Breton National Anthem


BRO GOZH MA ZADOÙ


Ni Breizhiz a galon karomp hor gwir vro
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro
Dispont 'kreiz ar brezel hon tadoù ken mat
A skuilhas eviti o gwad.

(Diskan)
O Breizh ma bro
Me 'gar ma bro!
Tra ma vor mor
'Vel mur 'n he zro
Ra vezo digabestr ma bro.

Ar Vretoned zo tud kalet ha kreñv
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv
Gwerz trist, son didius a ziwan eno
O pegen kaer ez out ma bro.

Breizh douar ar sent kozh, douar ar varzhed
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed
Pep menez, pep traoñienn da'm c'halon zo kaer
Enno 'kousk meur a vreizhad taer.

Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras
He yezh zo bepred ken bev ha biskoazh
He c'halon birvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz
Dilhunet out bremañ, ma Breizh.

 

Return to index

Hosted by www.Geocities.ws

1