CHOC’HIG

War an tu kleiz, pemp gourhed alese e traon an diribin e lugern al linenn houarn, evel ur glazard bras-divent o heoliañ dindan lagad Huonig. Amañ hag ahont e weler balafenned ha barbelliked oc’h ebatal e-pad o berrhoali. A-hed ar c’hleuz divazhiet e wez ez eus ur gegin yaouank eus ar bloaz o heuliañ unan eus he re gozh war glask un tamm boued, en ur hejal he divaskell, tra ma chom an eil eus ar gerent da ziwall diwar ur brank derv tost. Un targazh rous zo ivez o logota un tammig pelloc’h etre ar glosoù geot touzet ; kov-moan en doa ranket ober e-keit ma oa hir ar foenn. Tomm ha sioul eo an amzer.

An dud, bremañ : an daou-mañ n’o deus ket tre tregont vloaz etreze. Hi zo brazik a-walc’h ha moan, gwisket gant un tee-shirt glas-martolod hag un jeans du ; du ivez he blev rod ha glas teñval he daoulagad bras. Eñ zo a oad ganti, bihannoc’h un tammig egeti - abretoc’h e ra ar merc’hed o c’hresk en oadoù-se - gant blev sklaeroc’h ha daoulagad glas-gwer, gwisket gant un tee-shirt orañjez a zo sañset diskouez eo bet e berc’henn war e studi e skol veur ar Wyoming, daoust ma eo dic’houzvez, moarvat, diouzh ar stad-se koulz ha diouzh ar stadoù all er Gornaoueg pell, gant ur porpant sport a gav gwelloc’h dougen war e skoaz abalamour d’ur froc’h bihan e-kreiz ar c’hilh, hag ur bragoù ampl rous gant forzhig godelloù. Fuiñ a ra an uloc’h dindan o zreid bep ma valeont.

- Sell ‘ta, eme hemañ, ‘m boa ket remerket. Prenet ‘peus ur re Doc Martens, bremañ ?

- Laket, emezi. Prenet ‘oant bet din e-kreiz ar goañv, mes bravoc’h en em santen ga’ ma re gozh.

Chom a ra diskredik ar paotr. Gwelet en deus Karen o vont bemdez d’ar skolaj gant ur re vasket du hanter zismelket, p’he doa ur re Doc Martens gorranet brav er gêr, hag hiziv e laka anezhe evit ar wech kentañ da vont da c’haloupat er parkeier asambles gantañ ; eüruzamant c’hoazh n’eus ket bet glav en devezhioù tremenet. Gouzout a ra eo diaes kompren ar merc’hed a-wechoù, mes kustum eo abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù ouzh doareoù Karen ; abaoe ar CE2, evit bezañ resis, p’o doa touet e kontfent an eil d’egile an trubuilhoù bihan hag an tourmantoù bras a vefe dichañset dezhe kaout war o hent. Kontañ a ra war e vizied ; c’hwec’h, seizh vloaz ‘zo bremañ, peogwir emaint da guitaat ar skolaj dizale.

- Komañset ‘peus da labourat da vat ‘vit ar Breved ? a c’houlenn-eñ ouzh ar plac’h.

- ‘M eus ket. D’o’ ‘t’a ?(1) Trawalc’h eo din kaout un hanter poent e pep danvez, ha te zo memes mod i’e, ‘m eus aon.

Ar park m’emaint o kerzhet zo ur foenneg nevez troc’het. Chom a ra restachoù eus un andell diouzh tu al linenn-houarn ; paotr ar votennerez n’eo ket bet hardizh a-walc’h, douetus, evit mont ken pell-se war ar c’hleuz, aon gantañ a risklañ gant e vekanikoù betek geol ha rodoù un treñ bennak.

En em lakaet eo Karen war he c’hluch dirak ur mell hordennad foenn, a zibrad a daol trumm. Dindan e weler ur c’hwil du korfet hir o tifretañ.

- Hell, Kevin, ur c’hrug.(2)

Tostaat a ra he biz-yod torret e ivin ouzh al loenig, a droñs e lost raktal, gant ar soñj spontañ an enebour dic’hortoz-se.

- Gwel’t a rez, emezi, plijañ ‘ra din gwelet penaos en em zifenn kement amprevan ‘zo. Ar c’hruged a gustum sevel o lost ; ar papilhored ‘oar dispakañ o divaskell ‘vit ober aon d’al laboused gant an daoulagadoù ‘zo warne ; ar sardon, pa vent morgousket deus an noz pe abred deus ar beure ha re c’hourt ‘vit nijal, a gustum sevel daou bav ‘fas d’an dud, hag e chomont kostïet evel-se war bevar bav hepken.

Adpozañ a ra ar vriad foenn a oa ganti dindan he c’hazel, hag azezal warni, a-grap ouzh kleuz al linenn-houarn.

- Taol da bouez i’e, emezi en ur lopata war ar geot hag ar foenn en he c’hichen.

Sentus ec’h azez ar paotr, hag e chom da sellet ouzh e votoù toull o begoù.

- Gast, emezañ, poent d’ar vakañsoù dont, ma’m bo amzer da vont ga’ ma mamm da brenañ ur re all. Mes laka’ ane’i da choaz un Nike pe un Adidas ‘vo an diaesañ tout, ‘vel boaz. Arabat din komz deus ur re Mephisto pe ur re Meindl, anav dit. Koulz ‘vije din klask laka ane’i da brenañ ur Jaguar e plas he Fiat Panda gozh.

Splannaat a ra an Doc Martens ruz ha lufr e-kichen botoù lous ha toull ar paotr.

- Aesoc’h ‘vo dit bragal gant ur re Nike en da dreid ? a c’houlenn-hi gant ur mousc’hoarzh.

Koulskoude n’emañ ket da glemm, Karen Morvan. Ganti ez eus ur mignon ha ne vez ket hep ehanañ o fistilhañ pe o ragachiñ pe oc’h ober trouz muzik gant ur mekanik bennak, ur mignon, er c’hontrol d’an darn vrasañ eus paotred he c’hlas, ha n’en em gemer ket evit Bernard Hinault kerkent ha ma pign war ur velo nag evit Diego Maradona pa wel ur volotenn football nag evit Paul L’Hévéder pa glev strak un alez boulloù. Mes ur mignon hag a venn sodiñ pa wel teir roudenn wenn pe ur virgulenn war ur re votoù, lakaomp, un dra estren dezhi ma zo unan. Ma, e giz-se emañ ar bed hag ar baotred a vev warnañ. Ha bremañ, ar gaoz diaesañ da voulc’hañ.

- Da c’hortoz, Kevin Louboutin, ‘peus ket kontet din penaos e oa bet dimerc’her diwezhañ, emezi, he daoulagad paret war begoù an Doc Martens.

Ruziet en deus ar paotr un disterad, ha gwelet eo bet al liv roz-se war e groc’hen rous gant daoulagad lemm ar plac’h.

- Dimerc’her diwezhañ...

- Ya, klevet ‘m eus e oas bet pedet ‘vit mont da lidañ deiz-ha-bloaz Adeline Kere, deus an trede C, hag e oa deut Choc’hig da dapañ ‘c’hanout.

- Choc’hig ?

Start e vo lakaat hemañ da gontañ penaos e oa bet tremenet ar penn-devezh-se, a soñj Karen. Padal, pevar bloaz ‘zo e oa bet gwashoc’h c’hoazh ; betek neuze e oa bet savet Kevin gant e vamm hepken, ha pa oa ar paotrig o vont war e unnek vloaz, he doa degaset e vamm ur gwaz d’ar gêr. Kredet ho pije klevet Yann Fañch Kemener o kanañ un dra bennak evel-henn :

E-e dad aet kuit abre-edik ma-ad

Ret voe d’e va-a-amm kla-ask ul leztad.

Ha bemdez-Doue e yae Kevin betek ti Karen, ha deuet e oa homañ a-benn da lakaat anezhañ da gontañ e drubuilh hag e c’hlac’har. Dre forzh broudañ anezhañ da gomz evit hemolc’hiñ e anken, he doa sikouret anezhañ da zegemer al leztad-se. Dav eo lavaret e yae kenkoulz all ar mignoniaj war an tu all ; pa oa bet Karen en ospital e-pad eizhtez e penn kentañ ar bloaz, e yae Kevin da welet anezhi bemdez, ha n’eo ket hepken evit un ‘t-amañ-fotokopioù-ar-c’hentelioù-kenavo-arc’hoazh ; nann, chom a rae un eur bennak da vare koan, betek ma vefe skarzhet kuit gant un iñfirmierez pe un eveshaerez bennak, hag e teue en-dro d’ar gêr, noz du anezhi, gant an treñ diwezhañ.

- Ya, Choc’hig. ‘Mod-se ‘ran diouti. N’eo ket ul lesanv kaer evit ur plac’h ront ha roz evel Mélanie Merrien ?

Memestra e tifenno anezhi, a soñj ar plac’h yaouank. Ma’z eo gour ha m’en deus un tamm emvrud ne c’hell ket leuskel den ebet, ha pa vefe e wellañ mignonez, da gunujenniñ ar plac’h he doa pedet anezhañ da vont d’ar fest asambles ganti daou zevezh ‘zo.

- Ront ha roz, Mélanie ? Gwir eo, un tammig. Mes me zo sur ‘peus soñj mat i’e deus ar gentel Istor, an de’ all, pa oa bet diskoue’et deomp taolennoù gant Rubens. Paour-kaezh Mélanie...

- Choc’hig.

- Paour-kaezh Mélanie n’eo gour e-skoaz ar merc’hed-se.

Ha tak ! a soñj ar paotr.

Memestra, gelver Rubens da’z sikour zo un taol gidas, sapre brallbitouz ac’hanout, a soñj ar plac’h.

- Ar merc’hed pentet gant Rubens ‘oa ront marteze, mes ne oant ket ront diwar re a skornennoù hag a varrennoù chokolad.

Tost eo bet da Gevin respont un dra divalav krenn-ha-krak, mes ne vez ket respontet seurt traoù-se da Garen ; eñ, bepred, ne ra ket. Rakkar pa oa en em gavet e ti Adeline asambles gant Mélanie, e oa bet goulennet outañ : « Sell, p’lec’h ‘peus laosket da chergudenn gustum ? ». Nann, Karen zo bras - hed ur meutad brasoc’h evitañ zoken - ha mistr, mes n’eo ket ur chergudenn anezhi, ha n’eo ket prest da silañ un taol teod evel hennezh er gaoz a zo etreze, ha pa oa Karen he doa klasket afer aze.

- Piv ‘oa deut tout a-hend-all ?

Niveriñ a ra Kevin un nebeud paotred ha merc’hed eus an trede C, daou pe dri ivez eus o c’hlas. Chom a rafe c’hoazh da c’hounit amzer, mes troc’het eo bet e gomz dezhañ.

- Hag ar muzik ? Un tamm mat a oach ‘oa ?

Un nebeud anvioù strolladoù ha muzisianed.

- Dañset ‘peus ?

- Klasket ‘m eus ober, bepred.

- Choc’hig ‘oar difretañ i’e ‘vit dañsal ?

- Mélanie ? Hag e ra, ya. Gant al lostenn ‘oa ga’ti, ouzhpenn...

Ehanañ a ra trumm. N’a ket da gontañ da Garen skeudenn ur Vélanie dichadennet o hejal he filhoù hag he zroioù-brec’h dirak paotred an trede C ha dirazañ ivez, re-bar d’ur Salome dirollet o korolliñ dirak ur roue gwadek bennak hag e goskor.

Karen, diouzh he zu, zo teñvalaet he dremm. Al lostenn ‘oa ganti ; moarvat un dra bennak ur rahouenn hed etre ar c’houriz hag ar pleg traon. Dont a ra soñj dezhi eus ar marc’had an deiz all, ma oa aet di gant he mamm, ha ma oant bet dibaseet - war droad e oant - gant ur vaouez yaouank gwisket gant ur sae strizh ha pres warni mont gant he hent.

- Ma, homañ zo rod ga’ti, ‘hat, he doa lâret d’he mamm.

- Ya, ret eo lâret... he doa respontet Michèle Morvan. Ha goude ur frapad : « Goût ‘walc’h ‘rez, Karen, tout ar merc’hed n’int ket ‘veldout, ‘telc’her ur feilhenn baper sigaret stardet mort etre o feuskennoù. »

- Ma, biskoa’ c’hoa’ ! he doa besteodet ar plac’h. Mezhekaet e oa bet ken e oa aet raktal en-dro d’ar gêr, ha lezel he mamm d’en em zibab gant he fakadoù e-kreiz plasenn ar Marc’hallac’h.

Chom a ra ur frapad sioul d’en em staliañ etreze. Ul labous bras a-walc’h zo o treuziñ al linenn houarn war gaout goudor ar gwez derv pelloc’h, pig-garzh pe gazeg koad, diouzh e nij. Klevet a raer ivez c’hwitell an treñ, mes pell-mat emañ c’hoazh. Tennañ a ra Karen ur chewing gum eus he godell, unan sivi evel boaz, ha fourañ anezhañ en he beg.

- Deus da zaoulagad eo anat out bet hoalet ga’ti, eme ar plac’h yaouank a-benn ar fin.

Ac’h, diaesat promesa an hini a zo bet graet etreze p’o doa eizh vloaz o-daou. Dalc’het e vo dezhi memestra.

- Ya, a respont ar paotr. Ya, war an taol on bet hoalet.

- Emaon ‘klask kompren ga’ petra out bet hoalet ez just, emezi, pennek. Gant he doare da zañsal, gant he c’horf, gant he c’haoz ? ... Pe g’he dilhad Naf-Naf ?

- Gortoz, ma lakin sklaer an traoù... Ya, gant he doare da zañsal e-mesk ar re all, ‘kreiz an trouz, ar re all o stlakal o daouarn...

Ne gred ket ouzhpennañ : « Ar c’hontrol dit, Karen. Selaou a rafen ac’hanout e-pad pell, mes ‘m eus ket bet tro da zañsal ganit gwech ebet. » Ar wirionez eo, ha ken buan all, ur wirionez hag a rafe plijadur dezhi zoken.

- Poket ‘peus de’i i’e moarhat ? a c’houlenn ar plac’h gant ur mousc’hoarzh.

- Ya.

- A...

Anat eo ne oa ket war-c’hed eus ur respont a seurt-se . Klasket he deus gouzout ar wirionez, bremañ emañ ar wirionez dispak dirazi. Ha se a ra ur pistig dezhi e poull he c’halon.

- War he muzelloù ?

- Ya.

C’hoant bras he deus da zichapiñ, da vont en ur redek betek ar gêr, betek ur c’horn eus ar c’halatez, lec’h ma c’hello leñvañ hec’h unan penn par ma c’hello. Sevel a ra diwar he zorchenn foenn sec’h ha skubañ ar bruzhun geot ha gwaspell diwar he bragoù gant kein he dorn. Eüruzamant n’emañ ket Kevin o klask digarezioù a bep seurt d’e gundu divergont, en di all en dije tapet ur grabanad. Evel ma lavar he mamm, pa vez en araj pilh war-lerc’h he gwaz : «  Me zo sur he doa Doue hec’h amzerioù p’he doa krouet ur gwaz evit ar wech kentañ, ‘oa ket posupl ‘mod all ! »

- Ar wech kentañ dit pokañ d’ur plac’h war he beg ?

- Ya, te ‘oar ‘walc’h.

- Ha peseurt efed ‘ra ?

Savet eo Kevin ivez, ha mont a ra da heul e vignonez, a zo dija c’hwec’h gourhed dioutañ.

- Despet.

- Despet ? Ma lârez se din evit ober plijadur din hepken, pe ‘vit va erbediñ, e tiskenno buan an istim ‘m eus ‘vidout.

Troet he deus Karen ha chom a ra da sellet ouzh bizaj he c’hamarad. Mes sellet a ra eeun outi ivez.

- ‘C’hellan lâret dit ‘gaozenn betra. ‘M boa ket taolet evezh a-raok bouchañ de’i, mes evet ‘doa ur voutailhad bier pe ziv ha butunet teir pe peder Gauloise e ti Adeline.

- Ha ‘vit afer-se ? N’eo ket ar wech kentañ e tegoue’fe d’ur paotr bouchañ d’ur vutunerez ha d’ul lonkerez, din da c’hoût ?

Respont ebet o tont. Lammat a reont dreist ur c’hleuz dre ur ribin chaseourien, tremenet eo bremañ korn ar park, gwelet a reer ar vourc’h vihan oc’h en em astenn diraze.

- Aes eo dit ober goulennoù, eme ar paotr, mes n’eo ket an doare ‘peus da ginnig din da vougenn da bokañ de’i pa welan ‘c’hanout a c’hell lakat ‘c’hanon da gaout skiant prenet war ar bouchañ d’un nann-butunerez.

Santout a ra Karen he c’halon o loper kreñvoc’h. Gwir eo, pa gej gant unan bennak, e kustum astenn he boc’h en ur ober un droiadenn a zek derez ha pevar-ugent d’he fenn. Ha Kevin-mañ a ve dija o c’hortoz un dra all eus he ferzh ?

- Hag un dra bennak a santez evit Choc’hig c’hoazh ?

- Evit Mélanie ? Un dra bennak ?

- Ya, un dra bennak, me ne ouezan ket, emezi, hegaset. Karantez, lakaomp... Plijadur ‘flourañ he c’horf ‘peus bet i’e moarhat... » ha savet eo he mouezh un disterad, deuet skiltroc’h ivez war un dro.

Chom a ra sabatuet ar paotr. An holl goulennoù-se ne oant nemet un tañva kentañ evit... Ya, evit ur barrad gwarizi. Ur barrad gwarizi a-berzh Karen, atav ken diseblant, ken sirius, ken parfet !

- ‘M eus ket flouret netra de’i. Poket ‘m eus de’i ur wech nemetken war he muzelloù, kavet ‘m eus ene blaz c’hwerv ar bier fall hag ar butun yen. ‘M eus ket adkomañset, d’o’ ‘t’ a (3) ‘m bije graet ? Ha ‘soñj ket din e vefen prest da adkomañs. Pas ga’ti, bepred !

Emañ Karen o sellet ouzh ar park bras emaint o paouez treuziñ. Klevet a raer treñ 5 eur 44 o tremen hebiou dezhe. Gwelet a raer divskoaz ar plac’h yaouank o tarlammat, ur wech, div wech.

- Karen ? Emaout o leñvañ ?

Chom a ra he mignonez da glask ur mouchouer paper e strad he godell ha da sec’hañ he daoulagad.

- N’eo ket netra, emezi. Abaoe daou zevezh e oan ‘klask empentiñ penaos ‘oa tremenet an traoù ganeoc’h.

- A, maaa...

Ha peogwir e teu adarre ur mousc’hoarzh lentik war diweuz ar plac’h, e kendalc’h he c’hamarad :

- N’eus bet netra muioc’h ‘vit an dra-se etrezomp. Aet ‘oan kuit war-dro seizh eur hanter, laosket ‘m eus Mélanie...

- Choc’hig.

- Choc’hig, war ma lerc’h. Hervez kont eo deut en-dro d’ar gêr da unnek eur paseet. Piv ‘oar da biv c’hoazh ‘deus bet amzer da vouchañ e keit-se ?

Kendelc’her a reont hep ur ger gant o hent. Tiez kentañ ar vourc’h. Bremañ emaint o tremen hebiou d’an iliz ; aze e ya o daou dreug war zisparti.

- Pardonet ‘vin ? a c’houlenn ar paotr gant ur mousc’hoarzh, mes un tamm enkrez a santer en e selloù..

- Pardonet ?

Emañ daoulagad Karen o parañ war dremm Kevin. Pardoniñ ? Dont a ra d’he soñj un nozvezh tremenet hep kousket. Añfin, pas tre un nozvezh, mes un hanter-nozvezh... Lakaomp un eurvezh klok ha mat pell ‘zo.

- Deus amañ ganin, emezi, hag e tap krog e dorn ar paotr ha stlejañ anezhañ war he lerc’h.

- Eeeh ? En iliz ?

Dibrenn eo an nor-gostez. Teñval ha sin eo diabarzh an iliz, goullo d’an eur-mañ, ken e sant ar paotr ur gridienn war e gein. Ouzhpenn-se, ar seurez rous emañ he delwenn ouzh ar piler bras n’eo ket graet evit lakaat ur foueenn domm da c’hwezhañ war an dud fidel na war an daou gañfard-mañ. Kentoc’h e tegas soñj da Gevin eus merc’hed ar skol Polytechnique en doa gwelet war an tele : kelennerezed ribourz gant ul lifre soudard ouzhpenn.

- Gortoz, emezañ, ‘c’h an da lakat ma chupenn.

Gant an deñvalijenn a zo o ren en iliz ne vo ket gwelet ar froc’h en a-dreñv. Kavet he deus Karen ar pezh a oa o klask : ur gador-gofes mod kozh a zo bet broudet er c’horn teñvalañ eus an iliz, da c’hortoz mont d’ober keuneud, moarvat.

- Kae aze, emezi, en ur ziskouez an tu dehou eus ar gador, gant ar bank bihan evit ar bec’herien.

Penndaoulinañ a ra ar paotr, mont a ra ar plac’h da azezañ er c’hreiz, ha digoriñ an abavant, gant poan, rak gwariet eo ar c’hoad.

- Lâret ‘peus din bremaik, ma ‘haotr, ‘poa keuz bezañ aet da vouchañ da Choc’hig an de’ all.

- Eeeh ya, ‘n ur mod ‘zo, a respont egile.

Diaes vo lakaat anezhañ da zispakañ gerioù evel « keuz » pe « morc’hed ». N’eo ket sañsipl, doareoù all zo evit ur plac’h evel Karen Morvan da zont a-benn eus he zaol. Peseurt ger a vefe implijet evit treiñ cautèle en brezhoneg endeo ?

- Adlâr war ma lerc’h : Such A Bad Experience Never Again.

- Karen, deuez ket da glask gwerzhañ ac’hanon gant da saozneg...

- ‘Vi ket gwerzhet. Se zo just ger-stur ar Veljed pa ziskennent deus un avion un nebeud bloavezhioù ‘zo. Adlâr war ma lerc’h.

Adlavaret a ra Kevin.

- Rein a ran dit ma absolvenn, a echu-hi en ur stlapañ an abavant en-dro.

Echu eo, moarvat. Sevel a ra ar paotr diwar ar bank bihan kalet, a zo bet evit rummadoù stank a vugale ur raktañva eus poanioù ar purkator, ha tennañ ar gwiad kevnid diwar e borpant.

- O, gabell ! a estlamm Karen. Ankouaet ‘m eus reiñ dit ur binijenn d’ober.

Darbet eo bet dezhi lavaret « puten c’hast » mes en un iliz e vije bet dizereat. Tostaat a ra ouzh ar paotr, kregiñ e kolier e chupenn, ha lakaat homañ da risklañ a-hed e zivrec’h betek e zaouilin.

- ‘Mod-se ‘c’hellez ket fiñval ken, m’am bari ?

Emañ red ar vuhez oc’h ober ur pezh pouez war chouk Kevin, rak respont a ra gant holl vizer ar bed en e vouezh :

- O, e c’hellez reiñ ur fasad din, meritet ‘m eus.

- Sur out ‘c’hellez ket lakat da zivrec’h da fiñval ?

Anat eo n’eo ket gouest ar paour-kaezh bougar d’ober kalz a dra, liveret evel m’emañ gant e chupenn troñset hag ent-istribilh en-dro dezhañ. Tonket e oa dezhañ resev ur binijenn rust ha kalet abaoe dimerc’her diwezhañ ; deuet eo ar c’houlz.

Tapout a ra Karen e figur etre he daou zorn ha lakaat he diweuz war e re, ha se ‘zo tomm ha gleb, hag he zeod fistoull o tont da stekiñ ouzh e hini hag o kontañ e zent a zegas blaz ar sivi en e c’henoù, ha se zo evel un diabolo servijet en ostaleri diwezhañ a-raok ar Baradoz .

Ha tra ma chom Thérèse Martin ouzh he filer gant he beg prennet da sellet ouzh an neñvoù, engortoz da gaout ur barrad petalennoù roz gant ar goabrenn gentañ, moarvat, Jezuz war e groaz a zeu ur mousc’hoarzh dezhañ war e vuzelloù.


Yann Gerven

24 VII 2002.



Notennoù :

(1) : / ‘do ta/ = à quoi bon, quelle idée ?

(2) : krug = staphylin, ha n’eo ket scorpion !

(3) : / do ‘ta:/ = dans quel but ?

(c) Yann Gerven 2003

Hosted by www.Geocities.ws

1