PETRA EO AN ESPERANTEG?

 

Ur yezh etrebroadel
krouet evit aesaat an darempredoù etre pobloù an hollved. Goude bezañ bet arveret da vat e-doug ur c'hantved en deus an esperanteg prouet e oa ur yezh vev, barrek da ezteurel holl arlivioù ar preder.
Neptu hag etrebroadel
An esperanteg n'eo tra brevez bro ebet na pobl ebet; n'eo marc'h sevenadur trec'hel ebet, c'hoant dezhañ mougañ ar re all. An esperanteg a zo d'ar re e gomz; krouiñ a ra ur c'hevre etre an holl sevenadurioù.
Aes
A-drugarez d'e boellegezh, d'e yezhadur eeun, d'e reizhiad-geriaouiñ, da wevnder e frammadur ha d'e c'heriaoueg etrebroadel ez eus eus an esperanteg unan eus ar yezhoù aesañ da zeskiñ. Diskouezet ez eus bet ez-skiantel e oa betek dek gwezh aesoc'h da zeskiñ eget ar yezhoù all.

PETRA D'OBER GANT AN ESPERANTEG?

Skoulmañ liammoù
buan-tre en holl vroioù, dre lizher pe e-ser beajiñ : e-barzh ouzhpenn 70 bro e kinnig ar rouedad "Pasporta Servo" lojañ digoust an esperantegerion yaouank o veajiñ dre ar bed.
Kemer perzh en emvodoù
esperantegerion, en e ger, en e vro met ivez er bed a-bezh : er c'hendalc'hioù-bed esperanteg, er c'hendalc'hioù etrebroadel evit ar yaouankizoù, en degouezhioù etrebroadel all, anezhe-holl o vezañ dalc'het e-barzh broioù liesseurt hag o vodañ tud a-vil vern.
Anavezout sevenadurioù all
Digeriñ a ra an esperanteg war ul lennegezh puilh - savet war-eeun en esperanteg pe troet diwar yezhoù all - ha ne ra nemet mont war binvidikaat. Kelaouennoù niverus ha skingasadennoù reoliek a gaver dre-holl er yezh-se.

PENAOS DESKIÑ ESPERANTEG?

Kentelioù
Meur a zoare ez eus da zeskiñ : en aozadurioù lec'hel hag a ginnig kentelioù, met ivez dre lizher, war ar Genrouedad, pe c'hoazh an-unan gant dornlevrioù.
Penaos mont e darempred ganimp?
Dre vont e darempred, pe gant ur strollad lec'hel, pe gant aozadur broadel ho pro, pe c'hoazh gant TEJO, anezhi kevrenn yaouankizoù Kevridigezh Ved an Esperantegerion, hag he deus izili e-barzh ouzhpenn kant bro. Ho titouriñ a raimp gant kalz a blijadur.
Levrioù:
  • Geriadur Esperanteg / Brezhoneg, Erwan ar Menga, Hor Yezh, 1978.
  • Geriadur Brezhoneg / Esperanteg, Erwan ar Menga, Hor Yezh, 1978.
  • Yezhadur Esperantek, Erwan ar Menga, Hor Yezh, 1978.
  • Komprenit an Esperanteg / Komprenu Esperanton, gant Merwenn Runpaot, Hor Yezh, 1993.
  • La Bretona Lingvo, rapide kaj facile, Hor Yezh, 1997.
BREIZH:                 France:                    
Embannadurioù Hor Yezh  JEFO                             TEJO
Yann Desbordes           4 bis, rue de la Cerisaie        Nieuwe Binnenweg 176
Plasenn Charles            F-75004 Paris                     NL-3015 BJ Rotterdam
Peguy                        tel +33 1 42786886             Nederland
29260 LESNEVEN          Minitel 3615 ESPERANTO      tel +31 10 4361044

 

 

index | chat

Hosted by www.Geocities.ws

1