KERNE-VEUR - UR C'HINNIG BERR


Ur gourenez o tont eus mervent Breizh-Veur etrezek ar mor Atlantel, emañ Kerne-Veur hanterhent etre Breizh d'ar c'hreisteiz, ha Kembre hag lwerzhon d'an hanternoz.


Pa voe bountet he gwalenn-gein mein-greun e-barzh gouelezennoù ar mor, e voe roet dezhi mein-sklent kaer ha mem brav da sevel ur binvidigezh vetalek ha leun a brigwenn. Ar mor an deus plaenact ar sklent en un uhelenn hag a-us dezhi inizi a veingreun. Ar savidigezh he deus krouet tomadoù mantrus tro-kein traezhennoù kaer; lanneier garv; milioù a sterioù bihan ha gwazhioù hag o deus kizellet traoniennoù koadek, enno e kaver aberioù gant porzhioù dispar.


Diouzh lwerzhon betek bro-Indez, eo bet graet savadurioú gant he mein-grein kerneveurek; eus Penn ar bed (Land's End) betek Ker Sant Per, e vez kavet he mein-sklent war doennoù; he fri-gwenn a servij da ober paper war bep dour-bras. Kousketeo ar mengleuzioù sten goude 4000 vloaz, met un douar pinvidik hag un klour o deus krouet ul labour-douar lies-seurt, hag ur weledva a barkeier hag a gleuzioù tro-dro menezioù Er morioù tro-dro dezhi e kaver ur pesketaerezh ar milved pad.


Kerne-Veur a oa ur c'havell eus an Dispac'h ljinerezel hag ur greizenn evit ar c'henwerzh hollvedel; un men evit krouidigezh arzel skiantel ha teknologiel. Etrezek fin an naontegved kantved, diskar ar mengleuzioù a oa abeg d'un divroadur ken bras ma'z eo deuet Keme-Veur da vezan breman ur greizenn istorel sevenadurel ha speredel evit ur familh dre ar bed, dalcliet agevred gant ur roued a Gevredadoù Kerne-Veurek. He weledva mengleuzioù enni he pouez hollvedel.


E-pad 4000 bloaz, morioiù e gwalarn Europa a zo bet un hent bras evit marc'hadourien divroidi brezelourien ha misionerien. Kerne-Veur a zo ram eus ar c'hemmesk sevenadurel ha rannvroel en diabarzh Europa. He yezh keltiek dezhi un adsavidigezh nerzhus, a verk anezhi da vezañ disheñvel diouzh peurest mervent Breizh-Veur; he meskklaj a elvennoù iwerzhoneg, latin, normaneg ha saozneg, he douaroniezh hag he istor sosial a ro dezhi he unander er bed keltiek. He baner a zo ur groaz wenn war ur foñs du.


Pinvidig eo Kerne-Veur gant relegoù hendraourieih; istor Tristan hag Izold a zo pouezhus e lennegezh Europeg; Beunans Meriasek ha Beunans Ke a zo pezh-c'hoariou nemetañ eus ar grenn-amzer diwar-benn buhez ur sant predennek en e yezh keltiek a orin. Arzhourien Skol Newlyn o dues sikouret prizout ar gevridigezh hengounel war ar maez (evel Pont Aven, da skwér). A-vreman e vez buhezek ar livouriezh, ar c'hizellerezh, ar priach hag ar c'hoariva. Bez'ez eus kalz liorzhoù privez ha foran.


He sonorezh a vez diskouezhet dre he bagadoù sonorien arem he lazoù-kanañ he strolladoù gwerin hag arnevez. Kreñv eo an dañsoù hengounel hag arnevez. Ar sportoù dre skipailh pouezusañ a zo rugbi roeñviañ (e-barzh bigi hengounel anvet 'gigs,' lod anezho ouzh-penn kant vloaz, met gant re nevez ivez) goueliañ, melldroad, hag erell; hag e-tousk ar sportoil hiniennel e kaver gourenn hengounel, c'hoarioù etrevroadel athletik hag arzoù stourmus.


Index
Return to History
Other languages


CORNISH BUREAU FOR EUROPEAN RELATIONS LID
COMPANY REGISTERED IN ENGLAND AND WALES No 3083136. REG OFF: 7, WEST ST., LISKEARD, CORNWALL GB

Hosted by www.Geocities.ws

1