YANN G'E VEC'H LANN, KEIGNARD G'E VEC'H LARD



" Voici l'heure - midi moins dix-
Où j'entre en un sacré délire "
Fourest. Le Géranium Ovipare.

" Que jamais l'art abstrait
Qui sévit maintenant
N'enlève à vos attraits
Ce volume étonnant "

Brassens. Vénus Callipyge.

I

Direderez, tec'h, tec'h,
'Mañ ket aze da lec'h
Nag aze na neblec'h.
Kae dreist nav mor ha nav menez
Ha nav feunteun a drugarez
D'ober annez ha tiegezh.
Diwar tri e teu daou,
Diwar daou e teu unan,
Diwar unan n'eus mann ebet,
Evel-se bezet graet.

C'hwezhañ a ra Yann Geignard teir gwech war gein ar vaouez kozh a zo azezet war ur skaoñv dirakañ.
- Pu ! pu ! pu !... Bon, mat e giz-se, e c'hellit lakaat hoc'h hiñviz en-dro.
- Mat e giz-se ?
- Beñ ya. Graet 'm eus ar pezh a ouvezen ober. Bremañ zo lod hag a lâr : " Zona, zona, kerzh kuit deus aha ", mes se 'zo un doare nevez da lâret an traoù. Me zo chomet gant ar c'hiz kozh.
En em wiskañ a ra Louise Derrien dindan selloù he merc'h Muriel ha re an diskonter.
- Sañset e tleje ar boan tremen a-benn warc'hoazh da noz. Mes a-wechoù e pad muioc'h...
- O, gant ma vo pareet a-raok disul, eme Louise en ur brennañ boutonoù he c'holier.
- N'eo ket tout, mes pegement a vankomp deoc'h ? a c'houlenn ar verc'h.
C'hoarzhin a ra ar paotr kozh :
- Mann ebet evit ar c'houlz. Mes lakaomp e vefec'h pareet, Louise, neuze e rankit dont da brofañ din un dra bennaket, ha pa ne vefe nemet gwerzh ur bannac'h e n'eus forzh peseurt ostaleri. Sañset a-hend-all e teu ar c'hleñved en-dro, hanter gwashoc'h eget a-raok.
Mousc'hoarzhin a ra an div vaouez d'o zro.
- Ken ur wech all neuze, Yann, a lâr Muriel. Ma 'c'h a gwelloc'h gant Mamm e teuin disul a-zeu da welet ac'hanoc'h en-dro.
Aet int kuit. Klevet a raer moteur ur wetur o fraoñval. Mont a ra Yann Geignard betek e vern teil, tro-kein d'e hangar bras, goullo bremañ abaoe ma eo aet war e leve, ha taoler zona Louise Derrien warnañ.

II

Sul vintin a oa. Ur wech ouzhpenn e oa kouezhet ar steredenn Absint war mammenn an dourioù, evel ma skriv ken brav Sant Yann Avielour, setu e oa bet troet an drederenn deus dour ar vourc'h e pastis ha lonket kenkent gant pratikoù an daou ostaleri, asambles gant an div drederenn a chome. Laouen e oa Yann Geignard o tont war droad eus ar vourc'h, da gentañ dre ma ne oa ket un den kintus dre natur, da eil dre ma oa bet taer war an apero, asambles gant kamaraded kozh dezhañ. Evet e oa bet prop, evel ma vez lavaret en terrouer. Mes, ba, deuet e oa a-benn da chom dizimez, ha d'ar sul dreist pep tra e c'helle gwelet pegen gwelloc'h e oa e stad eget hini lod eus e vignoned a-viskoazh hag a vefe graet beg prennet ha fas karn oute en ur arruet er gêr.
Dirak e di e kav ur wetur, un Opel, gant ur vaouez yaouank e-barzh, hag a deu er-maez pa wel anezhañ o tont.
- Sell ! Muriel Derrien. Penaos 'mañ kont gant da vamm ?
- Pareet, sellit, 'mod all ne vijen ket amañ. An deiz war-lerc'h diouzhtu, en ur sevel, n'he doa ket santet netra ken, ha kousket he doa ouzhpenn evel ur babig. Setu eo aet kenkent da flechañ ; hag hiriv emañ da vizitañ Sant-Maloù ha Granville ha n'onn ket petra tout ken gant kleub ar re gozh.
- Mat he deus graet. Setu e oa dit-te da zont da welet an diskonter kozh...
- Beñ ya. Abaoe un nebeud devezhioù e oa o klemm gant he zona, bet o welet ar Piton e Gwerliskin, n'onn ket e pelec'h en deus kavet hennezh e barch medisin, ne 'c'h ae ket gwelloc'h ganti, bepred. Setu 'm boa lâret dezhi, 'mod-se, ha ma 'c'h afemp da welet Yann Geignard e Lohueg ? Ne c'hell ket ober droug dit, setu 'm boa kaset anezhi ganin.
- Er wez-se e ra an dud ar peurliesañ. Evit lâret ar wirionez, nebeutoc'h-nebeutañ a vez...
- Ma, kavet he deus gras o tont amañ d 'ho kwelet, bepred, a gendalc'h ar vaouez yaouank. Lâret he deus din paeañ kement hag ur vizit e ti ar medisin. Mat eo ?
- 'Giz ma vo e vo mat, 'forzh penaos. Gwechall e veze roet din un hanter zousenn uoù, pe ul livr amann, pe ul litrad laezh, pe un tamm kig sall, gwelet a rez ?
Dastum a ra ar C'heignard kozh ar bilhed kant lur hag ar pezh dek lur. Broudañ a ra ar pezh pemp lur a chom etrezek Muriel :
- Gwenneg ar chañs. Chañs da'z vamm da chom yac'h e-pad ur pennad mat, ha da vont da riboulat meur a wech c'hoazh gant kleub ar re gozh.
- O, ma teu dezhi klañvañ, ec'h ouvezin e pelec'h dont en-dro, eme Vuriel gant ur mousc'hoarzh.
C'hoarzhin a ra Yann, en imor vat gant ar c'hwec'h apero emañ o paouez diskenn e ti Robert Not, er vourc'h.
- E oan o konto diwar-benn se gant Mamm, a-raok dec'h, en telefon. Penaos 'peus desket ar vicher-se, Yann ?
- Desket ? Diskontañ 'm eus desket gant ma zad-kozh.
- Mes n'eo ket tout diskontañ, moarvat. Ret eo bezañ donezonet ivez un tammig, n'eo ket ?
- Donezonet n'ouvezan ket. Ret eo bezañ ganet e miz Eost, da gentañ ; se zo evel kizhier miz Eost, mat da sikour al laer amann, mes nul da logota. Kement den ha kement loen ganet e miz Eost zo sorser tamm pe damm.
Mes daoust hag-eñ e c'heller krediñ eo Yann Geignard ur sorser, pa weler anezhañ o vousc'hoarzhin en ur ziskouez e zent melen ?
- Memestra, evit pareañ ur c'hleñved, e rankit lazhañ meur a vikrob...Hag ouzhpenn, evit ar zona, sañset ec'h eo ur virus !
- Aaah, diwall mat ! N'eo ket pareañ hec'h-unan he deus graet da vamm, ha n'eo ket bet koazhet ar virus en un taol. En gwirionez, ec'h eo me 'm eus sammet bec'h ar c'hleñved war ma chouk ; ya, ya, sammet 'm boa he zona, ha kenkent ma oac'h aet kuit, 'm boa klasket ur plas da daoler anezhañ, ur plas ma ne c'hell ket ober droug : un toull mein, korn ur park gant drêz pe linad, ul lanneg kozh zo mat evit se. Ar wech-mañ ne oan ket aet pell, taolet 'm boa anezhañ war ar bern teil.
Chom a ra skodeoget Muriel, teknikourez war ar boued loened, kustum ouzh penisillin, siklosporin ha me 'oar...
- Pesort kleñvedoù tout oc'h gouest da bareañ, evel-se ?
Ober a ra ar paotr ur jestr gant e zorn. Ne oar ket ? Ne faot ket dezhañ lavaret ? C'hoarzhin a ra, bepred :
- Te 'feus ur c'hleñved da bareañ ha ne gredez ket lâret din, n'eo ket gwir ?
- Fidamdoue, nann 'hat...'Welan ket...Yac'h on.
- Deus gwelet da benn, me zo sur ne gredez ket ar pezh am eus displiket dit. Setu, lâr din, sur 'feus ur c'hleñved bihan, marteze ur vizerig a netra, un dister diaezamant bennaket o hegasiñ ac'hanout. Ur pistig pe un tamm burbu pe...N'ouvezan ket, me...
- Ma Doue, nann 'hat... War-bouez dek lur a re, marteze ?
Ha lopata a ra war he divlez gant he daouarn. Sellet a ra Yann outi gant un aer mantret ; evit ar wech en deus bet kavet bravoc'h ar merc'hed a oa kig dioute. Gwelloc'h rontoc'h evit pikoc'h, evit dreveziñ ar c'hrennlavar. Hag homañ, ma fe, zoken ma n'eo ket ur bern eskern dichapet deus ar garnell, e tle bezañ brav d'he gwaz delc'her anezhi etre e zivrec'h. Hag emañ-hi o klask koll c'hoazh ? Biskoazh !
Gant imor ha nerzh e c'hwec'h banne, en em sant prest da bareañ n'eus forzh pesort kleñved, zoken hennezh :
- Se 'm eus ket bet graet biskoazh, nemet e c'hellan esaeañ, da welet.
Displegañ a ra ar c'hanape a zo dirak e bost tele.
- Gourvez amañ, sell, war da gof.
Gourvez a ra ar plac'h. Pozañ a ra ar C'heignard e zaouarn war he zalier ha war he feskennoù ( ma Doue i'e 'ta, deus pelec'h e kav dezhi e teuin a-benn da dennañ lard ? ) ha dibunañ a ra e rimadell :

Lard marv, lard marv, tec'h !
Tec'h ! tec'h ! tec'h !
'Mañ ket aze da lec'h,
Nag aze na neblec'h.
Kae dreist nav mor ha nav menez
Ha nav feunteun a drugarez
D'ober annez ha tiegezh.

Chom a ra bout ur frapadig. Gant pesort niverenn kregiñ ? Ar paour-kaezh plac'h-mañ zo yac'h-pesk, anat eo. Gant unan 'vo trawalc'h :

Deus unan n'eus mann ebet
Evel-se bezet graet.

C'hwezhañ a ra war he c'hein ha war he divrec'h. Pu ! pu ! pu ! Adkomañs a ra ar pozioù. C'hwezhañ a ra war an talier. Pu ! pu ! pu ! Adkomañs ur wezh c'hoazh. C'hwezhañ war ar feskennoù hag an divorzhed, ar wech-mañ. Pu ! pu ! pu ! N'eus mann ebet ken d'ober.
- E c'hellez sevel. Deus en-dro da lâret din memestra hag-eñ eo koazhet da lard marv. Plijet a rafe din goût...Pe pellgomz din : 45 00 45. N'eo ket diaes delc'her soñj.
Sevel a ra Muriel diwar ar c'hanape. Ur sell war he montr :
- O, ma Doue ! Un eur nemet kard dija ! Poent bras eo din mont ! Du-mañ zo tri o c'hortoz gant naon du a-benn bremañ. Telefoniñ a rin deoc'h !
Mont a ra kuit hep serriñ an nor ; klevet a raer raktal ar wetur o loc'hañ. Azezal a ra Yann Geignard ; skuizh en em sant ; re a bastis evit e oad, marteze ? Tri ha tri-ugent, n'eo ket seurt kozh-se, memestra ! Ha ret dezhañ en em zizober bremañ deus kleñved Muriel. Mont a ra er-maez, ponner e gerzhed, betek a-dreñv an hangar, e korn Park ar C'hreiz, e-lec'h ma chom ur bern gouzer kozh ha teil, hag ober ar jestr da daoler anezhañ. Kenkent en em sant yac'hoc'h, ha plommoc'h war e zivc'har.

III

Ur gwener goanv evel ar re all nepell diouzh bourk Lohueg. Emañ Yann Geignard o sikour e amezegez Emilie 'r C'hamm da fagodiñ goude un tamm divazhiañ a zo bet graet war ar c'hleuz a zisparti o daou di deus an hent. Chomet ez eus en kerzh Yann ur mekanik fagodiñ deus ti Tanvez gwechall, ha chomet eo c'hoazh a-ratre, ar pezh a zo prisius-kenañ evit ur strell evel hemañ. Fagodiñ gant ar vranell en-dro, biken 'hat ! se zo mat evit tud a ziwarlerc'h.
- Sell, 'm eus aon 'zo ur plac'h koant evidout adarre, eme Emilie en ur bozañ ur vriad bleñchoù etre javelloù ar mekanik. Treiñ a ra Yann. Un oto cheuc'h zo o paouez arestiñ dirak e di, ha n'eo ket ur plac'h, mes div, a zo o tont er-maez diouti. Frotañ a ra ar paotr kozh e zaouarn leun a c'hlazadur hag a vardouz war e vragoù ha mont en-dro sag e di. Ur wech arruet tostoc'h, ec'h anavez Muriel Derrien ; eben, an hini a oa o kas ar wetur, zo ur plac'h en oadoù ganti ivez. Ankouaet en doa petra a oa tremenet disul diwezhañ ; gwir eo, honnezh, merc'h Louise Derrien, deus un tu bennak er C'hore, Kore Plougras evel-just, a oa deuet da welet anezhañ ; gast, un hanter dortad en doa tapet a-raok kreisteiz, ha...
- A, setu ma salver ! a estlamm unan eus ar merc'hed en un doare divergont.
Chom a ra Yann a-sav. Petra 'c'hoari gante ? Evet o-deus ? Kendelc'her a ra war-zu an div vaouez.
- Mont mat a ra, Muriel ? emezañ. Ober a ra ur salud gant e benn d'ar plac'h all.
- Brutal ! Gwelloc'h evit se n'eus ket moien, Yann. Gwelet a rit ? emezi en ur ober un hanter dro warni hec'h-unan, evel ur plac'h yaouank o tiskouez he brozh nevez d'ur milouer.
- Eeeeh, 'ran ket.Mont a reomp e-barzh an ti ? Eskuzit al loustoni, e oan o labourat er-maez war-dro keuneud gleb.
Mont a reont o-zri en ti. Chom a ra dipitet Emilie ; ne glevo ket an nemorant deus ar gaoz, ha ne oar ket memes piv eo ar vaouez yaouank a oa oc'h ober kizoù dirak Yann Geignard, na perak e oa hemañ Salver ar bed, pe da nebeutañ hini an div blac'h.

- Ha neuze, Muriel ?
- Memestra, Yann, n'oc'h ket dall ! 'Welit ket ? Tri gilo hag hanter-kant fenoz, en em bouezañ 'm boa graet evit beure. Hag er sizhun tremenet e oan en tu all da dri-ugent ! Re laosk, re frank tout ma dilhad kenkent ha dimeurzh. Ranket 'm eus mont supresemis da Grec'h Leon du-mañ, da glask dilhad a zougen pa oan plac'h yaouank c'hoazh. Eüruzamant, Mamm zo unan gorren-gorren, kentoc'h. Ha bremañ eo ar ment 40 a zegouezh din.
Ma, kaer en deus sellet ha soñjal, 40 pe 50 pe zoken 60, se 'zo ingal evit Yann. Emañ Muriel o tigeriñ he sac'h hag o furchal ennañ. Tennañ a ra ur bilhed .
- Hemañ zo evidoc'h, emezi. Ha ma c'hellit ober un dra bennaket evit Karine, hag a zo deuet ganin...
Karine homañ neuze...Ur vaouez kapabl, o vousc'hoarzhin da Yann hag o c'hortoz ur burzhud ivez.
- Ya, me zo o labourat asambles gant Muriel, ha dimeurzh diwezhañ moamp gwelet anezhi o tont ken youst hag ur wialenn. Setu meump klevet tout an doare, ha daet on ivez da welet...
Da welet hag-eñ e c'hellfen ober un dra bennaket, evel-just, a soñj Yann. Ma, homañ gant he c'haoz e-giz tud Boulvriag pe Sant-Nikolaz zo founnusoc'h evit Muriel, da vihanañ, setu ne vo ket difrouezh al labour. Emañ-hi o c'hortoz ur respont deus ma ferzh.
- Bon, gourvezit war ar c'hanape dirak an tele.
Distagañ a ra ar peizant kozh ar formulenn hud, teir gwech. Diskontañ a ra an dro-mañ eus c'hwec'h betek unan, rak startoc'h e vo ar jeu. Ur wech fin an abadenn hag aet kuit an div blac'h, ec'h a betek e vern teil. Nag ur samm a oa war e chouk ar wech-mañ !

N'an ket da gontañ deoc'h kement pratik a zeuas evel-henn da welet Yann Geignard. Holl verc'hed labourva Muriel Derrien, an eil war-lerc'h eben. Tro o bugale, goude : merc'hed lise Montroulez, peder bep gwech er memes gwetur, tri devezh a-renk. Kement-all gant merc'hed skolaj ar seurezed, ar sizhun war-lerc'h, pemzek anezhe en holl. Ha tud deus Bolazeg, Skrignak, Kalanel, Plougras, Plourac'h, Logivi, ha Lohueg evel-just. Ken e veze alies div pe deir blac'h o c'hortoz o zro en antre, hag a-wechoù er-maez, dindan an amzer. Ha goude pep diskontadenn ec'h ae Yann dindan ar glav hag an avel d'en em zivec'hiañ deus kleñvedoù ar merc'hed war e vern teil, e korn Park ar C'hreiz, tro-kein d'e hangar.

IV

Ur mintinvezh eus miz Ebrel e oa deuet Emilie 'r C'hamm, an amezegez, da welet Yann :
- Alo, da-unan ec'h out, Yann ?
- Evit c'hoazh on ma-unan. Ne deu ket ar pratikoù kalz a-raok peder eur.
- Selaou 'ta, prenet 'm eus ur c'hant a blant pour e marc'had Kallag, ha c'hoant 'm befe da biketañ anezhe diouzhtu, mes teil ne 'm eus ket.
Sellet a ra ar paotr gant souezh ouzh e amezegez.Abaoe tri bloaz bremañ en deus dilezet e saout, ha n'en deus ket a deil ken da errez.
- Teil ? Mes...
- Justamant, gwelet 'm boa dec'h ez foa ur bern propik a-walc'h e korn Park ar C'hreiz, setu ma c'hellfes reiñ din ur forc'had pe ziv...
- Ma Doue, n'eo ket gant ma daou lapin e c'hellan kaout kalz teil...
- Alo 'ta, n'ez ket da lâret, ha deus da welet !
Kement a nerzh zo e komzoù ar plac'h ken ec'h a ar C'heignard d'he heul. E ranker anzav, brav a-walc'h eo ar bern teil. Ne soñje ket dezhañ en doa gouzeriet kement-se dindan e zaou gonikl.
- Ma, deus da gemer ur garrigellad evit da bour ma 'feus ezhomm, neuze.

Dont a reas pratikoù all deus Kallag, Karnoed, Poullaouen, Duod, Gwerliskin.
Lard marv, lard marv, tec'h !
'Mañ ket aze da lec'h,
Nag aze na neblec'h.
Kae dreist nav mor...

Gant an amzer vravoc'h o tont bep un tammig, e vezent gwelet o c'hortoz dirak an ti, en ur vutuniñ pe en ur gontañ kaozioù an eil re d'ar re all. Hag ur sizhun goude, e veze gwelet ar memes re, laouenaet dezhe, lod o vouchañ d'an diskonter kozh, zoken, hag o paeañ dezhañ...
- Ma, hanter re a roit din !
- Nann nann nann ! Ouzhpenn an dra-se 'm eus bet roet d'ar vedisined, hep disoc'h ebet, hag aze 'm eus kollet daou-ugent lur en un taol !
Ha dorn ar paotr kozh a serre war mil lur en bilhedoù daou-c'hant.
Ha kreskiñ a rae niver an dud a zeue da welet anezhañ. Bremañ e oa ret kontañ eizh-dek bep abardaez etre merenn ha koan - merenn a vez da beder eur-pemp eur e Lohueg.

Emilie ur wech ouzhpenn, mes n'eo ket souezh peogwir emaint o chom e-kichen-kichen, Yann hag hi :
- Deus da welet ma four, 'ta, Yann, ma n'eo ket ur burzhud !
Mont a ra da heul Emilie. Ya, bezañ zo pour, ha pezhiadoù pour, kement ha gwez bananez, kazimant. Ar c'hant pourenn a oa bet lakaet en douar miz hanter 'zo.
- Komzet 'm eus deus se da'm niz a oa deuet da welet ac'hanon an deiz all, Thierry, an hini a ra labour-douar bio e Plourin. An teil, da deil-te Yann, an hini a zo kaoz, teil bio ma zo hini bio, a lâren dezhañ. C'hoant en defe da brenañ teil ganit.
Alo 'ta, teil ? Marv 'oa unan eus e lapined gant ur c'hleñved, moarvat - al lapined a gustum kouezhañ klañv ur wech hepken en o buhez - ha kenkent en doa lazhet ha debret egile ; hag abaoe n'en deus ket skarzhet o lochoù. Mousc'hoarzhin a ra en ur soñjal er paotr bihan, e-pad ar brezel, hag en doa anvet unan eus e lapined Timochenko, ar pezh en doa lakaet al lapin da vervel gant ar gozhni. Pebezh simbol ha pebezh dismegañs e vije bet lazhañ ur marichal ha debriñ anezhañ ! Da c'hortoz eo aet gant Emilie betek Park ar C'hreiz ; gwir eo en deus kresket c'hoazh ar bern.
- Souezhet e chomez ? a c'houlenn Emilie. Mes sell da bratikoù : dont a ra ur plac'h bennaket da'z kwelet, mizer 'walc'h dezhi o stlejañ he ferier ken ledan hag ur rod karr, ken e kreder 'walc'h e koach un adrevr en he brozh, ne c'hell ket tremen dre an nor hep tapout brondu deus an daou du, hag ar sizhun war-lerc'h e teu en-dro, ken moan hag ur felestrenn ! Se zo peogwir en em zisammez deus o foanioù war ar memes bern teil.
Sellet a ra ar paotr kozh ouzh e amezegez gant daoulagad boulloù loto :
- Kement diskonter a ra eveldon : taoler ar poanioù en ur c'horn distro. A bep seurt mizer a c'hellan pareañ...
- N'ez ket da gontañ lotaj din, 'ta. Te 'soñj dit n'ouvezan ket perak e teu tout ar merc'hed-se da gaout ac'hanout ? Redek a ra ar vrud, goût 'walc'h !
Cheñch a ra ton ha son, a greiz-tout :
- Daou-c'hant lur an donenn a ginnig Thierry, a resisa Emilie.
Daou-c'hant lur an donenn ! Muchañ a ra ar paotr kozh ; dre vras ez eus peder pe bemp tonenn er bern.
- N'en deus ken 'met dont davit, rak delc'her a ra da greskiñ bemdez, 'm eus aon.
N'eus forzh penaos, n'eo ket e vern teil a oa o trabasiñ Yann Geignard abaoe un nebeud devezhioù, mes ar mod da zegemer e glianted, niverusoc'h bemdez. Deus tal e di e oa ar marchosi gwechall, hag aezet e vije bet renkañ anezhañ e stumm ur sal-gortoz hag ur sal all evit diskontañ, gant an dommerez-kreiz hag ur gardrob ouzhpenn. N'eo ket an arc'hant a vanke dezhañ evit ober seurt labourioù. Ha pa zeufe an diskar-amzer ne welfe ket ken dek-daouzek a verc'hed gant o dilhad gleb-par-teil o tiverañ en antre, hag o ragachiñ gwashoc'h evit kegined en-dro d'ur wezenn derv e miz Here.

V

Emañ an dilost-hañv o 'n em lakaat da vat en terrouer. " Goude pardon Bulad, deus kement toull e ta kaouad " a vez lavaret er c'hanton, ha tremen a ra ar c'haouadoù, dispartiet a-vec'h gant ur frapadig amzer sklaer. Emañ Yann Geignard o sellet deus e varchosi adgraet a-nevez, gant ur gabined evitañ hag ur sal-gortoz evit e bratikoù. Labouret o deus an artizanted e-pad an hañv ha deuet int a-benn d'ober un dra brop gant ar batis kozh a oa aze a-raok. Emilie zo o tont eus ar vourc'h, eus ti Robert Not, pa lârin mat, gant ur choanenn vara hag ur voutailhad dour Menez Are.
- Brav eo deuet ar chantier gante ! a hop-hi deus an hent.
- Ya, bremañ e vo aezetoc'h din un tamm mat.
Tostaat a ra Emilie, goude bezañ pozet he sac'h harp deus ar wezenn gentañ he deus kavet.
- Sell, Yann, en un dra 'm boa soñjet. Gwelet a ran ac'hanout o vont dindan an amzer goude pep kliant, betek korn Park ar C'hreiz. Mes se zo peadra da lakaat ac'hanout da dapout da varv, surtout bremañ pa vi en da gabined tommet mat, ha pa ranki mont d'ober un droiad dindan ar rez pe dindan an erc'h...
Petra 'c'hoari ganti ? a c'houlenn Yann ouzh e gasketenn. Soursial deus ma yec'hed, bremañ ?
- Ha setu ar pezh a c'hellan kinnig dit, ma eo mat dit, a gendalc'h Emilie. Ma bern teil, just a-dreñv ma zi, 'feus ken 'met en em zisammañ warnañ. Dek kammed 'po d'ober er-maez, pas muioc'h, e-kichen betek Park ar C'hreiz 'feus daou-c'hant metr ...
Tonket. Ha kalz nebeutoc'h a amzer gollet etre daou bratik, a soñj ar C'heignard kozh.

Ha kresket en deus c'hoazh niver ar pratikoù abaoe daou vloaz. Bremañ e vez ugent pe dregont bemdez o tremen etre daouarn Yann Geignard. Gwelet e vez ur riblennad merc'hed azezet war ar c'hadorioù er sal-gortoz, en-dro d'un daol vihan ront ma 'z eus bet strevet warni un nebeud journalioù, niverenn diwezhañ an Echo, ar C'h-Callacois, ar Paysan Breton. Aezet eo anavezout kouch pe micher ar pratikoù, deus ar pezh a lennont : tud ar c'hanton a ya war an Echo, tra ma kustum gwragez bourc'hizien kêr prennet o beg ober fae war hennezh ha tennañ ar Paul-Loup Sulitzer diwezhañ deus o sac'h. Aezet eo ivez anavezout ar c'helennerezed pe ar mestrezed-skol abalamour da gatalog ar C'hamif digor war o barlenn, ha gwragez ofiserien Brest hag a zispak Terre Air Mer - Madame. Hag ar vaouez he doa tennet The Lancet - Week-End er-maez eus he godell ur wech, a oa gwreg ur medisin eus Bro-Saoz.
Hag emañ ar vuhez o cheñch er barrouz abalamour da Yann ha d'e bratikoù. Evit Yann, da gentañ, hag a wel e gont e Kredit al Labour Douar o c'hwezhañ bemdez, hag a vez saludet gant an implijidi eno gant kement a zoujañs ha ma tiskouezont d'an Tili deus Gwerliskin.
Evit Emilie 'r C'hamm, da c'houde. N'eo ket hepken dre ma oa antilin gant hec'h amezeg he doa kinniget dezhañ en em zisammañ deus poanioù e bratikoù war he zeil ; kreskiñ a ra he bern abominapl, ha bep miz e teu ur c'hamion da gas dek tonenn gantañ, daou-c'hant hanter-kant lur an donenn, grit ar gont hoc'h-unan. Kavout a ra gras, evel ma kont da dud Lohueg ; ya, ur c'hras eo evit un intañvez ha n'he deus nemet ur retret bihan a-hend-all evit bevañ.
Hag evit ar vourc'h neuze ! Pa zeu tregont a dud asambles da welet an diskonter, e kemeront pep a vilhed gant un niver da zelc'her o zro, hag ouzhpenn ugent anezhe ac'h a da vizitañ kêr da c'hortoz ; daou ostaleri hag ul lipouzerezh-pastezerezh-saloñs te zo bet digoret evel-se, hag a vez leun-chouk a bratikoù etre peder eur hag eizh eur noz bemdez. War ar marc'had, en deus kresket Robert Not e di, ober a ra restaorant ivez bremañ, ha bemdez da eizh eur hanter - nav eur, e wel ar C'heignard kozh o tiskenn eus e Safrane hag o tont da dapout koan, gwisket evel un aotrou.
Tri labourer-douar bio zo ivez o paouez en em staliañ war ar barrouz, evit profitañ an teil bio a zeu brokus deus ti Yann. Evit maer Lohueg eo ur frealz gwelet tud yaouank o tont da c'hounit douaroù frost en-dro, gwelet tier-koñvers serret abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù o tigoriñ en-dro. Fier-ruz e vez bremañ bep bloaz pa bed madoberour nevez ar barrouz da zont d'ur gwin a enor asambles gant e guzul-kêr, hag evit diskouez n'en deus berzh nevez ar gomun netra da welet gant ar stad pe ar gouarnamant, e fin an abadenn e sko ur yenn e revr ar Bro Gozh, pô' paour, ken e strak selioù an ti-kêr gant e vouezh.
Hep ankouaat he deus cheñchet ar vuhez evit pep hini eus ar glianted-bet : soñjit, ugent mil bouteg deuet da vezañ ugent mil chergudenn evel gant ugent mil taol bazhig-hud !

E c'hellan reiñ deoc'h ar c'heloù diwezhañ, peogwir e ray buan tro ar barrouz kenkent ha ma vo bet klevet gant Emilie. Yann zo o paouez resev ul lizher deus Nouyork. Ya, deus Nouyork, kaset dezhañ gant ur strollad tiez asurañsoù hag a blijfe dezhe gwelet o fratikoù o youstañ hag o koazhañ un disterad, moarvat. Ma, al lizher-se a ginnig dezhañ kant mil dollar ar sizhun ( $ 100 000 ) evit mont di da labourat ; e Manhattan en do e gabined, feurmet e vo traoñ ur skrab-oabl evitañ e-unan, hag evit sevel ar bern teil e vo feurmet ur c'horn eus Central Park. Eno ez eus ur Park ar C'hreiz ivez, war a seblant. Ha chom a ra Yann da hunvreal abaoe.
- Nouyork, Emilie gaezh ! Nouyork !

Yann Gerven
18 XII 1999

Notenn : gerioù ha n'emaint ket e-barzh ar Favereau
Supresemis : hep dale ( Bro Vigoudenn )
Adrevr : gg faux-cul. Deus ar sort a veze diouzh ar c'hiz e fin ar bloavezhioù 1800.
Chergudiñ : kellidañ, evit ar pour, an ognon. Ur chergudenn : ur bourenn, ur penn-ognon kellidet. Alese ur plac'h yaouank kresket moan hag hir.

Trugarez da Reun ar C'halan, Yann Domas, Agnes Helias.


(c) Yann Gerven 2000




Hosted by www.Geocities.ws

1