj en a-raok. Krizañ a ra Monique he zal en ur sellet tro ha tro ouzhin hag ouzh he mamm, gant ar santimant dispis he deus manket un dra bennak. Nebaon, a-raok pell e klevi :
- An dimezell Kervella zo degouezet en oferenn evit an aviel diwezhañ, ha ne gavit netra da rebech dezhi ? En amzer-me, ne vije ket bet asantet d'un hevelep emzalc'h, hag e vije bet an hu warnon.
Affirmativañ a ra Papy adarre, mes ar mod m'eo bet distaget an « dimezell Kervella » gant ar jeneralez S... de V... de la B... en deus lakaet Joel da gosteziañ deus ma zu. Sevel a ra abrantoù Monique evit goulenn un tamm diskleriadenn eus ma ferzh, mes kendelc'her a ra Mammy tra ma klevan Joel o tisplegañ d'e wreg e oan arruet un tammig diwezhat en oferenn.
- Bravañ devezh hon bugaleaj e oa devezh hon pask kentañ, gwechall ; santet em boa fraezh en doa Jezuz kavet bod em c'halon an deiz-se. Un devezh eürusted ha levenez, ya, un devezh diankoua e oa bet evit holl merc'hed Passy.
Troc'hañ a ran he c'homz de'i :
- Mes hemañ zo bet un devezh diankoua ivez evidon, Mammy !
O, ya, Intron, ma ouifec'h ! Emaon o tont a gimiadiñ diouzh ur paotr yaouank hag en deus lakaet en e soñj ez eo me a vo en e wele pa gousko gant ur plac'h evit ar wech kentañ. Dibabet en deus ac'hanon evit bezañ ar plac'h-se, ha ne soñj ket din e vin prest da ankouaat an dra-se a-raok pell. Re sur emañ al levenez o splannaat war ma bijaz, rak gwelet a ran gwrac'h Neuilly o tostaat c'hoazh :
- Petra oc'h chomet d'ober, Marie ?
Ober a ran ur c'hruz da'm skoaz. Da gac'hat ganti. Ne respontin ket, pas memes evit lâret ur gaou de'i. Ha ma lâran de'i ar wirionez, ne gompreno ket. Mont a ran da gaout Joel ha Monique, kentoc'h ; kement a dud zo hiriv er vourc'h ken eo chomet o gwetur seizh kant gourhed diouzh an iliz da nebeutañ, setu ez eus ur frapad mat a hent d'ober war droad. Alleluia, pebezh joa ! C'hwibanat a ran gant al levenez. Laouennaet eo Monique o welet ac'hanon o tivouzhañ.
- Petra eo an ton-se emaout o c'hwitellat ? a c'houlenn a-greiz-tout. `M eus aon `m eus bet klevet ane'añ c'hoazh.
Teuler a ran ur sell a-gorn warni. C'hoant he deus da gaout ar pozioù ? Bez he do ane'o, ma Doue !

Elle perdit son pucelage
Le jour d'sa premièr' communion,
Tonton, tonton, tontaine et tonton...

- A ya, gwir eo, emezi, kanet e veze ganeomp e Fontenay.
Ha neuze e chom sonnet e-kreiz ar pavamant, digor he beg gani e-pad pemp segondenn.
- Se an hini eo a zo en em gavet ganit ? a c'houlenn strafuilhet.
- Divin ! a respontan dichipot.
Chom a ra skodeoget da zislutañ war he fennhêrez. Lammet o deus Papy ha Mammy war o hini dija, hag homañ, paour-kaezh plac'h, n'eo ket evit herzel ouzh he zud evel ma on-me gouest d'ober. Sell, anzavet eo an torfed d'he mamm douetus, rak emañ homañ ziwezhañ o paouez teuler ur sell warnon evel war un tamm teil moc'h. Klevet a ran bommoù deus prezegenn hini gozh Neuilly, da gentañ e timezer gant n'eus forzh piv, goude-se e saver bugale hag a lavar te d'o zud, bugale hag a chuchamucha chouchimouchou teuc'heugn teuc'heugn deiz o fask kentañ. Affirmatif, a lavar ar jeneral gant un taol tourt goude pep frazenn, ar pezh a laka ane'añ da vezañ heñvel deus ul leue o tenañ. Tennet he deus Monique ur mouchouer ( paper, siwazh ) deus he sac'h bihan du, hag emañ o vont da dorchañ ul lagad... Alato n'he deus ket kredet em boa... Fentus eo, memestra, pegen genaoueg eo an dud desket ! Mes gwir eo on bet tost, bremaik, e kambr Jukondin...
Chomet eo Joel a-gostez e-keit-se, gwelloc'h e kav laosker kouez Neuilly gant tud Neuilly, moarvad. Emaon bremañ o heuliañ ar brosesion dek gourhed war-lerc'h an duchentiled, asambles gant ar partabl, na petra `ta !
- Petra `c'hoari ganez hiriv ? a c'houlenn Joel ouzhin.
Treiñ a ran ma zeod seizh kwech em genoù a-raok respont. Jalouz eo an tadoù deus o merc'hed bras, an holl a oar se ; moarvad n'eo ket disheñvel Joel diouzh ar re all, ha ne `m eus ket c'hoant e yafe da revolverizo pe da gontellikañ Jukondin abalamour d'ar pezh emaon o vont da lâret de'añ :
- Darbet eo bet din..., darbet hepken, heñ ?... Darbet eo bet din koll ma hini glas er mintin-mañ...

Yann Gerven
6 XI 2001


(1) Moranv roet da Mgr Grente, arc'heskob Le Mans. Er bloavezhioù 1930, e oa bet kavet gant La Fouchardière, kazetenner er C'hanard, e oa perc'henn an arc'heskob war ar fouzhtier a oa sko an eskopti : prenet en doa ane'e gant ar soñj skarzhañ ar stupr hag ar fornikasion deus kreiz-kêr, padal, ne deue ket a-benn da skarzhañ e feurmourezed, hag a baee de'añ o goumikael pizh-ha-pizh.
(2) Pougatchovchtchina : the Pugatchev revolt, hervez ma geriadur ruseg-saozneg.


(c) Yann Gerven 2001




Hosted by www.Geocities.ws

1